Un trakt evit votadegoù 1883

Paotred An Erge - Vras,
 

Ar wech diwezhañ oa bet eleksion, me am-boa votet evit Louis Skividan hag e listenn. Ne damallan ket anezho da vezañ klasket konduiñ aferioù ar barrez, rak goude tout, pep hini en-deus droad da bresañtiñ, er marc'had, e varc'hadourezh, neus forzh pe ger fall kalite e vez ; mes ne c'hell ket forsiñ den d'e brenañ.

Ar wech diwezhañ eta, am-boa votet evit Louis Skividan hag e listenn : en dro-mañ, avat, ne votin ket evito, ha setu amañ perak :
Bremañ oa komañset adarre tud ar barrez da vezañ amezeien : disoñjet hon-doa an tammik dispac'h oa bet etrezo ar bloaz paseet.Gwelet 'zo bet frikoioù e pere e veze amezeien an div listenn ober asamblez ur barti kartoù pe ur barti kilhoù, heb disañsion na facheri ebet.
Ha bremañ ?
Deut eo Louis Skividan gant e listenn da zigor ar gouli oa kazi pare ! Evit ampech na c'hoarvefe mui ur seurt taol, me ho ped tout, va mignoned, da roïñ d'ar bemp a zo ar penn-kaoz eus ar freuzh ha d'ar re a heulh anezho, ur gentel a ne zisoñjfent ket anezhi, en ur votiñ evit hor Maer kozh hag evit e listenn.
Enebourien ar peoc'h a brometo deoc'h peb seurt traoù kaer, memes marteze d'ober ur porzh-mor en Erge-Vras, gant ur maltouter hag ur "chef de gare". Promesaoù kaer a reont, mes prometiñ ha derc'hel zo daou, ha daou zra disheñvel.
 Ne gredfoc'h ket anezho hag ho-pezo rezon, votiñ a rafoc'h tout-a-bezh evit ar Maer ha n'ho-pezo ket a geuz.
 
Yann ar peoc'h
 
Kemper, moulet e ti De Kerangal.