Nous avons 19 invités en ligne
 
Association Arkae
3 rue de Kerdévot
29500 Ergué-Gabéric
02 98 66 65 99
 

Koñchennoù Lanig Rouz

 
 
Setu amañ koñchennoù Lanig Rouz bet embannet gant Arkae e miz Gouere 2009 dindan ar stumm orin, da laret eo skrivet e brezhoneg e-giz ma vez savaret en Erge-Vras. Evit sikour ar re n'int ket kustum da lenn an doare kernevat da skrivañ brezhoneg, setu an danevelloù bet lakaet er skritur peurunvan.Unan nevez vo lakaet beb sizhun. Evit kaout al levr skrivañ da Cette adresse email est protégée contre les robots des spammeurs, vous devez activer Javascript pour la voir.
 

1. Ar c'hi du ha miz Du

Ma c’hi bihan a zo du eus penn e fri betek e lost, nemet e bav dehou a-raok a zo gwenn. D’an hanter miz eost e oa degaset din gant ma merc’h vihan eus ur gêr war ar maez. Bras e oa-eñ e-giz ur voest sukr.
Brasaet eñ un tammig bihan, bihan eo chomet memestra ; met ar mestr eo deuet d’ober en ti, e-barzh ar c’hav, e-barzh al liorzh.
Dibaoe eo degouezhet miz Du, emañ toud an traoù du er-maez : degouezhet ar glav hag ar yenijenn. Diaoulig, ma c’hi du bihan, bremañ a gav gwelloc’h ar gegin. Al liorzh en deus labouret gant e fri du keit e oa brav an amzer ; na lavar netra dezhañ ken, klask a ra ar wrez. Met ar mestr emañ atav e-barzh al lec’h emañ. Kalz imor a zo e-barzh ma c’hi du bihan.
Ar goañv a zo o tont. Diaoulig na gar ket mont er-maez ken. Du dezhañ, ha du emañ an amzer e-barzh miz Du. Glav a zo ha memes un tammig erc’h an devezh kentañ eus miz Kerzu.
Diaoulig a gav hir e amzer. E-barzh ar gegin ne vo ket laosket da vont, e-barzh al liorzh a vo yen, e-barzh ar c’hav, e-unan, e vo dav dezhañ chomet. Diaoulig ne gar ket beziñ e-unan. E zaoulagad a savar : tristidigezh a weler e-barzh ma leser anezhañ e-barzh gêr, hag e ya an dud kuit eus an ti.
Diaoulig na gar ket ken al liorzh anezhañ. Deuet ar goañv gant ar miz Du – toud an traoù a zo du : ar gwez hag al liorzh a zo du ha noazh, kollet o deus o delioù. Miz Du zo duoc’h-du, gwall yen ha trist, met Diaoulig zo du ivez, met un du yaouank, un du esperañs, un du eus ar vuhez.
War lerc’h ar goañv e teuy en dro an nevez amzer. Ar gwez e-barzh al liorzh o do en-dro delioù, bleunioù a vo en dro ivez, cheuc’h e vo an amzer.

 

4. An devezh lazhañ moc’h   

Dibaoe un nebeut mizioù, ar wreg a vouete kalz gwelloc’h ar wiz kozh ; ober a rae dezhi boued mat : brenn d’eus ti ar bouloñjer, laezh, avaloù-douar ha tout diouzh gwalc’h. Dav e oa d’ar pemoc’h beziñ lart evit kavet kig druz.
 
An devezh bras a oa degouezhet : dour a oa o tommiñ e-barzh ar chidhouarn vras ; war an daol voued, en ti, ar merc’hed o do diblusket ognon ha kignen ; ar wazed o do lemmet ar c’houtilli a oa e-barzh kêr, d’eus an hini vihannañ betek ar gontell vras.
 
An daol vorc’h a oa e-barzh ar porzh ; ar wazed d’ar c’hraou moc’h gant funioù. E-biou he fav e oa paket ar wiz kozh ha stlejet betek ar porzh. Diouzhtu, war an daol gant ar baotred, unan peg e-barzh he skouarn, unan all e-barzh ur pav, unan all e-barzh he lost. Yudal a rae ar pemoc’h met en un nebeut amzer e oa staget he favioù diouzh an daol gant ar funioù. Koaven e oa war he c’hostez, yudal kreñv a rae ar paour-kaezh loen e-giz e ouie petra e oad o vont d’ober dezhañ ; met d’eus he fenn betek he lost un den a oa peg e-barzh.
 
Er penn a-raok, al lazher moc’h fas diouzh penn ar wiz, a dostae beg lemm ur goutell vras he gouzoug, a glaske an takad mat ha gant un taol sec’h a blante anezhi betek an troad e-barzh gourlañchenn ar pemoc’h. Ar gwad a strinke war an douar, daspugnet a vije un tammig evit ober youd gwad.
 
En un nebeut tre a amzer e oa marv ar pemoc’h. Ne oa tamm trouz ebet ken. Sailhoù dour berv vije bannet war ar c’horf marv evit skaotet anezhañ ha kement den a oa aze a gemer ur goutell ha rakañ ar reun. A-benn e oa echuet, kroc’henn ar pemoc’h a oa flour dindan an dorn evel beg ur c’hrouadur bihan.
 
Goude, an daol veze laket kostez ur voger ;  ar pemoc’h e benn diouzh an traoñ hag ar penn-a-dreñv diouzh an nec’h, ar c’higer-moc’h gant e goutell vras a zigore anezhañ d’eus laez betek an traoñ. Ar bouzelloù veze daspugnet e-barzh ur baner ha kaset d’ar stêr e-kichen evit beziñ gwalc’het ha diwezhatoc’h vezint kavet evit ober ar silzig hag an anduilhennoù.
 
Ar gorailhoù e-barzh ur baner all evit beziñ kaset diouzhtu d’ar c’harrdi e-tal an ti. Aze veze lakaet an daol-moc’h hag ar pemoc’h troc’het dre dammoù, an daol naet oa war he  c’horre an tammoù kig en ur penn hag e-barzh ar penn-all al lard hag ar gorailhoù. En ur veilh vihan vezent drailhet ha mesket gant kig druz hag ognon, ar meskad-se, gant e zorn, ar mestr kiger a leunie ur voest houarn, hir ha strizh, reñket brav ; e-barzh forn ar bouloñjer e veze poazhet, an dra-se a oa ur fourmaj rouz dispar.
Lard ha kig druz drailhet gant ar veilh, mesket gant ognon, kignen, pebr ha halen glas a rae al lard sall. Gant ar gorailhoù ha kig druz veze graet ar silzi ha an anduilhennoù ; Ar re-se oa da chom e-barzh ar jiminal e-pad pell amzer a-raok beziñ mat da zebriñ evit an devezhioù bras.
 
An tammoù kig a oa war an daol, melloù tammoù ul lur, marteze div pe muioc’h ; e-barzh ur bailh vezent laket, un nebeut tammoù er foñs ha goude un nebeut dornadoù halen glas ha salpetr, en-dro ur reñkennadenn tammoù kig ha goude halen betek e oa leun ar bailh a-rez ar bord : bez e vo kig-sall mat a-hed ar bloaz.
E-pad an amzer-se ar vugale a yae da gas un tammig kig rost d’an amezeien.
Da goan e-barzh kêr e oa kalz plijadur tañvañ ar c’hig rost fresk, ur pred mat war lerc’h un devezh labour start ne rae ket a zrouk.
 
A-benn ar sul kentañ e vo pedet toud ar gerent tost ha memes ar re all da zont da fest ar pemoc’h ; un devezh bras evit lod da zebriñ kig rost ha fourmaj rouz d’eus ar seurt ne veze ket gwelet alies.
10-04-1974
 

7. Ar foenn

Petra a vije graet en amzer gwechall gant ar muiañ lakadur evit ar foenn ? An dra-se a oa boued evit ur bloavezh ; ma vije daspugnet mat, ar c’hezeg hag ar saout a vo lart : “E-barzh ur gêr vat an ozhac’h a zo treut, met e loened a zo lart”.
Mare ar foenn a zo e miz Even, a-benn emañ an devezhioù an hirañ, eus teir eur eus ar mintin betek unnek eur eus an noz.
A-raok e oa degouezhet ar sklerijenn, ar baotred yaouank hag an dud kreñv ‘yae tram ar foenneg. Pep hini o falc’h war e skoaz hag o c’horn d’-istribilh diouzh o senturenn, e-barzh un dornad geot hag ur bannig dour gant gwinegr, e-touez ar maen-falc’h.
E traoñ ar foenneg e yaent barzh ar prad, e lec’h ar c’hezeg hag ar falc’herez na oant ket evit mont tost, damm e oa re zour : an douar ‘ oa re vlot.
Degouezhet war an dachenn labour, pep den a gemere e vaen ha gober un taol lemm d’e falc’h, a-raok en em lakaat barzh al labour. Ha goude an eil war lerc’h egile gant o vrec’h war-stenn gant o hent, ar geot a gouezhe a daolioù sec’h, ar baotred a stoke o falc’h diouzh ar geot ha da heul etre o zent un trouz evel “a-han” e-giz evit beziñ aesoc’h taolet ar geot war an douar. Ar filzi a stoke ouzh ar geot asamblez evel ur mekanig dispar.
Degouezhet betek ar c’hleuz, pep hini, e falc’h war e skoaz, en-dro d’ar penn all : un taol maen diouzh ar falc’h, en dro d’ar falc’hat e-pad teir eur a vont-dont, se d’an eil penn ar foenneg.

Ar geot ‘ oa ledet war an douar e rizennadoù eeun. Echuet e oa ar c’horn lagenn, ha memes ar penn pellañ toud eus ar foenneg e-lec’h ne oa ken broenn ha hesk a vije daspugnet evit goloiñ ar bern foen barzh al leur pe gouzer dindan ar saout.
Met dek eur e oa, an heol a ziskoache, hag ar gwrez dija a lakae ar falc’herien da vont goustadikoc’h : piv na vezi ket bet skuizh goude pemp eur falc’hadeg ! Int tram kêr da zebriñ lein, ul lein dispar gant vioù fritet, kig-sal, chistr, kafe.
E-pad an amzer-se an ozhac’h ‘ oa e-barzh ar foenneg gant daou loen-kezeg staget diouzh ar falc’herez. En un nebeut amzer ar rest eus ar foenneg, ur c’hrenn tachenn geot ‘ oa taolet d’an traoñ. Goude gant forc’hoù, ar merc’hed hag ar vugale a lede ar geot.
An heol betek an abardaez a rae e labour en ur sec’hiñ ar geot ; en noz, ur c’hwezh vat ‘barzh ar foenneg, c’hwezh ar foenn nevez.
An antronoz vije troet ar foen geot gant forc’hoù pe gant ur mekanik dre gezeg. Ar foenn a oa c’hoazh glas ha memes gleb ‘barzh al lagennoù, dav oa diskouez anezho d’an heol.
Goude merenn vihan, ar foenn a vije rodelloù ha renkennadoù an eil penn d’an egile diouzh ar foenneg. Ha ma vije sin c’hlav, tout an dud, bihan ha bras, kozh ha yaouank, paotred ha merc’hed gant forc’hoù da ober bernoù diouzh ar foenn ; met d’an deiz war-lerc’h, un tammig heol hag ar bernoù oa ledet en-dro.

A-wechoù e-pad meur a zevezh al labour-se : ‘ verner ha leder en-dro.
An devezh evit charreat ar foenn a zegouezhas. Diouzh ar mintin a-raok mare merenn a vije troet pe ledet ar foenn, ma oa bernet. Goude rodellat e ya diouzhtu ar c’harr kentañ e-barzh ar foenneg. Tud a oa deuet diouzh ar c’hêrioù tro-war-dro, tri c’harr gant pep hini daou loen-kezeg.
Gwazed gant forc’hoù hir a daole ar foenn sec’h e-barzh ar c’harr. An hini a oa e-barzh ar c’harr na helle ket chom da ehaniñ : pevar den a daole hep herpel melloù tamm-foenn. Ha labour en doa evit ober ar c’harr eeun, ha ma gouezhe ar foenn a-hed an hent, brud fall a vije graet dezhañ : “Ne ouzes ket ober mat ar c’harr foenn” a vije lavaret d’ar baotred pe d’ar merc’hed yaouank a zegouezhe an taol-se gante. Hag alies e oa gwazhoù dour ha fozioù e-barzh ar foenneg da dreuzañ, an dra-se ne renke ket an traoù evit ar c’harr ma ne oa ket graet peurvat.
A-benn e vije leun ar c’harr, unan diouzh ar baotred a bege e-barzh ar fun hir a oa staget diouzh penn-dreñv ar c’harr ha stlapañ anezhi e penn-a-raok. Ar maout a oa gant an hini a lakae ar fun da gouezhañ etre divskouarn ar marc’h-limon.
Ha goude, tri pe bevar den kreñv da dennañ war ar fun evit stardañ anezhi mat, ur skoulm e-barzh ar c’hravazh ha bannañ anezhi en tu all ; ur frapad all c’hoazh hag ur skoulm e-barzh ar c’hravazh all. Bremañ ar foenn emichañs a chomo eeun er c’harr betek al leur.
Ar charretour a zegouezhe gant ur c’harr goullo, a yae tram kêr gant ur c’harr leun.
Hag ar foenn diouzhtu en-dro e-barzh ur c’harr all. D’e heul, merc’hed hag ar vugale gant rastelli koad a oa o kribañ, netra ne chome war-lerc’h, naet ha glas- brav e oa ar foenneg dre ma yae ar foenn kuit.

E-barzh al leur an nebeut gwazed a ziskarge ar c’hirri, a rae ar bern foenn.
A-raok, plas ar bern oa bet naetaet, an tuchennoù glazenn oa diblantet, an taol skub gant ur valaenn bezv, ha goude e oa graet un dorchenn gant duilhoù keuneud evit d’ar foenn nonpas beziñ war-eeun war an douar, ha chom sec’h;
Dont a rae ar bern uhel, a-raok echuiñ anezhañ e vije beziñ serret : a-benn ar fin vije goloet gant plouz ha hesk evit d’ar foenn beziñ e-barzh an dic’hlav e-pad ar goañv a vo kalz ezhomm eus ar foenn evit al loened.
Dont a rae an abardaez, ar c’harr diwezhañ ‘ oa e-barzh al leur gant ur mell boked derv. Kanaouenn a youc’hadeg a oa, skuizh ‘oa an dud, deuet ‘oa mare koan, poent e oa mont da gemer un tammig repoz en ur zebriñ ur pred mat, en ur evañ un nebeut gwerennoù chistr.
A-benn arc’hoazh e vije dav abred ar mintin mont da falc’hiñ e-barzh ur gêr all. Ha goude ar foenn e teufe an eost.
 
 

12. Ar Sul-Bleunioù

E-pad ar sizhun araok ar Sul-Bleunioù, e pep kêr, toud an dud a virve o c’hortoz an devezh bras da zont. Bep mintin, ar vamm, abred ‘maez d’he gwele a selle diouzh an amzer, ha bemdeiz ar foenneg ‘ oa goloet gant rev gwenn ; yen ha fresk e oa evit miz ebrel.
D’ar gwener, war-lerc’h merenn, ar wreg a naetae ar wetur, o frotañ koar betek ken e lugerne, ha memestra da sternajoù ar marc’h. E-barzh an arbel en ti, pell ‘zo e oa prest an dilhad brav, bragoù, chupenn ha tog an ozhac’h, dilhad voulouz ha koef ar wreg, dilhad ar vugale vihan.
D’ar sadorn abardaez an ozhac’h a skrivelle ar marc’h.
D’ar sul vintin, goude e oa echuet al labour tro al loened, ar vugale oa toud war sav, ar vamm a wiske anezho an eil war lec’h egile : daou baotr, an div verc’h, an hini diwezhañ na valee ket c’hoazh. Nebeutoc’h evit ur bloavezh he doa hi, met hi an hini a oad o vont da ziskouez d’an dud ‘barzh ar vorc’h.
Ar baotred a oa gwisket giz kêr, dilhad ha bouteier lêr re vihan evito ; fier e oant memestra. Ar verc’h vras oa gwisket gant dilhad gwenn hag ur rumm boutoù gwenn gant toulloù brav met yen he doa ar plac’h araok mont kuit, setu a-benn e vije digouezhet er vorc’h n’he dije ket santet he zreid ken anezhi. Pep hini ‘barzh e zorn en doa ur boked beuz pe damm lore.
Pad an amzer-se, an tad, en e wiskamant sul en doa staget ar marc’h diouzh ar wetur. An daou baotr oa pignet a-dreñv e-kichen ar voutenn foenn, ar verc’h ha mont an tu ‘raok, ar vamm ‘barzh en he c’hichen, ar verc’h vihan goloet en ur pallen gwenn barzh he brec’h.
An tad pignet ivez, - ha traoù kuit - a foet war gein ar marc’h, seizh kilometr betek ar vorc’h, kalz kirri oa war an hent, bugale vihan dreist holl e-barzh.
An devezh evit dezho mont er-maez hag evit diskouez anezho d’ar c’herentiezh hag d’an anaoudegezh.
25 a viz ebrel 1976
 
 

13. Ar Yaou gamblit

Setu penaos vez kontet gant Lanig Rouz ar pardon mut, a gase ar birc’hirinerien da chapel Intron Varia Kerzevot da zevezh Yaou Gamblit.

D’ar Yaou Gamblit, ar yaou araok ar Sul Fask  e oa ar c’hiz da zont da Kerzevot heb kaozeal.
Penn da benn an deiz, tud, merc’hed kozh dreist-holl, en em haste war an hent trema ar chapel, o fenn stouet, o daoulagad war an douar evit non pas gwelet an traoù hag an dud a-hed an hent ; ur gomz a zeui maez deus o beg : ar pardon yae da fall, o devezh oa kollet ha memes tout ar bloavezh, ha marteze o buhez !
 
A-benn ‘ vezent e-barzh ar parkeier, a-dreñv ar c’hleuziou, mousoù yaouank a rae trouz, a hope d’ar merc’hed a oa vont e-biou ar founusañ a c’hallent, ha memes ar baotred a gaozee dezho pe d’eus o bugale pe d’eus o c’hêr, peotramant d’eus an amzer : ur gomz bennak e-giz : « brav eo an amzer », « kreñv eo an avel », « erru eo ar glav ». Ma c’hallent lakat ur vaouez bennak da respont,  c’hoarzhadeg ha plijadur e oa e-touez ar mousoù.
E-barzh Kerzevot, ar merc’hed a rae ur bedenn e-barzh an iliz, ha goude veze dav ober tro ar vered war o fenn daoulin ; ur binijenn start ma oa brav an amzer ha sec’h ar geot, met ma oa glav ha gleb an douar, an dra-se rae un taol kaer, ha kalz tud yaouank, an devezh hiziv, ne vefent ket gouest d’ober kement-all. Goude e oa echuet ar binijenn, war hent ar gêr, an teodoù yae en dro, kalz tud a gemere evit o arc’hant. Med evit un nebeut tud, ar re yaouank ar peurvuiañ, an dra-se ne oa ket ken aes.
Ur familh tud d’eus ur gêr tost tre d’eus Kerzevot a yae trema ar chapel a-dreuz ar parkeier, war-lerc’h koan. An noz oa digouezhet, teñval e oa. En ul lammañ an traoñ d’eus ur c’hleuz, ur plac’hig yaouank pemzek vloaz a gouez e-touez ar pri war he fenn glin. “Gast” lavar ar verc’h en ur ‘n em sevel en dro. Kerkent ar vamm a lavar : “ken koulz eo deoc’h mont dar gêr bremañ, ne dalvez ket ar boan deoc’h mont da Gerzevot”. Hag ar paour kaezh merc’h he-unan d’ar gêr en ul leñvañ e-barzh an deñvalijenn. Ar rest d’eus ar familh : an tad, ar vamm hag ar vugale all, paotred ha merc’hed betek Kerzevot evit echuiñ ar pardon. Met an dra a zo chomet evit din-me ur mister : evit petra komz ar vamm ne oa ket ur perc’hed e-giz hini he merc’h ?
 
Un tammig a-raok Kerzevot, en ur zegouezhout war an hent bras, ar  familh vihan en em gav gant ur vandennad tud, paotred ha merc’hed yaouank ; trouz ebet, ur grenn didrouz, met en un taol, ur plac’h a zistamm da c’hoarzhin, ha diouzhtu  an trouz bras e-touez ar re yaouank, trouz da  veziñ klevet d’eus pell.
 
Hini ebet d’eus ar vugale en deus kredet digoriñ e veg, ar vamm ne denne ket he daoulagad kuit anezho. E Kerzevot oant bremañ, un  hanter-eur e-barzh ar chapel, un hanter-eur all tro ar vered, ha goude en-dro trema ar gêr. Ar vugale war-eeun d’an ti ; e-pad an amzer, ar vamm hag an tad d’ar c’hreier evit ober ur weladenn d’al loened. Hanter-noz oa paseet. Ar vamm en ur zigoriñ an nor a wel he daou baotr o kaozeal d’eus an daol voued gant an doaz vara ha plad ar c’hig-sall. Ar vamm da sevel he div vrec’h d’al laez, ha lavaret : Intron Varia Kerzevot ! debriñ kig da wener ar groaz !

4 a viz Even 1975.