Nous avons 25 invités en ligne
 
Association Arkae
3 rue de Kerdévot
29500 Ergué-Gabéric
02 98 66 65 99
 

Troioù-lavar

 
Setu troioù lavar daspugnet en Erge-vras
 
  • AN TREN
Ar marc'h houarn o vont kuit eus an ti-gar Kemper, goustad, goustad...) :
Gisti gasta, paotred Kemper...Gisti gasta, paotred Kemper...(meur a wezh).
O sevel sav Sant ivi, buanoc'h buan
Deus da sikour, deus da sikour… (meur a wezh).
Buan tre, war an disken etrezek Rosporden :
N'eo ket dav, n'eo ket dav…. (meur a wezh).
  • AN AMZER
Kurun Kastellin,
Chom e barzh ho park ma'z out fin,
Arnev Kastellin,
Chom barz' labour betek ar fin.
Arnev Konk,
Kerzh d'ar ger ha serr an nor promp.
Arnev Kor',
Lamm b'an ti ha serr an nor war ho korr'
  • A-BEB-SEURT
Hennezh 'neus tremened Pont ar C'hleuyou.
Staotañ gant ar vezh dreist tour Sant Kaourintin.
Amañ a zo traou,

ha n'int ket deuet tout deus pardon Lokmaria.
An hini a gac'h div wezh bemdeiz, ne vo morse pinvidik anezhañ