Témoignage sur la mine d'antimoine de Kerdevot

Jean René EVEN

 

Ce texte est extrait de la revue bilingue « Evid ar Brezhoneg ». Il fut publié en 1975.
Il contient une brève introduction sur l’histoire de la découverte de l’antimoine à Kerdévot.
Il se poursuit par l’interview d’un ancien mineur Jean-René Even  qui habitait Kerroué-Kerfeunteun mais qui était originaire d’Ergué-Gabéric.

 

E 1911 eo, ez eo bet diskoachet, dre zegouezh, an danvez-mañ: ar stibiom
(antimoine), e Kerzevod, en Erge-Vras, e-kichen Kemper. Un deiz ma oa tud ar gêr o tennañ mein er parkeier, ez eus bet kavet unan a oa ponneroc’h eget ar re all, ha den ne ouie perak. E-pad ur mare, e voe implijet ar maen-se gant paotred ar vro evid c’hoari da biv e oa an hini kreñvañ da zibradañ anezhañ. Un deiz avat, e voe torret a-dammoù, tammoù liv glas, lintrus. Perc’henn an douaroù a c’houlennas gant ur mignon dezhañ, barrek war ar vaenoniezh, petra a oa anezhañ : stibiom oa. Ha setu ma krogas ar pigelloù hag ar palioù da dennañ douar ha da gleuzañ er vengleuz. Tregont micherour ha goude ouzhpenn hanter-kant a zeuas da labourat e-barzh. An holl ne oant ket eus ar vro, Spagnoliz a oa zcken, med kalz anezho a oa eus kichen Kemper, evel Yann Even eus Kerfeunteun. Harz-labour zo bet ur wech e-touesk ar vengleuzerion a laboure evid ur gompagnunezh eus Paris. E 1916, ez echuas ar c’havr a gase an douar d’al laez da voned en-dro, E 1921, e krogas al labour adarre, beteg 1928. Abaoe ne vez ket mui tennet netra eus mengleuz Kerzevod.
 
Yann Even Pevare e oac’h o labourat aze ?
A-raok ar brezel pevarzeg e oa, ha ne oan ket tregont vloaz c’hoazh, ha bremañ on dek ha pevar-ugent. Aet on kozh, paotr ! E-pad daou vloaz ‘m eus labouret aze.
 
Eus pelec’h e oa an dud laboure ganeoc’h ?
Me zeue eus Kervern, med an holl ne zeuent ket eus an Erge-vras. Bez e oa estrañjourion ivez, eus Sant-Malo, eus ar Frañs ha Spagnoled a oa : Unan eus an toulloù er vengleuz zo bet anvet ToulI ar Spagnoled.
 
Hag al labour, penaos e oa?
Penaos e oa an devezh ? Ni a laboure e-pad seizh-eizh eur, med noz-deiz e laboure an dud, ha teir bandennad a oa. Me groge diouzh an noz ha betek ar mintin e labouren er vengleuz. E-giz-se e oa tu din ober war-dro ma zi-feurm e-pad an deiz. Tennañ douar a veze graet ganeomp hag e-barzh e oa ar stibiom. An douar-se a zeue d’al laez gant ar c’havr.
 
Ha peseurt liv e oa ar stibiom ?
Liv glas e oa, tost du. Ha goude, ne ‘m eus ket soñj re vad da belec’h e veze kaset. Aet on disoñj, paotr ! Da vro Maien gant an tren, me ‘gav din.
 
Penaos e oa an traoù e-barzh ar vengleuz ? Don e oa ?
Ur siminal a oa da ziskenn d’an traoñ hag aze ne oa ket sklaer, me ‘lavar dit, paotr. Med ut letern a veze gant peb hini, a yae en-dro gant karbur. Ya ‘vad. Don e oa, daou pe dri kilometr dindan an douar, tre beteg kêryann, ma ouzoc’h pelec’h emañ.
 
Ne oa ket dañjerus ?
Ne oa ket, nann. N’eus ket bet lazhet den morse. Ni ‘laboure evel gozed ha dour o tiverañ e peb lec’h Med ne oa ket paeet fall.
 
Pegement a veze roet deoc’h d’ar mare-se ?
Ne ‘m eus ket sonj, paotr. Kollet ‘m eus ma envor …war-dro ugent real evid an devezh.
Med paeet mat a-walc’h e oamp hag un tamm bara a veze roet deomp ive. Med kig-sall ne oa ket, nann.
 
Hag abaoe, an traoù zo cheñjet kalz ?
Ya ‘vad ! cheñchamant zo, sur al labour n’eo ket mui ken start hag a-raok. Mekanikoù zo bremañ e peb lec’h ha traktourien e-lec’h kezeg.
 
Hag an dud, cheñjet int ivez ?
An dud ? A, ya, kaezh N’int ket sirius ken. Gwechall e oa gwelloc’h an dud eget bremañ. Bremañ int aet elektrik ! Ar rod a dro re vuan.
 
Dastumet ha renket gant
Yann-Kel Kernalegenn,
niz bihan da Yann Even