Trec'h ar garantez (Raklavar)

 
Setu raklavar al levr divyezhek bet embannet e 2013 gant Arkae. Skrivet eo bet gant Bernez Rouz.

Dizoloet ‘m eus Jean-Louis Rozeg gant levr Francis Favereau Antologiezh al lennegezh vrezhoneg. Dre ur pennadig tennet eus ar romant Trec’h ar garantez em eus lennet e komze eus va farrez genidik An Erge-Vras.
Kerkent ha prenet al levr e oa sklaer e ouie an den eus doareoù va hendadoù. Sed ‘m eus klasket roudoù eus an den ha kavet ‘m eus er c’hannadig parrez ha pelloc’h e dornskrid ar person.
 
Jean-Louis Rozeg a oa misionaer eus urzh Sant Jakez a Montfort. Mont a rae da brezeg misionoù un tamm pep lec’h er vro. Derc’hel ar feiz, derc’hel ar yezh, derc’hel ar gizioù kozh, evitañ kement-se a yae asamblez.
 
Paotr ar feiz e oa, hag ur feiz kreñv ha kalet e-giz oa bet desket dezhañ en e vro gatolik Bro Leon. Ganet eo bet e Ploueskad e 1898. Ur gronikenn « An taol Lagad » a skrive kazi beb sizhun er gelaouenn « Breiz » savet gant Yves Le Moal, ur gelaouenn kristen e brezhoneg. « Ar relijion da gentañ, eno eo emañ ar silvidigezh rak eno emañ ar wirionez hag an dever »[1].
Stourm a rae evit ar skol gatolik hag a-enep ar skol lik : « Ar skol laik a zo galvet da vezañ magerez ar spered komunist, da vezañ skol ar revolusion »[2]. Goulenn a rae e vije an div skol heñvel ouzh al lezennoù : « Pegoulz e vezo skolaerien Bro C’hall evit ober katekiz er skolioù ? Pegoulz e vezo gwelet skolioù katolik paeet gant ar gouarnamant nann gant ar Gatoliked o-unan ? »[3]
Difenn kreñv a ra ar reolenn divyezhek er skolioù, da laret eo implij ar brezhoneg gant ar vugale evit deskiñ dezhe ar galleg, o sentiñ e-giz-se d’an Ao. Eskop Duparc : « Il est inadmissible que des élèves bretons quittent une école libre urbaine ou rurale sans savoir le Breton »[4]. Skrivañ a rae dija e oa fall stad ar brezhoneg er bloavezhioù tregont:
« Biskoazh n’eo bet ken tost d’e varo ha ma ne deuer ket prim war e sikour emañ graet gantañ da viken »[5].
Petra sonjfe hiziv, pag eo adembannet e benn oberenn Trec’h ar Garantez. ? Ur romant a dalvez dreist holl evit taolenn ar vuhez sokial e Breizh Izel pa oa brezel ar skolioù o ren. Tud an Erge a gavo ouzhpenn taolenn vev ur match mell-droad eus ar Baotred Dispont ha skeudenn an Aotrou Bolloré, rener ar Veilh Baper, madoberour ar barrez.
 
 

[1]  Hervez Yvon Tranvouez : « Dictionnaire du monde religieux dans la France contemporaine » P. 372.
[2] « Breiz » 7 a viz Ebrel 1929.
[3] « Breiz », 22 a viz Mae 1932
[4] Programme breton imposé par Mgr Duparc aux écoles chrétiennes de Quimper et de Léon. E « Breizh » 16 a viz meurzh 1930.
[5] « Breiz » 3 a viz Gouere 1932.