Gwerz an Ivantor
La loi de séparation de l'église et de l'état est votée le 9 décembre 1905. Dès le 9 décembre, le Conseil de fabrique envoie la protestation suivante : « Nous remettrons les biens de notre fabrique paroissiale qu ‘à l’évêque de Quimper ou à son délégué, et protestons à l’avance contre toute dévolution qui serait faite de ces biens à n’importe quelle association malgré nous et en violation des lois de l’église ».Les choses se corsent le 2 mars 1906. Le préfet ordonne l’inventaire des biens de l’église dans un climat quasi insurrectionnel. La complainte de l’inventaire (Gwerz an Ivantor » nous donne le détail de la journée.
1
D'eus a lein an neñvoù Taolit warnon ur sell M’ho ped,spered santel Roït din ho krasoù 2 C’hwi Sant Charlez, m’ho ped, Dre ma’z hoc’h va faeront Kennerzhit va spered Ha tommit va c'halon. 3. Roït din an talanchoù Pere am-eus ezhomm 'Vit displeg 'n torfejoù, Erruet er c'hanton 4. Dre urzh 'n Aotrou prefed Kerkent ha goulou deiz 'N iliz dle be'añ kelc'het E-barzh bourc'h An Erge 5. Dre ma oa un torfed, Ar pezh e-noa d'ober Abred ' oant partiet D'eus ar ger a Gemper. 6. Ar jañdarmetennoù 'N em lakas da gargañ, Dirak maner ar c'hleuzioù 'Vit mont buanoc'h c'hoazh. 7. 'Vel ur bouted kelvez, O gwelet oa eskamm Entrel e bourc'h Erge Holl oant dre an daoulamm. 8. Adjudant ar c'harter Me a gred o lakas Pemp kichen peb skalier O sabrinier en noazh 9. 'Raok m'erruent e ker Oa klevet ur c'horn-boud Ha mouezh trist ar c'hleier Evit ober da c'hout 10. Tud a feiz, a galon 'Vel poulzet gant 'n avel foll D'ansav o relijion yelas 'n iliz 'n un taol. 11. Si vis pacem pax bellum Raktal an norioù oa prennet Ar re-se oa komzoù Samson Pa gombatas ar Filistined. 12. Gwraged Kerfrez ha Lezerge Vije stropet gant ur chadenn, Ha konduet da Gemper goude, Pa 'nefe urzh ar c'habiten. 13. Klasket 'n oa mont er vered, 'Vit sikour ar re-all, Goude ma oa bet kelc'het Dre urzh an dud fall. 14. Kouezhañ 'rae kalzik glav Pa 'n em gavas ar c'hontroler Gant daou zen gwisket divalav Hag ivez ur c'homiser. 15. Daou gantonier oa prezant 'vit servij da destoù dre urzh ar gouarnamant Gant aon da goll o flasoù. 16. N'eo ket ret be'añ difisil 'Vit ober ur seurt micher Ober rankont soubenn vijil C'hwec'h real bemdeiz 'zo dister. 17. Neuze ar c'hontroler er penn 'Vel ur vandenn tud nec'het A yaent da zispleg o lezenn Kichen dor ar porched. 18. Eno, e rankent selaouet Div brotestasion Hini Jañ-Mari Nedeleg Hag hini an Aotrou person. 19. Boñjour, eme ar c'hontroler Me c'houl an nor digor Me 'zo deut a Gemper 'Vit ober 'n Ivantor.
Komzoù 'n Aotrou Person 20. Choazet on gant Doue, 'Vit prezek e lezenn, Ne c'houzantin morse 'N digor ne 'po biken 21. 'Vel person ar barrez, Me 'ra deoc'h un ali C'hwi ' ra ur fallagriezh Lako dichañs en ho ti. 22. Kalon 'po da brofaniñ Ti redemptor ar bed : Potius mori quam foedari Ne drec'hoc'h biken bretoned. 23. Meur a iliz 'zo bet ruiet Gant gwad kristenien fidel 'n ur gombatiñ frañmasoned O tifenn al lec'hioù santel 24. Herodias en oa goulennet, Dre un ali treïtour Vije laket war un asïed Penn sant Yann Badezour. 25. Sant Laorañs, Sant Sebastian O doa gouzantet ar marv Kentoc'h evit mankout d'o lezenn Breizh 'ra kalz enor dezho. 26. Ar profed Isaï, gwechall Oa heskennet dre an hanter Dre ma oa vel kallez all Bepred fidel d'hor salver 27. Ar vaouez Machabe Hag he seizh krouadur Sant Eleazar goude-se Zo bet merzherien pur 28. D'ar marv seurezed zo aet Hervezh lavar an istor Amzer Robespier me gred 'N ur ganañ ar "Veni creator". 29. A-viskoazh zo kombachoù A-viskoazh zo brezel Ar c'hentañ oa en neñvoù Gant arme sant Mikael. 30. Pere en doa kombatet Drouk-Aeled Lusifer Dre ma oant 'n em revoltet A-eneb d'o c'houer. 31. Gant an intañvez Judit Ar jeneral Holofernes, A oa dibennet e publik dre ma oa ur païen didruez. 32. Tobi pa yeas da gousket A oa un den dispar A-benn ma oa dihunet E oa dall pebezh glac'har. 33. Nabukodonozor, ur roue 'N oa graet ur statu vras Ur menik a-berzh Doue Kerkent her bruzhunas. 34. Galloud ar frañmasoned Zo ivez memestra Ar re-se vo diskaret Pa soñjint an nebeutañ. 35. Dre c'hras ar brofeted Me am oa douetañs, C'hwi pije sikouret Disenoriñ ar Frañs. 36. War Menez Sinaï gwechall, Oa lennet an dekalog, Me ho ped da studial An dekved artikl 'vit o lod. 37. Ar bloavezhioù a dremeno, 'vit skoazellañ ur seurt lezenn, O brud fall bepred a chomo, E-touezh ar bobl kristen.
Komzoù Jañ-Mari Nedeleg 38. E anv "Conseil" ar fabrik Me lavar a-vouezh krenn En desped d'ar republik Ni chomo kristenien. 39. Me lavar e Brezhoneg Ma faot deoc'h ivantoriñ C'hwi 'peus netra da welet Pep hini zo mestr en e di 40 Gant rezon ne c’houzantin ket Hon iliz gant e holl madoù Vefe estimet ha prizet Roet deomp gant hon tadoù. 41. Vel hon tud kozh, ni zo fidel Lezomp a-gostez hon anken D'an iliz ha da Vreizh-izel holl tud erge savomp hor penn |
42. Na pegen kaer eo hon iliz Gant un tour-mein kizellet Amañ kozh ha yaouankiz Holl hon deus tremenet. 43. Sevel a ra dreist an douar E benn echuet gant ur groaz Dreist an drubuilh hag ar glac'har Gwern burzhudus dreist ar mor bras. 44. Pet paotr mat zo bet gwelet En amzer vremañ ha gwechall Dre an nor-dall frank digoret O tougen banniel Sant Gwenal. 45. Pet kristen mat vez joaïus Pa wel d'eus an tourioù An dud o tont niverus Vit asistañ en ofisoù. 46. 'N ur vont war-zu joa an eured E vez klevet forzh kalonoù Pe tristidigezh ar vered o skeïñ beb sort poulzadennoù. 47. Dre ma oa da Zoue fidel E harzhik ker Babilon Oa taolet ar profet Daniel En ur foz e-touezh seizh lion. 48. Habakuk, den a galon Dre ur vlevenn gant un Aël Oa douget betek Babilon Vit kas boued da Zaniel 49. Bev a-benn seizh devezh goude daniel a oa sortiet Ken souezhet oa ar roue Ma oa 'n em gonvertiset. 50. Josue dre ur mirakl dispar Evit hiraat an deiz Harpas an heol hag al loar Evit avantach e arme. 51. Na pegen kaer oa gwelet Uc'h ar gerik Gabaon An heol a oa harpet Al loar uc'h Aialon. 52. Mar gallfe ar spered furchal hag ar planedennoù lennet Sekrejoù don ar vein gwechall Vefe kurius bras da glevet. 53. C'hwi rento kont 'eus an drama Da zoue e traonenn Josafat Pa sono ar varn diwezhañ 'Vit separiñ ar fall d'eus ar mat. 54. Morse 'm eus graet mechantiri Na d'am mamm na d'am zad Mes ma faot deoc'h ivantoriñ Me a gred c'hwi 'po koat. 55. Neuze ar c'homiser Judik A respontas en ur grenañ E anv ar republik An nor vo drailhet memes-tra. 56. Daou zen oa gant loc’hoù Da heuilh ar c’hontroler Evit drailhañ an norioù O min a verke sklaer. 57. O jiletenn a oa re verr Na pegen strizh oa o bragoù O roched, mat d’ar pilhaouer, Ha kalz re hir oa o botoù. 58. Me gred e oant ofiserien, D’eus kompagnunezh an heol, Gwech e klaskont an aluzenn, Gwech labouront ‘vit Per ha Paol. 59. Kerkent ma oa eizh eur sonet, E komañsas an taolioù, War dor an iliz beniget, En desped d’an daeloù. 60. Me c’houlenn war ma daoulin, O ? pa soñjan, na tra iskis ; Ne welin mui ur seurt krim, Drailhañ dorioù hon iliz. 61. Heb respet ‘vit ar re varv, Un nebeut jañdarmetennoù, C’hoant dezho d’ober o faro A savas war ar bezioù. 62. Neuze oa bet ur boulzadenn, Gant un niver bras a dud A forsas anezho da ziskenn, Didrouz ‘vel ma vijent mut. 63. Goude ma oa drailhet an nor, Gant paotred ar c’hontroler A soñje dezho kaout digor, Mes diouzhtu oa ur voger. 64. Pa oa foeltret ar voger, Int a soñje, oant paotred vat Mes n’oa ket echu an afer, Goude oa treustennoù koat. 65. Pa sonas kreisteiz e ker, E oant klevet o c’houlenn dour Diouzhtu oa aet ur mesajer Da Gemper da c’houlenn sikour. 66. Raktal ar prefed Colignon C’hortoz keloù, pad ar mintin, Ro urzh da gas ur vatailhon Hag ar c’homandant Quentin. 67. Pa erruas ar soudardet, Gant o munisionoù, Evit daou zevezh ganto boued, Ha me gred kartouchennoù. 68. Ouzhpenn pevar c’hant anezho Unan bennak d’eus ar barrez, Kazi holl pa soñjent en o bro, War o bizach oa tristidigezh. 69. Un tabouliner oa plaset, Evit son teir abadenn, Ar c’homiser ‘n oa goulennet Digor e anv al lezenn. 7O. Kerkent, vel ur mesajer, Ar c’hoñseilher jeneral A savas war ur voger, Evit iñploriñ ha suplial. 71. << E anv, kristenien ar c’hanton, Eme an Aotrou Servigny, Me lavar a-greiz kalon, Paotred kalet poent eo echuiñ.>> 72. Karet gant an dud a-feson, E gomzoù oa selaouet, Ha memes an Aotrou Person, ‘n oa truez d’eus ar soudardet. 73. Ar peoc’h oa bet sinet, Diwezhat d’eus an abardaez ; Goude , ivantor a oa graet, E Kerdevot ha Sant Gwenole. 74. Ur jañdarm, heb damantiñ, E brieg oa bet gwelet, Pa oar aet da ivantoriñ, Kriz e keñver ar merc’hed. 75. Ur vedalenn aour ‘n oa bet, Ha memes unan militer, Un nebeut taolioù war e veg, Hag ar votez en e revr. 76. An neb a vez lous e fri, Koulz en Erge hag e Brieg, Hervez ma lavar pep hini, Vez anveet merc’hiek. 77. Enor da Vreizh da viken, diskouezet en deus sklaer, Ez int d’eus gouenn ar verzherien, Ha fidel d’hor salver. 78. Un nebeut kristenien vat Zo bet klozet er prizonioù, Dre ma ‘n oa dalc’het mat O tifenn an ilizoù. 79. Pennarun hag Ar Gall, D’eus paotred kalet Brieg, D’eus Landelo oa un all, An Aotrou kure Dantec. 80. E parrez Tourc’h ur marichal, Hag ar Roue oa chadennet, Evel ar sent gwechall, D’ar prizon oant kunduet. 81. Aotrou kure Langolen Piedoye, e anv mat, Dre ma oa start d’e lezenn, Zo bet er prizon ur pennad.
Diskan Enor da gristenien Arvor, Koulz en deiz hag en noz int sur da gaout digor, Gant Sant Per ar baradoz ! |