Ar Stangala (1941)

 

E-pad an hanv 1941 Andre Guilcher, kelenner e lise Naoned a zeuas d'An Erge Vras evit sevel e fri war un darvoud dic'hortoz e bed an douaroniezh Stankenn an Oded eus Griffones betek Treoded. N'eo ket forzh piv an den en deus tremenet un doktorelezh war an douaroniezh e 1947 diwar-benn torosennadur Breizh ar c'hreisteiz etre Beg ar Raz hag aber ar Gwilun. Deuet eo eo goude-se da vezan kelenner e skol veur Nancy, La Sorbonne ha Brest. Brezhoneger e oa a orin eus an Enez Sun, sed ma noa skrivet e bennad er gelaouenn Arvor e 1942.

Le Stangala qualifié par Louis Le Guennec comme « Le plus extraordinaire paysage terrien de Cornouaille » n’a été étudié par les Géographes que relativement récemment. André Guilcher y a consacré quelques pages dans sa thèse « Le Relief de la Bretagne méridionale de la baie de Douarnenez à la Vilaine ». Ce Sénan, agrégé de géographie est professeur au lycée de Brest avant la guerre. Mobilisé, blessé au front près de Sarreguemines en février 1940, il reçoit la Croix de Guerre pour son courage. Revenu en Bretagne, il est nommé au lycée de Nantes ou il prépare sa thèse de doctorat. C’est ce qui l’améne à visiter notre Stangala pendant l’été 1941. Passionné par la Bretagne il écrit son périple en breton dans le journal « Arvor ». Il publiera toujours en breton un ouvrage de géographie sur les vallées marines et les gouffres de l’Océan (Kaniennoù ha traoniennoù mor). C’est cet écrit rare sur le Stangala que les Brezhonegerien Lestonan ont traduit ici. André Guilcher (1913-1993) est un des grands spécialistes mondiaux de la morphologie littorale. Il a enseigné dans les universités de Nancy, de la Sorbonne et de Brest.

 

Tro-dro da Gemper, n’eo ket an troioù-bale plijus eo a ra diouer. Neblec’h all e Breizh, marteze, n’eo glasoc’h ha dousoc’h ar maezioù eget e Bro Gerne. An Oded betek Kombrid, ar Steir, ar Stangala[1] a zo kement a draonienn koadek a zo un dudi tremen enno unan eus devezhioù tomm an hañv.
 
Brudet eo dre wir abeg, ar veaj eus Kemper da Venoded ; brudet nebeutoc’h eo ar Stangala o vezañ m’eo kalz diaesoc’h bale drezi. N’ez eus hent bras ebet ouzh he zreuziñ : didrousoc’h ez eo evelse e gwirionez hag evel ma lavare an Ao. Gwenneg – Doue d’e bardono- a anaveze hag a gare kement Bro-Gerne, ne c’hell ket ar c’hirri-dre-dan tremen dre eno da lakaat an aer da flaeriañ gant c’hwezh an esañs devet.
 
Evit mont d’ar Stangala ez aimp kuit, c’hwi d’am heul diouzh Kemper beure mat. E-lec’h mont war-eeun dre Guzon pe dachenn foutbal Keruhel, e vo gwelloc’h kemer hent Landudal : bale ur pemp kilometr ha tregont bennak a zo eus ar gwellañ evit cheñch aer d’ar skevent.
 
Hent-houarn Rosporden tremenet e pigner tamm-ha-tamm betek Lestonan a-dreuz parkadoù douar druz. Tourioù an iliz veur e harzh ar Fruji a ya war zigreskiñ e vogidell-vintin damdeuzet enni traoniennoù ar Jed hag an Oded hag e tizher dizale ur gompezenn uhel war-dro pemzek metr ha kant, ha pignat goustadik war-du Kore ha Brieg. N’emaomp ket gwall bell diouzh ar Stangala, met n’her gwelomp ket c’hoazh koulskoude. Setu avat un diskenn : aze emañ an Oded hag e tegouezomp gant ur pont kozh goloet a c’hlasvezh. Echu eo ganeomp an hent aes : emaomp o vont da zistroiñ da Gemper a-dreuz pradeier ha parkeier.
 
Karadek ha peoc’hus eo traonienn an Oded dre amañ. War an tu kleiz ez eus ur « roz » da laret eo ur grec’hienn serzh ha koadek. War an tu dehou, avat e XXXar tamm-ha-tamm an torgennoù etrezek an hanternoz.
 
A-benn ur pennadig emaomp dindan bolz teñval ur c’hoad-sapr. Dre zindan ar gwez ez eus un hentig dudius oc’h heuliañ ur ganol a gas dour an Oded da vilin vras Bollore a vez graet enni paper sigaret anavezet gant an holl. Kluchet eo an uzin e donig-don an draonienn, kelc’hiet a-bep-tu gant ar c’hlasvezh ; ha biskoazh n’eo bet louzet nebeutoc’h an natur gant labour an den.
 
Ar ribl kleiz a zeu da vezañ serzhoc’h-serzhañ e Grifonez[2]. An Oded a rede betek amañ war du ar c’hornog a dro en un taol war du ar c’hreisteiz. Un arvest dispar eo diouzh an uhelennoù pevar ugent metr a-zioc’ h ar stêr, gwelout ar stêr-se oc’h ober ur gildroenn vras hag o lammat war ar c’herreg. E Grifonez eo e tizhomp ar Stangala vras. Hiviziken ez eo ken uhel an daou ribl. Betek milin ar Penn-C’hoad, a-hed tri-c’hard lev bennak e tiskenn ar stêr eus ur metr ha daou ugent a-uhelder da zek hebken.
 
Un nebeut bloavezhioù a zo e reas an ijinourien o soñj da sevel ur chaoser bras e-kichen milin ar Penn-C’hoad. Ul lenn a vije bet neuze el lec’h m’emañ bremañ ar Stangala evel an hini a zo e Gwerledan war ar Blanwezh. Elektrisite a vije bet e-leizh evit Kemper ha Kerne-Izel a-bezh.
 
N’eo ket bet kaset ar soñj-se da benn avat, n’ouzon dare perak. Ar Stangala a zo atav ar Stangala, ur stêr herrek ha birvidik. Stangala Vras da gentañ, meurdezusoc’h ha gouesoc’h ; Stangala Vihan da c’houde gant koadouigoù ha gwenodennoù, ma kar Kemperiz mont da vale ha ma klever e-pad an hañv c’hoarzhadennoù ar vugale o c’hoari toull-kuzh : an div Stangala leun a zluzed, darempredet gant pesketaerien c’houiziek al « lancer léger ». Etre uhelennoù Beg ar Menez ha chapel Sant Gwenole ez eo e gwirionez ar Stangala ur baradozig dic’hortozet.
 
E milin ar Penn-C’hoad eo echu hon tro-vale. Diouzh tu Kemper ez eo kalz ledanoc’h an draonienn. Hebdale e vezimp e kompezenn tachenn Geruhel. Amañ e tegouezh an Oded hag ar Jed an eil gant egile. Ha ne deo kompezenn Geruhel nemet kendalc’h traonienn ar Jed ken eeun adalek Sant-Ivi.
 
Ma ‘z oc’h un tammig furcher e c’houlennot ouzhin goude ar bale-se : Perak n’eo ket heñvel atav traonienn an Oded eus Landudal betek Kemper ? Perak ez eus da gentañ muioc’h a sav gant unan eus ar ribloù eget gant egile all ? Perak da c’houde, e red ar stêr dre wask torgennoù uhel ar Stangala ? Perak ivez ez eus kement a dizh gant an dour o redek dre wask reier ar Stangala ? Perak erfin ez eo ken ledan traonienn ar stêr habaskaet en-dro goude milin ar Penn-C’hoad ?
 
Eeun eo an abegoù. Da gentañ holl e rede an Oded war gompezennoù uhel Beg ar Menez, Sant Gwenole, Lestonan, kalz uheloc’h eta eget bremañ ; tamm-ha-tamm, dre forzh krignat ha dispenn eo diskennet er c’hompezennoù-se. Ar garregenn avat, n’oa ket ken kalet e pep lec’h . A-raok Grifonez e kaver maen greunek (pe granit) war an tu kleiz, ur seurt maen kalet ha fetis eo. War an tu dehou er c’hontrol e kaver dreist holl maen-sklent (pe chist) : kalz boukoc’h eo. Rak-se ez eo bet dispennet buanoc’h ar ribl dehou eget ar ribl kleiz. Etre Grifonez ha milin Penn-C’hoad e kaver maen-greunek diouzh an daou du : n’eo ket souezhus eta gwelout torgennoù uhel diouzh an daou du ha kement a gerreg o virout ouzh an dour da redek. E-kichen Kemper erfin emañ adarre an Oded er maen-sklent evel ar Jed adalek Sant-Ivi ; maen bouk adarre, traonienn ledan adarre.
 
Kalz plijusoc’h e vije an troioù bale ma c’helljed gouzout atav perak emañ an traoù evel m’emaint. Gwelout maezioù brav a zo mat. O c’hompren a zo gwelloc’h. Mar doc’h eus Kemper kit ta betek ar Stangala. Sellit en-dro deoc’h ha klaskit kompren. Ne po ket kollet hoc’h amzer.
 
Lan Devenneg
(André Guilcher)


[1] Pe Stank Ala, nepell diouzh milin Vollore emañ ar feunteun lec’h vez enoret Sant Ala pe Alar a zo anveet bremañ Stangala. N’emañ ket aze avat met pelloc’hik e tu ar sav-heol. Stank pe stankenn a vez graet e Bro Gerne eus un draonienn.

[2] Diouzh ar pezh a lavar ur marvailh e oa ur grifon o chom eno gwechall, da lavarout eo ur mell aerouant spontus a lonke ar merc’hed yaouank.