Koñchennoù de Lanig Rouz en breton unifié/peurunvan

Setu amañ koñchennoù Lanig Rouz bet embannet gant Arkae evit ar wech kentañ e 2009 hag adembannet e 2022 dindan ar stumm orin, da laret eo skrivet e brezhoneg e-giz ma vez savaret en Erge-Vras. Evit sikour ar re n'int ket kustum da lenn an doare kernevat da skrivañ brezhoneg, setu an danevelloù bet lakaet er skritur peurunvan gant un nebeut notennoù evit gerioù rouez diaes da gaout er geriadurioù. Ouzhpenn e dalvoudegezh evit an istor lec'hel e kaver e testeni Lanig Rouz, ur guchennad troioù lavar eus Bro C'hlazig a ro blaz d'e vrezhoneg gwriziennet mat.

Voici les koñchennoù de Lanig Rouz transcrits en breton unifié pour aider tous ceux qui pourraient trouver des difficultés à lire l'édition originale. Nous avons ajouté quelques notes pour des mots ou des expressions spécifiques au pays Glazig. Ce beau témoignage de la vie rurale dans le pays de Quimper se double d'un intérêt linguistique certain, puiqu'il est écrit dans un breton très proche du breton parlé, il est truffé d'expressions originales qui font la beauté du texte et qui donne tout son sel à un breton authentique, tel qu'il se parlait dans les années trente.

Treuzskrivadur ha notennoù diwar labour Nikol ha Mari-Kristin Rouz, Yann Gwilhamot, Bernez Rouz.

 

1. Ar c'hi du ha miz Du

Ma c’hi bihan a zo du eus penn e fri betek e lost, nemet e bav dehou a-raok a zo gwenn. Da Hanter-miz-eost e oa bet degaset din gant ma merc’h vihan eus ur gêr war ar maez. Bras e oa-eñ e-giz ur voest sukr.
Brasaet eñ un tammig bihan, bihan eo chomet memestra ; met ar mestr eo deuet d’ober en ti, e-barzh ar c’hav, e-barzh al liorzh.
Dibaoe eo degouezhet miz Du, emañ du toud an traoù er-maez : degouezhet ar glav hag ar yenijenn. Diaoulig, ma c’hi du bihan, bremañ a gav gwelloc’h ar gegin. Al liorzh en deus labouret gant e fri du keit e oa brav an amzer ; na lavar netra dezhañ ken, klask a ra ar wrez. Met ar mestr e vez atav e-barzh al lec’h e vez. Kalz imor a zo e-barzh ma c’hi du bihan.
Ar goañv a zo o tont. Diaoulig na gar ket mont er-maez ken. Du dezhañ, ha du emañ an amzer e-barzh miz Du. Glav a zo ha memes, un tammig erc’h d'an devezh kentañ deus miz Kerzu.
Diaoulig a gav hir e amzer. E-barzh ar gegin ne vo ket laosket da vont, e-barzh al liorzh e vo yen, e-barzh ar c’hav, e-unan, e vo dav dezhañ chom. Diaoulig ne gar ket bez' e-unan. E zaoulagad a savar : tristidigezh a weler e-barzh ma lezer anezhañ e-barzh ar gêr, pa ya an dud kuit eus an ti.
Diaoulig na gar ket ken al liorzh anezhañ. Deuet ar goañv gant ar miz Du – toud an traoù a zo du : ar gwez hag al liorzh a zo du ha noazh, kollet o deus o delioù. Miz Du  a zo duoc’h-du, gwall yen ha trist, met Diaoulig zo du ivez, met un du yaouank, un du esperañs, un du eus ar vuhez.
War-lerc’h ar goañv e teuio en dro an nevezamzer. Ar gwez e-barzh al liorzh o do en-dro delioù, bleunioù a vo en-dro ivez. Cheuc’h e vo an amzer.
Diaoulig en do c’hoazh kalz plijadur o labourat : tennañ ar geot barzh ar glazenn gant e zaou bav a- raok, hini gwenn, an tu dehoù, hini du an tu kleiz. Tud an ti, a re zo bet o hadañ ar geot, ar bleunioù pe al legumachoù a hopo war bouez o fenn. Diaoulig du a zello devouto, hag e zaoulagad a lavaro : bet m’eus bet ac’hanoc’h c'hoazh ur wech all.
Dont a ray en-dro an nevez amzer, an amzer vrav, al lapousoù vihan a gano el liorzh ha Diaoulig a gaso dezhi ’dro.
2/12/1973
 
Notennoù
1. Lapousoù : pluriel de lapous oiseau. Lapous se dit dans le pays glazik et labous dans le pays bigouden comme dans le Léon. Le pluriel Lapousoù est étonnant, on attend plutôt Lapoused. Le suffixe -ed désigne les êtres animés, le suffixe -où, les choses.
2. Kas dezhi : Kas an ton, klask e blijadur, c'hoari e doull-reuz.
 
 
2. D'ar foar gant ar c’harr-skaoñiet

Da bemp eur diouzh ar mintin, e oa Yann war-sav, evit reiñ ur sac'hadig kerc'h hag ur voutenn foenn d’e varc'h Lami. D'ar foar da Gemper e yae da werzhañ moc’h bihan. A-benn en doa echuet bouetañ e varc'h, eñ d’an ti ha kloukañ tri vi, ’blam eñ grede an dra-se a oa mat evit kaout nerzh ha nonpas mont re vezv memes ma eve kalz banneoù gwin. Un devezh start en do da gaout. Ha goude ha hopal d’e wreg «Chann poent eo sevel !»
Hag e-pad e vije Chann oc’h aozañ lein,Yann mont da gargañ tri c’houblad moc'h bihan e-barzh ar c'hased, ha taoler anezhe er penn-a-dreñv eus ar char-bañ ha war-c’horre ur sac'had kerc’h hag ur voutenn foen evit ar marc'h. Ar foenn a oa staget gant ur fun a-zioc'h ar c'hased moc'h. Ha Yann da zebriñ e lein. Chann a oa aet da c’horo ar saout.
War-dro eizh eur, toud an dud a oa prest, memes ar verc'h vihan c'hwec'h vloaz : Soazig. He dilhad brav he doa lakaet - betek he boned perlez -, fier e oa o vont da Gemper. Hi, an hini he deus lavaret din-me diwezhatoc'h penaos e oa paseet an deiz.
Chann gant he fanerad amann ha dont, ha taoler ur sell war ar moc'h, ha lavaret : "met Yann t’eus ket gwalc'het anezhe mat". Hi ha kemer un torchad plouz ha lammat e-barzh ar char-bañ hag en em lakaat da frotañ ar moc'h bihan. A-benn ar fin, pep hini oa azezet. Yann e-barzh an tu kleiz a rene e varc'h, ar foet e-barzh e zaouarn. Soazig e-barzh ar c'hreiz ha Chann e-barzh ar penn-all. An traoù kuit, an amzer a oa fresk met brav, e miz Ebrel e oamp, a-benn e tiskoacho an heol e vo brav-tre.
Fonnus e oant degouezhet war an hent bras. Marc'h Lami a yae gant e hent, a leze war-lerc'h ar c'hirri all. Yann a oa fier deus e varc'h, an hini gwellañ er vro war a grede da Yann, hag atav e veze o fougasiñ gantañ. Ar char-bañ a yae gant an hent, skañv ha lijer,  gwir eo a lavare Yann en doa lakaet war-c’horre rodoù kaoutchoug, bremañ ' zo un nebeud mizioù.
Ne gare ket da Yann gwelet ur c'harr-all dirak e hini, atav e felle dezhañ beziñ an hini kentañ. A-benn e oant barzh traoñ Stank Kerluhen,Yann a daole hep herpel e foet war e varc'h. E Stank Kerluhen, e-barzh an amzer-se e oa kalz korn-droennoù : Soazig oa spontet ha Chann ha hopal :
Diwallit 'ta Yann ha ma 've unan bennaket o tont eus ar penn-all !
«N’eus ket aon da gaout» responte Yann : e-barzh an eurioù-mañ emañ tout an dud o vont da Gemper, n’eus den ebet o vont tramek Kore !
A-raok en doa echuet e gomz, ar marc'h Lami d’ober ul lamm deus kostezenn ; ul loen kezeg sternet en doa stoket e fri deus hini Lami.
Yann a denne ar fonnusañ ma c’ halle e char-bañ war an tu dehou ; ur c'harr teil a oa barzh an tu all d’ar gorndroenn ; daou loen-kezeg oa staget eus outañ ; ar charretour, e ziv-vrec'h war stern en doa mizer evit derc'hel e gezek eeun war an hent, met an den ha taoler ur sell deus ar char-bañ ha yudal : «Te, sur, an hini eo Yann ! piv a-hend-all a vije bet kemend-all pres e-barzh !» Youenn ar charretour a oa ur c'hamalad yaouankiz da Yann, kalz troioù louarn o doa-int graet o daou asambles.
Yann ha sevel un dorn, ha c'hoarzhin, ha taoler e foet war e varc'h, hag e-barzh an hent !
E Pont ar c'hleunioù e traoñ ar Rouillen, e-barzh lec'h e oa an hent-houarn da dreuziñ, Chann a lavare : « Ma doue, serret eo ar gloued» setu Yann o hopal «Ho-ho-goustadig !» met an tren oa 'tont eeun-hag-eeun.  Ar marc'h-du a daole ur vogedenn zu ken na weled ket netra, ha trouz a oa da heul setu na gleved ket kalz tra ivez. Ar marc’h Lami d'ober chiboud, eñ sav war e zreid a-dreñv, ar moc'h da yudal, Soazig da leñvañ, Chann da skrijañ, ha Yann da hopal ha da lopañ gant e foet ar c'hreñvañ ha ma c'halle war e varc'h. An tren a oa aet hebiou ; ar marc'h en-dro war e bevar zroad ; ne oa droug ebet. Ar gloued a oa digoret en-dro, un taol foet hag ar marc'h en-dro da drotañ tramek Kemper !
E-barzh kêr e oant degouezhet, muioc'h a girri a oa bremañ met Lami a oa atav an hini lijerañ. E Poull ar Raniked an hent a oa simañtet, hag a lakae e gernioù da risklañ. Goustadikoc'h e oa dav mont ; an dra-se a rae da Yann grognal. Na blije ket dezhañ. Un harp evit da Chann diskargañ he amann hag he vioù e-barzh un ispiserezh ; ha goude e Tachenn Brest, toud an dud d’an traoñ eus ar char-bañ : ar grec'henn evit sevel da varc'had al loened a oa gwall start.
Degouezhet e-barzh ar marc'had, Yann a ziskarge e gased moc'h dindañ ur wezenn ha diouzhtu da gas e char-bañ hag e varc'h en ur porzh a-dreñv d’an ostaleri, ha stagañ e varc'h en ur marchosi gant un tammig foenn.
Yann en-dro tramek e dud hag e voc'h. Bez' e oa dija tud war-dro hag a c’houlenne ar briz gant Chann. Peuz-fonnus en doa graet Yann afer gant ur marc'hadour deus Bro-Naoned. Atav a-benn e vije paotred Naoned e-barzh foar ar moc'h e vije gwerzhet fonnusoc'h ha keroc'h. Hep dale e oant karget en ur gamion vras e-touez ur veskennad re all, an dra-se a rae un trouz da vezañ klevet deus kement korn e kêr.
Yann tramek an ostaleri gant ar marc'hadour evit touchañ ar baeamant. Dirak banneoù gwin ruz, ar marc'hadour a denne deus ur mell yalc'h un nebeud bilhejoù hag un tammig pezhioù moneiz hag e kinnige anezho da Yann. Hemañ a gemere an arc'hant etre e zaouarn ha kontañ goustadig en ur gemer e amzer araok lakaat an teñzor e-barzh e chakod en tu diabarzh deus e baltok, ha serriñ a rae ar chakod gant ur spilhenn glochedet. Ha Yann goude, o tigoriñ e yalc'h vihan, a daole un tammig moneiz da baotred Naoned en ur lavaret : “un tamm arc'hant chañs".
Un nebeud banneoù a oa evet etre an dud a oa e-barzh an ostaleri evit ar memes tra. En ur zont er-maez e kavas Yann e c'hoar-gaer Mariann. Hi a lavare :
«Te, Yann, gwerzhañ mat da voc'h t’eus graet ?»
«Mat-tre» responte Yann o lavaret ur priz kalz kreñvoc'h evit en doa bet. Yann a oa ur fougaser brein.
«N'eo ket gwir !» - a lavare Mariann – «da voc'h ne oant ket koulz evit ma re» ; hag hi a zistroe ha hopal : «Herve, Herve, deus amañ founnus !» 
Deus touez ur vandennad gwazed un den o tont tramek dezhi. Kerkent e oa-eñ degouezhet, Mariann da yudal : “Makez azen ! Lavaret em boa dit e oas o werzhañ da voc'h kalz re varc'had-mat. Yann en deus bet kalz muioc'h evit e re. Ha koulskoude e oant un tamm mat falloc'h”. Yann a c'hoarzhe e-barzh e voustachoù, ha kuit, ha laosker Mariann hag Herve d’en em zaskagnat o daou dirak an dud war dachenn ar foar.
Yann da weled e-barzh pelec'h e oa Chann ha Soazig. Diouzhtu en doa kavet anezho, hag  e-pad un abadenn vat e oant chomet da deodiñ gant anaoudegezh war an dachenn. An amzer a yae hebioù, deuet e oa mare merenn. Chann ha Soazig o kemer an hent evit mont d’un ti-krampouezh e penn-hent an Ospital. Yann a gave gwelloc'h mont d’un ti-debriñ, en «Tourbie» e- kichen marc'had al loened, e-laez ar Ru Deñval. Kalz tud a oa dija en ti, kavet en doa Yann ur plas.
Servijet e oant hep dale : ur mell pladad soubenn legumaj, ha goude ur c'hrenn tamm formaj rouz, bara fresk diouzh gwalc'h, hag evit echuiñ kig rost gant avaloù douar fritet. Yann a zebre deus tout gant plijadur vras ; da evañ, ur chopinad gwin ruz ha d’ar fin, ur banne kafe rom. Plijet en doa e bred da Yann, mat en doa kavet kement tra. Bremañ, eñ oa da-vat ruilhañ ur sigaretenn, en ur gemer e amzer evit kas d'an traoñ e voued dispar ; un tammig diskuizh na rae ket a-zrouk ; ha pad e oa-eñ o tanañ e vutun un den ha skoiñ war e skoaz, ha lavaret :
- Mont a ra mat ar bed ganit Yann ?
- Mat-tre - responte Yann - ha ganit Gwenole ?
Gwenole, unanig tev bihan, beg ruz ha moustachoù hir ne responte netra met tennnañ a rae war vrec'h Yann ha stlejañ anezhañ dirak ar c'hontoar, ha goulenn :
Petra a evez Yann ? Petra raio vat dit ?
Diouzhtu e yae ar gwin deus an traoñ, an eil verennad war-lerc'h eben. Kalz amezeien all a oa aze, tud all a anaveze diouzh o gwelet ken, met gant ar banneoù, ar gaoz a yae en-dro. Kaoz al labourioù : an ed oa hadet, an avaloù douar oa da hadañ, an teil oa da gas er-maez pe da lakaat e-barzh an douar.
E-pad emañ Yann gant e goñchennoù, deomp da welout petra eo deuet da vezañ Chann ha Soazig.
Fonnus e oant aet kuit deus ti ar grampouezerez, fonnusoc'h eo debriñ krampouez evit kig-rost ; ha nebeutoc'h laezh dous pe dreñk a felle dezho gant ur grampouezhenn evit gwin da Yann gant e bred bras. Setu ar vamm hag ar verc'h vihan d'ober un droiad war dachenn «Sant Kaourintin» evit bizitañ stalioù an traoù brav.
Un tamm kig bevin hag un tammig kig leue he doa prenet Chann e ti ar boser a oa boazet da gemer al leueoù bihan 'barzh kêr. Poent e oa mont en-dro tramek marc’had al loened. Yann matreze oa o c’hortoz, an dra-se na blije ket dezhañ. Staget e oa ar marc'h deus ar char-bañ. Yann da c'hrognal dre e zent:
«Pelec'h oc'h chomet, n’ouzoc’h ket pet eur eo ?
Badaouet mat e oa eñ, hag a-benn e oa eñ barzh ar stad-se, ne oa ket brav chom dirak ar paotr, eñ a oa ar mestr bras. Fonnus pep hini oa e-barzh e blas er char-bañ. Yann a daole e foet war e varc'h ha traoù kuit. Hep harpañ e oant 'maez eus kêr. E-barzh ar Rouillen e ti an dibrer,Yann a lakae Lami da droiñ - hag eñ barzh an ti ha da c’houlenn ma oa prest ar sternajoù en doa degaset da renkañ. Yann a selle ar gwellañ e oa gouest ouzh labour an diprer araok paeañ. An diprer a ziskenne da Yann ur werennad gwin ruz, ar gaoz a yae en-dro, ha goude, ur mell banne hini kreñv. Amzer en doa Yann bremañ, e- giz posubl en  doa disoñjet Chann ha Soazig chomet er char-bañ.
A-benn ar fin setu Yann o tont en ur vale a-dreuz, met a-benn e oa peg barzh e varc'h, eñ a oa deuet en-dro da zen hag e oa eñ muioc'h evit morse ar mestr ! Hag ar foet war Lami ! Aer fresk an abardaez a rae vad dezhañ met Soazig he doa anoued ha 'n em glemme.
- Groez peoc'h ma merc'h, - lavare Yann- , hep dale e tegouezhfomp e-barzh ar gêr.
Ur c'hilometr pelloc'h,  Yann a herpe e varc'h, ur wech all, e ti ar marichal, hag a lavare :
- Dav eo din paeañ lemmañ klerioù an alar, hiziv em eus arc'hant.
An taol-se tout an dud en traoñ eus ar char-bañ.
- Ya, lavare Chann, c'hoant am eus da brenañ un tammig ispiserezh, n’eus ket kalz a dra ken 'barzh ar gêr, na halen, na kafe, na pepr, na chikore.
M' he dije bet lavaret ar wirionez, aon da gaout yen o doa, hi hag he merc'h vihan. Un ostaleri oa e ti ar marichal. Bez e oa un neubeudig gwazed o chopinata. Diouzhtu Yann e-barzh o zouez hag ar gwin war an daol. Un hantereur vat e oant chomet aze. A-benn oant aet er-maez, ar marc'h Lami a oa boazet da vezañ reizh, na herpe ket da bilpasañ ; an dra-se ne blije ket da Yann.  Ha da hopal war e varc'h.
 
Bremañ oa deuet an deñvalijenn. Yann a lavare: "poent eo hastañ buan, n'em eus ket gouloù, ha ma tegouezh an archerien, an dra-se a gousto ker din-me". Ha setu ur wech-all ar foet war Lami. Un hanter eur diwezhatoc'h e oant e-barzh ar gêr, sklaset met laouen. Ar vamm-gozh he doa aozet ur c'hrenn podad soubenn domm.
 
Lanig Rouz. 12-1-1974
 
Notennoù
1.Ar c'harr skaouet = ar c'harr skaoñiet. Skaoñ = banc.
2. ur voutellad foenn. En dorn-skrid e kaver eur voutenn foen.
3. 'Blam = abalamour
4. Char-bañ = ar c'harr skaoñiet
5. ar gorndroenn = gortozet vije ar c'horn-tro ou ar c'horn-troenn. E Kannadig Intron Varia Kerzevot e 1927 e kaver ar stumm korn-droien (gw. Devri).
6 ar charritour = ar charreter
7 paltog : eus ar brezhoneg pallenn-tog (chasuble à capuche). Troet eo Paletot er C'hatolikon (1499).
8. o vechennad re all = ur veskennad  eus ar ger meskiñ = mélanger. Merzet e vez aze ar staonekadur sk/ch a vez adkavet e Bro Fouesnant hag en Elient. Lanig Rouz a oa o chom nepell eus Elient.
9. spilhenn glochedet = épingle de nourrice ou épingle à crocheter ou de sureté. Ar ger orin a zo krochedet deuet da vezañ klochedet
10. makez azen = berradur mab kaezh azen, littéralement pauvre fils d'âne, espèce d'imbécile.
11. Daskagnat = chercher querelle. Daskagnat littéralement ruminer.
12 Groez peoc'h din ma merc'h = Roit peoc'h din ma merc'h. Implijet vez ar verb ober e lec'h roiñ er stumm gourc'hemenn.
 
 

3. Da Gemper gant ar c'harr-boutin

E Kemper e veze ar foar hag ar marc'had bep sadorn. Kalz tud diwar ar maez a vire an devezh-se evit mont da Gemper ; ken un dra bennak dic'hortoz e-giz ur c'hleñved a lakae lod da chom er gêr.
Gant ar c'harr-boutin e yae ar gwragez a-ziwar ar maez; gwellet e vezent o tegouezhout war hent bras Kore-Kemper, an eil war-lerc’h eben, o tont deus pep hent bihan peotramant deus pep toull-karr, gwisket gant o dilhad sul, gant o c'hoef bourledenn, e-barzh un dorn o tougen ur mell paner blad leun a amann : tammoù ul lur peotramant daou lur, goloet gant lienajoù gwenn ha naet. Alies e-barzh an dorn all, he doa ar vaouez ur baner du, e-lec’h oa div pe beder yar peotramant un nebeut dousennoù vioù.
Dek maouez bennak a oa war vord an hent o c’hortoz ar c'harr-boutin, ar gaoz a yae en-dro. Koñchennoù nevez a oa ‘barzh ar vro. Unan a lavare : sell 'ta, n’eo ket Mari-Janig a zo o tont du-hont ?
Mari-Janig a voe atav diwezhat, ar vrud he doa-hi da vezañ ur farodenn, kalz amzer a felle dezhi evit en em fardañ, renkañ he blev, lakaat traoù ruz war he muzelloù ha bleud war he divjod ; ha koulskoude ne rae netra e-barzh ar gêr, al labour a voe graet e-barzh an ti hag e-barzh ar park gant he gwaz : Jeromig, un den didrouz.
Ar merc'hed a rae sin gant o daouarn da Vari-Janig evit dezhi krediñ e oa ar c'harr-boutin o tont, setu hi n’em lakaat da c'haloupat. En ur zont war an hent bras, hi da lugañ he boutoù lêr gwernis an eil barzh eben, ha da gouezhañ en he hed e-kreiz an hent, he faner amann d’un tu hag he faner du d’an tu all ; div yar a yae kuit, staget e oa o favioù setu ne oant ket aet gwall bell.
Mari-Jannig a chome ‘kreiz an hent, he brozh troñset betek he morzhedoù ken e weled he lostenn wenn gant dantelezh. Tout an dud da lammat evit sevel Mari-Janig ; ne oa ket kalz droug, he daou zorn a oa dirusket un tammig ; kas anezhi d’un ti a oa graet diouzhtu, war ur gador e oa azezet, lambig oa frotet deus he daouarn.
Mari-Janig a oa deuet disliv. Unan bennaket a lavare : marteze ma vez graet dezhi da evañ ur bannig lambig e yafe gwelloc'h ; setu ma oa taolet dezhi un hanter werennad gant un tamm sukr ; a kenkent he doa Mari-Janig lonket an dra-se, beg kamm a rae, ha dont a rae dezhi liv ruz en-dro, ha sevel en ul lavaret : "Ma Doue, ma Doue petra am eus graet, e-pelec'h emañ ma fanerioù ?"
E-pad e oa rentet dezhi he madoù, ar c'harr-boutin a oa degouezhet, ha tout an dud e-barzh gant o fakadoù bras ha pounner. Ne oa ket, koulz lavaret, den e-barzh a-raok : ur gwaz ha peder maouez, unan gant ur c'hoef kiz Kore, an teir all gant ur c'hoef hag ur c'holier bras. Deus o gwiskamant e tiviner lar e oant gwregioù pinvidig eus kêrioù bras e parrez Elien.
Ar c'harr-boutin a oa peuz-hir, an daol a-bep tu war he c’horre, e azeze an dud, ha setu e oant fas an eil d’egile, aesoc'h evit komz. Tout an dud a c’halle kemer perzh e-barzh ar gaozeadenn. E kreiz, dirak, pep unan a lake e banerioù, an eil penn d’an egile eus ar c’harr-boutin. Sur-tre e oa ugent yar o skoudellañ hag o klokal asambles, ha gant ar merc’hed teodek an dra-se a rae ur sonerezh dispar.
Goustadig e yaent gant an hent, un herp pe zaou, nebeudig a dud a zeue barzh ar c’harr. Bez' e oant ‘barzh Kemper, e tachenn «Toul-al-laer” e kreiz-kêr e oa an herp diwezhañ.
Pep hini a yae deus he zu : unan d’an ispiserezh bennaket evit diskargañ he amann, ha un all tramek marc'had al loened. Met ar pep brasañ a yae d'ar c'hoc'hu evit gwerzhañ o marc'hadourezh : amann, vioù, yer ha lapined.
Ni a zo o vont da heuliañ div vaouez : Mari-Josef ha Mari-Von. Degouezhet ‘barzh ar plas e oant boazet, int azezet war an daol, o fanerioù war o barlenn, dizoleiñ a raent an amann hag ar vioù evit d‘an dud gwelout ar pezh a oa da werzhañ.
Kalz tud, itronezed dreist-holl, oa o vont hag o tont, ha tout a raent ur sell diouzh an amann, lod a c’ houlenne ar briz.
Un itron, ur vaouez deus an dudjentil, gwreg un ofiser deus ar c'hazarn - em eus klevet dibaoe -, a yae d’an eil baner d'eben, ur spilhenn ’barzh he dorn - he doa tennet sur a-walc’h eus he blev- , hag a bike he spilhenn e-barzh an amann evit tanvañ. Dek paner o doa bet bizit an itron araok e oa dirak paner Mari-Von. Hi da ober memes tra, ha da gemer un tammig amann ha da gas anezhañ d’he beg ha da lipat. An aer he doa-hi da gaout mat ; met pelloc'h e yae-hi, ha kemer c'hoazh ur spilhadenn ' barzh div pe deir faner, ha dont en-dro dirak paner Mari-Von. Met houmañ all he doa gwelet anezhi o tegouezhout hag en un taol krenn he doa lakaet he faner a-dreñv he c'hein. An itron a yae kuit en ur ober ur beg “min ergerzh” ha 'maez hep prenañ netra ebet : mezh he doa bet.
Ha Mari-Von a lavare “Bep sadorn e ra memez tra, krediñ a ran an itron-se a zeu amañ da zebriñ he lein, un hanter lur amann a zo aet sur e-barzh he bouzelloù, ar foerell a dapo emichañs ! ha lavaret tudchentil deus an dra-se ? Ma amann e-barzh ar ster Oded kentoc'h evit reiñ da seurt tud-se !"
Tout ar merc'hed a zistamme da c'hoarzhin, an dra-se a lakae un tammig kaoz etre ar werzherien.
Peuz-fonnus goude, Mari-Josef ha Mari-Von o doa gwerzhet o marc'hadourezh, hag o div a yae d’ar marc'had pesked e penn all ar c'hoc'hu da brenañ un nebeud merluzed evit koan ; gwelet o doa ivez ar stalioù : boserezh, ispiserezh, frouezherezh. Pep hini he doa kemeret un tamm kig leue evit ar sul.
Deuet e oa eur merenn ha setu int ha mont da zebriñ krampouezh gant ur volennad laezh trenk e-barzh un ti kozh e ru ar Rak-Kêr.
War-lerc’h e yaent da sellout ouzh an traoù brav e-barzh ar stalioù bras ha war dachenn «Sant Kaourintin». C’hoant o doa da brenañ un dra bennak met ne oa ket kalz arc'hant e-barzh o chakodoù ; an amann a oa marc’had-mat. Mari-Josef a lavare : “Prenañ a rafen un hiviz vrav e-giz 'zo aze, met Pêr a zo e soñj gantañ kaout sternachoù nevez evit e gezek setu ma ne gasan ket an arc'hant d‘ar gêr, em bo trouz gantañ“
An amzer a yae hebiou, poent e oa tostaat deus ar c’harr-boutin.
Degouezhet e oa tout a re all memes Mari-Janig a oa o tiskouez d‘ar merc’hed all ar saro nevez he doa prenet hag he daouarn goloet gant livadur iod : e-barzh ti an apotiker e oa bet Mari-Janig.
Mari-Von a lavare da Vari-Joseph en he skouarn : Jeromig n‘en do ket tout an arc'hant da gontañ a-benn an abardaez.
Ar c'harr-boutin a yae kuit diouzhtu, fonnus e oa e-barzh "an Dour Gwenn". Goude e yae goustadikoc'h, kalz krec'hennoù a oa da sevel : ar «Rouillen»ha «Stang Kerluhen» ; ha setu e veze lakaet muioc'h amzer evit mont d‘ar gêr.
Degouezhet e oant hag er-maez deus ar c'harr-boutin, ha peb hini o kemer hent he c‘hêr, o fanerioù skañvoc'h evit d'ar mintin.

Lanig Rouz 15 décembre 1973

 

4. An devezh lazhañ moc’h   

Dibaoe un nebeut mizioù, ar wreg a vouete kalz gwelloc’h ar wiz kozh ; ober a rae dezhi boued mat : brenn deus ti ar bouloñjer, laezh, avaloù-douar ha tout diouzh gwalc’h. Dav e oa d’ar pemoc’h beziñ lart evit kavet kig druz.
An devezh bras a oa degouezhet : dour a oa o tommiñ e-barzh ar chidhouarn vras ; war an daol-voued, en ti, ar merc’hed o do diblusket ognon ha kignen ; ar wazed o do lemmet ar c’houtilli a oa e-barzh kêr, deus an hini vihanañ betek ar goutell vras.
An daol-voc’h a oa e-barzh ar porzh ; ar wazed d’ar c’hraou-moc’h gant funioù. E-biou he fav e oa paket ar wiz kozh ha stlejet betek ar porzh. Diouzhtu, war an daol gant ar baotred, unan peg e-barzh he skouarn, unan all e-barzh ur pav, unan all e-barzh he lost. Yudal a rae ar pemoc’h met en un nebeut amzer e oa staget he favioù diouzh an daol gant ar funioù. Gourvezet e oa war he c’hostez, yudal kreñv a rae ar paour-kaezh loen e-giz e ouie petra e oad o vont d’ober dezhañ ; met deus he fenn betek he lost un den a oa peg e-barzh.
Er penn a-raok, al lazher moc’h, fas diouzh penn ar wiz, a dostae beg lemm ur goutell vras he gouzoug, a glaske an takad mat ha gant un taol sec’h a blante anezhi betek an troad e-barzh gourlañchenn ar pemoc’h. Ar gwad a strinke war an douar, daspugnet a vije un tammig evit ober yod gwad.
En un nebeut-tre a amzer e oa marv ar pemoc’h. Ne oa tamm trouz ebet ken. Sailhadoù dour berv a vije bannet war ar c’horf marv evit skaotet anezhañ ha kement den a oa aze a gemere ur goutell ha rakañ ar reun. A-benn e oa echuet, kroc’henn ar pemoc’h a oa flour dindan an dorn evel beg ur c’hrouadur bihan. 
Goude, an daol a veze lakaet kostez ur voger ;  ar pemoc’h e benn diouzh an traoñ hag ar penn-a-dreñv diouzh an nec’h, ar c’higer-moc’h gant e goutell vras a zigore anezhañ deus laez betek an traoñ. Ar bouzelloù a veze daspugnet e-barzh ur baner ha kaset d’ar stêr e-kichen evit beziñ gwalc’het ha diwezhatoc’h e vezint kavet evit ober ar silzig hag an anduilhennoù.
Ar gorailhoù e-barzh ur baner all evit beziñ kaset diouzhtu d’ar c’harrdi e-tal an ti. Aze veze lakaet an daol-voc’h hag ar pemoc’h troc’het dre dammoù, an daol naet oa war he c’horre an tammoù kig en ur penn hag e-barzh ar penn-all al lard hag ar gorailhoù. En ur veilh vihan e vezent drailhet ha mesket gant kig druz hag ognon ; ar meskad-se, gant e zorn, ar mestr kiger a leunie ur voest houarn, hir ha strizh, reñket brav. E-barzh forn ar bouloñjer e veze poazhet, an dra-se a oa ur fourmaj rouz dispar.
Lard ha kig druz drailhet gant ar veilh, mesket gant ognon, kignen, pebr ha halen glas a rae al lard sall. Gant ar gorailhoù ha kig druz e veze graet ar silzig hag an anduilhennoù ; Ar re-se a oa da chom e-barzh ar jiminal e-pad pell amzer a-raok beziñ mat da zebriñ evit an devezhioù bras.
An tammoù kig a oa war an daol, melloù tammoù ul lur, marteze div pe muioc’h ; e-barzh ur bailh e vezent lakaet, un nebeut tammoù er foñs ha goude un nebeut dornadoù halen glas ha salpetr, en-dro ur reñkennadenn tammoù kig ha goude halen betek e oa leun ar bailh a-rez ar bord : bez e vo kig-sall mat a-hed ar bloaz.
E-pad an amzer-se ar vugale a yae da gas un tammig kig rost d’an amezeien.
Da goan e-barzh kêr e oa kalz plijadur tañva ar c’hig rost fresk, ur pred mat war-lerc’h un devezh labour start ne rae ket a zrouk.
A-benn ar sul kentañ e vo pedet toud ar gerent tost ha memes ar re all da zont da fest ar pemoc’h ; un devezh bras evit lod da zebriñ kig rost ha fourmaj rouz deus ar seurt ne veze ket gwelet alies.
10-04-1974
 
Notennoù yezh
1. Beziñ, tommiñ : an dibenn verb a vez implijet kalz muioc'h e Bro C'Hlazig.
2. Koutell, ar c'houtilli : kontell, ar gontilli.
3. Goavet : gourvezet.
4. Youd : yod
5. Daspugnet : dastumet
5. Skaotet : skaotañ
6. Halen : holen
 

5.  Ar gwener devezh ar galetez

     Bep gwener e kement kêr e oa devezh ar galetez. Da verenn na vije ket soñjet debriñ un dra all bennaket.

Goude e lein, diouzhtu, an tad kozh a yae da faoutiñ skilioù : petra eo skilioù ? Ne ouzoc’h ket ? Bilhetez koad hir torret moan-tre evit mont dindan ar billig da zerc’hel an tan.

     Un arboellad skilioù oa ingal ‘barzh kêr met bep gwener an tad kozh ne zisoñje ket mont da faoutañ skilioù ; setu ur c’henn bern oa o c’hortoz ‘barzh ar c’harrdi ; an tad kozh a lavare bep sizhun : marteze a-benn ar gwener a zo da zont, e vezin klañv hag e chomin war an teil (barzh e wele evit lavarout mat).

     En ti, ar merc’hed - ar wreg hag ar vatezh pe ar verc’h vras - oa da-vat oc’h ober an toazh : toazh evit ar galetez gant ed-du ha bleud gwinizh mesket gant laezh, toazh evit ar c’hrampouezh ed-du gant bleud ed-du ha dour, toazh evit ar c’hrampouezh gwinizh gant bleud gwinizh, vioù, amann, laezh ha dienn.

A-raok ar galetez ar merc’hed a aoze pe grampouezh ed-du pe grampouezh gwinizh. Ar c’hrampouezh ed-du e-pad ar sizhun a veze debret da lein gant ar c’hafe, pe vije mad gant ar soubenn legumaj pe da ober soubenn laezh.

Ar c’hrampouezh gwinizh a veze graet ken evit an deizioù bras. Ma ! a-benn ar sul da zont e oa un devezh bras bennaket : pardon ar « Gerzevot » pe « Santez Anna » pe un digarez all bennaket e-giz ur vadeziant.

A-benn ar fin e teue tro ar galetez - war-c’horre an oaled ur mell tan dalc’het gant skilioù an tad kozh - daou drebez gant div billig vras : ar wreg gant ul loa bod a gemere an toazh ‘barzh ur bodez liv melen aour, a daole anezhañ war ar billig ; goude, an toazh a veze ledet gant ur rozell vihan - a-benn e oa poazhet un tu, gant ur spanell, ar galetezenn a veze troet evit poazhañ an tu all - ha goude, atav gant he spanell, ar wreg a daole ar galetezenn war ar billig all ; aze, gant ar spanell ivez ar vatezh a zistroe prim evit tommañ anezhi un tammig muioc’h hag un tamm amann ‘barzh ar c’hreiz, ha gant he spanell e taole ar galetezenn domm e-kreiz an daol war un torch gwenn.

Daou zen ne oa ken ouzh taol asambles ; ar merc’hed o do labour evit gwalc’hañ anezho : an ozac’h hag ar mevel bras. An tad kozh, ar vugale hag ar merc’hed a oa o zro goude anezho o do bet o gwalc’h.

An ozac’h a gemere an hanter deus ar galetezenn - ar mevel a dape ar rest - an daou a ruilhe an tamm galetezenn etre o dorn, ha diouzhtu ‘barzh o beg - ha lonke anezho evel ur flipadenn ; dirak pep hini ur mell skudell leun a chistr ruz c’hwerv. Start e oa d’an div vaouez derc’hel dezho galetez war an daol ; dre ma oa unan war an torch e yae kuit ; betek tregont marteze daou ugent galetez etre an daou - ha melloù - teir pe beder gwech brasoc’h evit ar c’hrampouezh a vez graet an devezh hiziv ‘barzh an tiez krampouezh

Bremañ e oa tro ar vugale - trouz e oa kostez an daol - laezh ‘barzh ar skudelloù hag evit ar wreg hag ar vatezh laezh ribot ; an div-se ne zebrent ken a-benn e oa gwalc’het tout an dud.

Goude e oa kalz labour evit plegañ ar c’hrampouezh ed-du ha marteze ar c’hrampouezh gwinizh ha daspugn anezho ‘barzh an  arbel voued ; ha warlec’h e oa dav gwalc’hiñ ar skudilli.

A-benn e oa daspugnet tout an traoù e oa deuet mare merenn vihan : ar wazed a zeue en-dro da zebriñ galetez yen pe grampouezh ed-du.

Lanig Rouz

Gwener 17/05/1974

6. An nevez amzer war ar maez

 

Gwechall, a-benn e tegouezhe an nevez-amzer, ar vuhez a oa e-giz aesoc’h war an douar, er-maez. Ar c’hlazenn e-barzh ar parkeier, bokedoù an hañv e-barzh ar foennegoù, ar bleunioù hag an delioù nevez e-barzh ar gwez war ar c’hleuñioù, a lakae an dud da c’hwitellat gant ar blijadur a oa en o c’halon.
Ar gwellañ tra evit amprouiñ ar vuhez nevez a oa da vont e-barzh an hent bihan, an hent kozh e lec’h, memes en amzerioù-se, ne vije ket gwelet kalz tud na galz loened : na saout, na geseg, na girri ; ha seurt hentoù-se a oa goloet gant ar brankoù a yae d’an eil gleuz d’an egile.
A-wechoù an hent a oa don etre ar c’hleuñioù uhel ; deus an traoñ e yae an hent a zegouezhe ‘barzh ur stankenn ; an dourig a dreuze anezhi a gouezhe en tu all, izeloc’h en ur foenneg gant un trouz metalek en ur stokañ ouzh ar vein.
Gwez haleg a oa a bep tu, laboused a skrije araok hag a-dreñv. E-touez an delioù, neizhioù graet gant pri prad ha bleñchoù sec’h ; e-barzh an hini vioù glaz gant pikoù du, vioù borzevelleg.
Er stankenn e oa bleunioù a bep seurt ; deus kostez ar c’hleuz e tu ar c’hreisteiz, bokedoù laezh melen sklaer ; dindan ar brankoù bokedoù glas, melen-ruz, gwenn ha kement liv a zo war an douar.
Brav e oa chom aze evit ober un diskuizh pell deus pep lec’h. Ne weler den ebet, na glever trouz ebet nemet al laboused o kanañ e-touez an delioù ; ha marteze lammoù ur c'hazh-koad o vont d’an eil brank d’an eben.
En tu all deus an dourig, an hent a yae en-dro d’al laez gant kamm-droennoù. War an douar ha war ar c’hleuñioù e oa mein gwenn a ruilhe betek ar stankenn a-benn vije glav bras.
Dre ma yae d’al laez ne oa ket ken war ar c’hleuñioù gwez haleg met gwez derv pe gistin, pe graoñkelvezenn hag uheloc’h bodoù lann ha banal, gant bleunioù ruz melen hag ur c’hwezh dispar. En tu all deus ar c’hleuz, ur park a oa leun a lann deus memes liv, melen aour.
An dra-se a oa un taol lagad hag eo diaes gwelout bravoc’h nep lec’h all ebet. Laboused bihan a nijelle dreist al lann, an drezenn, ar gelenn hag ar spern. Neizhoù a oa kement tu : neizh moualc’h, boc’hruzig, laouenan, pennduig, kegin. E-barzh ar c’hleuz er penngos kozh debret gant an amzer un neizh kazeg-koad.
Kleved e vije labous an nevez amzer : ar goukoug ; an dra-se a rae plijadur d’an holl : bras ha bihan, kozh ha yaouank, d’ar vugale, d’an tadoù ha d’ar mammoù kozh. Neuze e oa deut an nevez amzer.
Dreist ar gwez e-barzh an aer un taol askell sec’h, al labous en he beg un tamm koad : ur big gant pluenn gwenn ha du. He neizh a oa pelloc’h e- kreizh ur bodad-gwez kistin, un neizh graet gant ur micherour dispar : un doenn bleñchoù evit disklaviañ ar vioù ha diwezhatoc’h al laboused bihan nevez ganet. Degouezhet betek he neizh, ar big a ragache ; eürus he oa hi, he labour a yae araok.
Pelloc’h, en tu all deus ar park ul labous all, ur vran marteze div, o koagal ,un trouz trist e-touez ar vuhez-se a oa kentoc’h laouen ha c’hoarzhus. O neizhoù a oa gwall uhel, tre war laez ur wezenn faoù pe derv ; dañjerus e oa mont ken uhel-se.
E kreiz al lann ur wezh dre vare ul lapin pe ur c’had a lamme kuit ; ar c’hleuñioù a oa leun douarennoù. Ar parkeier legumajoù, ma vint e-kichen, a-benn e teuio an hañv, o devo klianted.
En ur vont a-dreuz ar parkeier e vije kavet un hent bihan all, breur d’an hini kentañ : bleunioù, laboused en-dro, ha memes levenez c’hoazh. E kement korn-tro ha kement kleuz, ha kement penngos, al levenez da vevañ.
Lanig Rouz
12/02/1974

7. Ar foenn

Petra a vije graet en amzer gwechall gant ar muiañ lakadur evit ar foenn ? An dra-se a oa boued evit ur bloavezh ; ma vije daspugnet mat, ar c’hezeg hag ar saout a vo lart : “E-barzh ur gêr vat an ozhac’h a zo treut, met e loened a zo lart”.
Mare ar foenn a zo e miz Even, a-benn emañ an devezhioù an hirañ, eus teir eur eus ar mintin betek unnek eur eus an noz.
A-raok e oa degouezhet ar sklerijenn, ar baotred yaouank hag an dud kreñv ‘yae tramek ar foenneg, pep hini e falc’h war e skoaz hag o c’horn d’istribilh diouzh o senturenn, e-barzh un dornad geot hag ur bannig dour gant gwinegr, e-touez ar maen-falc’h.
E traoñ ar foenneg e yaent e-barzh ar prad, e lec’h na oant ket evit mont tost ar c’hezeg hag ar falc’herez, damm e oa re zour : an douar ‘ oa re vlot.
Degouezhet war an dachenn labour, pep den a gemere e vaen ha gober un taol lemm d’e falc’h, a-raok en em lakaat e-barzh al labour. Ha goude an eil war lerc’h egile gant o vrec’h war-stenn gant o hent, ar geot a gouezhe a daolioù sec’h, ar baotred a stoke o falc’h diouzh ar geot ha da heul etre o dent un trouz evel “a-han” e-giz evit beziñ aesoc’h taolet ar geot war an douar. Ar filzi a stoke ouzh ar geot asamblez evel ur mekanig dispar.
Degouezhet betek ar c’hleuz, pep hini, e falc’h war e skoaz, en-dro d’ar penn all : un taol maen diouzh ar falc’h, en dro d’ar falc’hat e-pad teir eur a vont-dont, se d’an eil penn ar foenneg.
Ar geot ‘ oa ledet war an douar e rizennadoù eeun. Echuet e oa ar c’horn lagenn, ha memes ar penn pellañ toud eus ar foenneg e-lec’h ne oa ken broenn ha hesk a vije daspugnet evit goloiñ ar bern foen barzh al leur pe gouzer dindan ar saout.
Met dek eur e oa, an heol a ziskoache, hag ar gwrez dija a lakae ar falc’herien da vont goustadikoc’h : piv na vezi ket bet skuizh goude pemp eur falc’hadeg ! Int tramek kêr da zebriñ lein, ul lein dispar gant vioù fritet, kig-sal, chistr, kafe.
E-pad an amzer-se an ozhac’h a oa e-barzh ar foenneg gant daou loen-kezeg staget diouzh ar falc’herez. En un nebeut amzer ar rest eus ar foenneg, ur c’hrenn tachenn geot a oa taolet d’an traoñ. Goude gant forc’hoù, ar merc’hed hag ar vugale a lede ar geot.
An heol betek an abardaez a rae e labour en ur sec’hiñ ar geot ; en noz, ur c’hwezh vat ‘barzh ar foenneg, c’hwezh ar foenn nevez.
An antronoz e vije troet ar foen geot gant forc’hoù pe gant ur mekanik dre gezeg. Ar foenn a oa c’hoazh glas ha memes gleb ‘barzh al lagennoù, dav oa diskouez anezho d’an heol.
Goude merenn vihan, ar foenn a vije rodelloù ha renkennadoù an eil penn d’an egile diouzh ar foenneg. Ha ma vije sin c’hlav, tout an dud, bihan ha bras, kozh ha yaouank, paotred ha merc’hed gant forc’hoù da ober bernoù diouzh ar foenn ; met d’an deiz war-lerc’h, un tammig heol hag ar bernioù oa ledet en-dro.
A-wechoù e-pad meur a zevezh al labour-se : e verner ha leder en-dro.
An devezh evit charreat ar foenn a zegouezhas. Diouzh ar mintin a-raok mare merenn e vije troet pe ledet ar foenn, ma oa bernet. Goude rodellat e ya diouzhtu ar c’harr kentañ e-barzh ar foenneg. Tud a oa deuet diouzh ar c’hêrioù tro-war-dro, tri c’harr gant pep hini daou loen-kezeg.
Gwazed gant forc’hoù hir a daole ar foenn sec’h e-barzh ar c’harr. An hini a oa e-barzh ar c’harr na helle ket chom da ehaniñ : pevar den a daole hep herpel melloù tamm-foenn. Ha labour en doa evit ober ar c’harr eeun, ha ma gouezhe ar foenn a-hed an hent, brud fall a vije graet dezhañ : “Ne ouzes ket ober mat ar c’harr foenn” a vije lavaret d’ar baotred pe d’ar merc’hed yaouank a zegouezhe an taol-se gante. Hag alies e oa gwazhoù dour ha fozioù e-barzh ar foenneg da dreuzañ, an dra-se ne renke ket an traoù evit ar c’harr ma ne oa ket graet peurvat.
A-benn e vije leun ar c’harr, unan diouzh ar baotred a bege e-barzh ar fun hir a oa staget diouzh penn-dreñv ar c’harr ha stlapañ anezhi e penn-a-raok. Ar maout a oa gant an hini a lakae ar fun da gouezhañ etre divskouarn ar marc’h-limon.
Ha goude, tri pe bevar den kreñv da dennañ war ar fun evit stardañ anezhi mat, ur skoulm e-barzh ar c’hravazh ha bannañ anezhi en tu all ; ur frapad all c’hoazh hag ur skoulm e-barzh ar c’hravazh all. Bremañ ar foenn emichañs a chomo eeun er c’harr betek al leur.
Ar charretour a zegouezhe gant ur c’harr goullo, a yae tram' kêr gant ur c’harr leun.
Hag ar foenn diouzhtu en-dro e-barzh ur c’harr all. D’e heul, merc’hed hag ar vugale gant rastelli koad a oa o kribañ, netra ne chome war-lerc’h, naet ha glas-brav e oa ar foenneg dre ma yae ar foenn kuit.
E-barzh al leur an nebeut gwazed a ziskarge ar c’hirri, a rae ar bern foenn.
A-raok, plas ar bern a oa bet naetaet, an tuchennoù glazenn oa diblantet, an taol skub gant ur valaenn bezv, ha goude e oa graet un dorchenn gant duilhoù keuneud evit d’ar foenn nonpas beziñ war-eeun war an douar, ha chom sec’h ;
Dont a rae ar bern uhel, a-raok echuiñ anezhañ e vije beziñ serret : a-benn ar fin vije goloet gant plouz ha hesk evit d’ar foenn beziñ e-barzh an dic’hlav e-pad ar goañv a vo kalz ezhomm eus ar foenn evit al loened.
Dont a rae an abardaez, ar c’harr diwezhañ ‘ oa e-barzh al leur gant ur mell boked derv. Kanaouenn a youc’hadeg a oa, skuizh ‘oa an dud, deuet ‘oa mare koan, poent e oa mont da gemer un tammig repoz en ur zebriñ ur pred mat, en ur evañ un nebeut gwerennoù chistr.
A-benn arc’hoazh e vije dav abred ar mintin mont da falc’hiñ e-barzh ur gêr all. Ha goude ar foenn e teufe an eost.
 
Notennoù
1. Damm : abalamour
 

8. An dornadeg


En amzerioù-se al labourerien-douar en em sikoure evit ober o labourioù start evel an dornadeg, hag an dra-se a rae ur vandennad. A-wechoù e-barzh ur vandennad e oa pemp pe c’hwec’h kêr ; gwelout e vije an devezh bras muioc’h evit ugent ha memes tregont etre ar baotred hag ar merc’hed asambles e-barzh al labour.
Hiziv emañ an devezh peurzorn evit ur vandennad a zo dibaoe bremañ pemzektez o vont d'an eil kêr d'eben evit daspugn an eost ; hiziv emañ an devezh diwezhañ barzh «Kerpoul». Al leur a zo leun plouz ha pellachoù. E tu traoñ emañ an dornerez ha goude diouzhtu an hejerez-plouz gant he dorn bras, e fas, uheloc’h barzh an tu dehoù , ar manej a vije laket da dreiñ gant kezeg evit d’an dornerez mont en-dro ; e penn all d’al leur e oa ar veilh-nizat.
Kenkent e tegouezhe an deiz - e miz Eost an dra-se a oa gwall abred- e tiskoache tud deus kement korn : unan gant ur c’harr, unan gant ul loen-kezeg, unan gant ur forc’h hir pe ur rastell. Bez e oa paotred yaouank gapet, merc’hed yaouank, gwazed deut war an oad ha mousoù a oa c’hoazh yaouank tre.
Pevar loen-kezeg a oa staget hep dale diouzh ar manej. Ur mous daouzek vloaz bennaket e-sav war ur plankenn e-kreiz ar manej, ur foet hir barzh e zaouarn, a gase ar c’hezeg ; a-benn e tiblasent, an dornerez en em lake da dreiñ goustadik gant kalz trouz.
Ur c’harr kerc’h a oa dija barzh al leur, gwintet e oa e c’hravazhioù, savet d’al laez ; un den e-barzh ar c’harr, gant ur goutell a droc’he ar "gerboù" ed, a vanne anezho war davañjer an dornerez dirak an taboulin. E sav war ur c’hased bihan evit bezañ uhel a-walc’h, an ozhac’h kêr “Pêr” a oa o vouetañ an dornerez ; dre ma kouezhe ar "gerboù" war an davañjer, Pêr a ginnige anezho dre zent bras an taboulin.
Ur vicher dañjerus, e vizied a c’halle bezañ lonket gant an taboulin da heul ar gerboù ; alies zo bet gwelet tud bistiged en ur ober ar vicher-se.
Na zont er maez deus an dornerez an ed yae barzh an hijerez-plouz ; hennezh a droe gant ur mell dornikell : dre dud e oa dav treiñ anezhi, an taol-mañ ne oa ket ur vicher dañjerus, ur vicher start a oa sur-tre. Un den kreñv a oa boazet da gregiñ en dornikell, met hiziv ur mell maouez vras ha dev a oa peg e-barzh; ar vaouez-se a yae d'an eil kêr d’eben da labourat alies evit he boued ; a-benn ne laboure ket, hi yae da glasket boued hag evaj.
Teodoù fall a lavare lar Per en doe graet dezhi mont barzh ar plas-se evit dezhi na pas mont re alies da welout ar voutailhad chistr barzh ar c’harrdi. Dindan an hijerez e kouezhe ar pell hag ar greunenn. Teir pe beder flac’h yaouank gant o rastell pe o rozell a denne kuit deus dindan pezh a oa ar pellachoù gros e-barzh un tu hag , ar rest e-barzh an tu all.
Ur wech dre vare , int a leunie ur mell liñsel gant ed ha pell, ha stleje anezhi tremek ar veilh-nizat e penn all d’al leur. War dro ar veilh, div vaouez all hag ur mous : unan a droe an dornad, eben all a vanne an ed hag ar pell en ar veilh, ar mous gant ur rozell a rae ur bern deus ar greunenn a zeue er-maez deus ar veilh. Ar greunenn a veze kaset diwezhatoc’h d'ar c’harrdi : div pe deir gwech e veze dav nizat anezho c’hoazh araok e vijent naet hep tamm pell. Ar pell a yae d’an tu all deus ar veilh. Ar vamm-gozh dont a lavare: «dav eo lakaat a-gostez un tammig pell naet, pell kavel, ezhomm a vo araok echuo ar bloaz.» Ha tout an dud da c’hoarzhin barzh al leur.
Ar plouz a yae er-maez e penn an hijerez; aze pevar mous yaouank, paotred ha merc’hed gant forc’hoù bihan a vernie anezhañ evit bezañ aesoc’h da bevar faotr yaouank etre ugent pe bemp bloavezh warn ugent a vije gant forc’hoù troadoù hir war dro pemp metr, dougen ar plouz war ar bern a oa deut gwall uhel ha peuz hir.
Daou zen oajedek a oa oc’h ober ar bern plouz, brav e oa graet ganto, ne oa riskl ebet d’e gwelet kouezhañ. Kenkent e oa gollo ar c’harr unan all a gemere e blas : ar charritour a yae hep herpel mont dont deus ar park d’al leur. Barzh ar park, tri den marteze pevar a garge an ed barzh ar c’hirri.
En al leur na weler ket an dud gant ar poultrenn a nijelle e kement korn : an dour rouz a rede deus beg bep hini; an heol a oa tomm e kreiz an deiz. Ar paotr bihan kêr a ginnige ur werenn chistr d'an dud mare da vare : met na ever ket kalz, a-wechoù ur bannig en o beg ha taol anezhañ en-dro war an douar evit glebiañ o zeot a oa gwall sec’h.
Da unnek eur hanter un harp evit merenn ha da beder eur unan all evit merenn vihan.
D'an abardaez un tammig araok an deñvalijenn ar c’harr hanter leun ed met ur mell brank derv war-c’horre : ar c’harr diwezhañ a oa o tegouezhout ; ha tout an dud merc’hed ha paotred da yudal. Na nebeut amzer e oa daspugnet ar plouz hag ar greunenn. Echuet e oa an eost e “Kerpoul”.
Bremañ e oa deut an noz : youc’hadeg a oa bremañ, ar baotred o doa kalz plijadur, met ur vandennad all a responte dezho en tu all deus ar stankenn ; e-barzh ur gêr all an eost a oa echuet e memes amzer. E-pad un hantereurvezh an div vandennad a responte an eil d’eben.
Ar wreg a oa deut e-barzh al leur gant ur voutaihad gwin ruz, ur voutailhad lambig hag unan all un tammig traoù dous evit ar merc’hed.
A-benn ar fin ar youc’hadeg a harpe, an noz a oa deut didrouz. Ar wazed dirak ar puñs evit sklapañ dour deus o c’horf ha kas kuit ar boultrenn staget gant ar c’hwez. An eil war-lerc’h egile ez aent d'an ti da zebriñ koan.
Ouzh taol oant bremañ, ar wazed e-penn laez, ar vousoù hag ar merc’hed e-penn traoñ. Daou lamp petrol a sklerijenne an ti. Soubenn ar c’hig sall a yae deus traoñ, ha goude kig sall gant legumajoù, un anduilhenn a oa barzh ar jiminal dibaoe ar goañv ; war-lerc’h ragoud lapin gant prunenn. Naon o doa tout an dud, bihan ha bras, al labour a oa bet start, ar chistr ha diwezhatoc’h al lambig a ziskenne. Kanaouenn a oa an eil penn deus an daol, amzer a oa evit mont da gousket ; ar sul 'oa a- benn arc’hoazh.
E-kreiz an noz bep hini a gemere hent ar gêr, an noz a oa brav, al loar a sklerijenne an hentoù, aesoc’h e oa mont d’ar gêr ; c’hoarzhadeg a glever kement tu e-pad pell amzer.
Echuet e oa an eost evit ar bloavezh.

29-01-1974

9. Koñchennoù an ostaleri


Bremañ ‘zo daou-ugent vloaz ma mamm a oa o terc'hel ser er gêr un ispiserezh hag un ostaleri. An dezioù bemdez oa nebeut klianted ; ur wech dre vare, e teue bugale da brenañ evit dek gwenneg pe damm pevar real limaioù ; gwechoù all, gwregioù ar c'hêrioù e-kichenn da gerc'hat ul lur halen glaz pe gafe ; gwele ’vije ivez an aozer-henchoù pe unan all bennaket o tont da c’houlenn ur voutailh gwin ruz.
Koulskoude war an estajerennoù e oa boutailhoù deus pep seurt traoù : gwin ruz, gwin gwenn, hag evajoù kreñv e- giz rom, kognak, kirsch, dour vineraer ha kalz re all a m’eus disoñjet. Ar bannioù a vije servijet war an daol vihan ; dirazhi, dioù pe deier c’hador hag ar c'hased «Luciline». Luciline a oa petrol a vije gwerzhet evit sklerijennañ an tier gant al lampoù.
Kennebeut klianted dirak an evajoù e-giz evit an ispiserezh. Gwelet e veze ur c'harr bennaket herpel ; ar charretour a stage e geseg diouzh ar ruilhenn kost ar voger ; goude e teuie ‘barzh an ti. An den se oa o tont deus pell, e garr a oa leun deus peb seurt marc’hadourezh. D’eus pelec'h e oa o tont ? Roudoualeg pe damm Kastel Nevez, pe un tu bennak all. E wiskamant, dilhad voulouz, war-c’ horre e benn ur mel tok ledan.
«Ur werenn kafe hag ur banne kirsch e- barzh » - a c'houle. E-pad ‘oa selvijet dezhañ e yae d’ar penn all an ti da dommañ e zaouarn eus tan an oaled. Ha da c’houde e kemere un tamm bleñchoù lesked evit tanañ e gorn-butun ; evañ a rae a-benn ar fin e werennad kafe tomm. Ne oa ket kalz savar e-barzh : «Kenavo ar wech all» a lavare. Hag en-dro war an hent gant e zaou loen-kezeg trema Kemper dindan ar yenijen.
D’ar sul war-lerc'h merenn, nebeut paotred yaouank a c'hoarie kilhioù pe voulloù-tenn ser evañ ur voutailhad gwin.
Etre teir pe beder eur d'an abardaez e tegouzhe bep sul en ostaleri tri den, keñtoc'h bihan, met plantet mad war o zreid. O anvioù : Yann, Fañch ha Tin. Anavezet mat-tre e oant er vro, ha boaz e oamp da weled anezho bep sul war -dro memes mareioù.
Abred eus ar mintin e oant aet kuit d’eus ar gêr ; war-dro eizh eur pe nav eur ‘oant war an hent evit mont d'an oferenn d’ar vourc'h. Seizh kilometr war o zreid ha kement all evit mont d'ar gêr ; ha meur’d chapel o doe resevet gweladenn an tri c’hamalad a-hed an hent ; o c'hlipenn a gomañse da ruziañ. «Tri bann gwin ruz!»’ lavare Yann kenkent oant deut ‘barzh an ti. Hag ar savar en-dro etreze o zri.
«Ya ‘lavare Yann, da viz mae ar bloavezh pemzek en “Argonne” ‘barzh ur c'hoat gant melloù gwez ar seurt a n’eus ket tro amañ, aze on degouezhet ma unan fas d'ur “Boche”, ur mell den gant blev melen ; kost ur wezenn eo chomet, ma bailhonetez a-dreuz d’e vouzello. Unan eus hon daou a ranke chomet»
Kenkent en doa echuet Yann, Fañch a gemere ar gomz : «Me ’zo bet ’barzh “Salonique” an dra-se ’ zo pell deus amañ, gant ur vag e oamp bet ; meur’d devezh e oamp chomet war vor. A benn e oamp diskennet eus ar vag e-touez meur’d miliad soudarded, ar jeneral a yeas war eeun trema din-me, ha skoas war ma skoaz ha lavaras : “Alors ça va Fañch?, qu'est ce que tu penses de ça?”. Tout a re-all a herpas digor bras o beg.
Tin a soñje lar ne oa ket drochoc’h evit an daou all a lavare : «Barzh ar bloavezh seitek, me oa ’barzh Verdun. Un devezh ’barzh ur foz oamp ur vandennad soudarded gourvezet e-touez ar pri evit kuzhat deus ar brussianed o doa dibaoe pell amzer tennet warnomp. Prest e oamp da vezañ prizoniet. An ofiser Boche dont dirazomp - tregont metr marteze, ha hopal “Rendez vous”. Den ne grede respont na n’em ziskouez ; a-benn ar fin me da sevel ha da hopal ar c'hreñvañ a oan gouest e-giz ur youc’hadenn d’an devezhioù dornadeg : “Ton gueule sale Boche”. Ha ma den kuit ar founnusañ ma c’halle mont gant e zivesker hir.»
Yann a zistamme da c'hoarzhin hag a daole da D-Tin : «Te n’out ket ken un «embusqué», te t’eus passaet ar peb brasañ deus ar brezel ’barzh Pont-ar-Veuzenn.»
Tin a responte diouzhtu: «Te Yann, t’eus pañsion vraz, met n’out ket bet pistiget ‘barzh front e-giz t’eus c’hoant da lakat an dud da grediñ. Met o tont d’eus permission, out kouezhet en ul lamm maez d’eus an treñ, mezv dall oas adarre!»
Trouz ’barzh an ti , den na gleve netra ken. Fañch an hini kentañ bouzar eo tammig, met lavaret a rae d’e zaou gamalad :
-Peoc’h ! peoc’h !
- Gra peoc'h te Fañch da gentañ ! a yude Yann : paour kaez Fañch, te ivez ac’h eus pañsion, hag ar gwasañ ‘bamm out bouzar. Met, te ‘oa bouzar pell araog ar brezel, ha memes out ganet bouzar!
An trouz a greske. Yann, Fanch ha Tin a hope muioc'h-muiañ ; ar gwin a yae atao d’an traoñ - bep hini teier gwerenn vras o doa lonket : ha gwer an ostaleri ‘barzh an amzer-se ’oa kalz brasoc’h evit bremañ ;
En un taol int o zri sevel asambles ha kemer toul an nor, ha maez war hent o c’hêriou pep unan e du. Noz ‘oa degouezhet, poent ‘oa mont da gousket. An heñchou evit mont d'ar c’hêriou oa hir ha strizh, nikun ebet d’eus outo ne valee eeun.
Ur sizhun labour start ‘oa o c’hortoz an tri c’hamalad, met a-benn ar sul-kentañ, abred eus ar mintin e vint en-dro war an hent evit mont d'an oferenn.
10/12/1973

10. O vont d’an oferenn

Bep sul e oa dav mont d’an oferenn, an hini a grede, an hini ne rae ket. Goude e oa graet boued d’al loened, goroet ar saout, ar c'hezeg hag ar saout a oa kaset er-maez ; tout an dud a gemere hent ar vourc’h.
An ozhac'h, e dog voulouzenn eeun war e benn, a oa an hini kentañ war an hent ; pemp pe zek munud diwezhatoc'h ar wreg a yae kuit. Bep hini a zegouezhe a-hed an hent gant e gompagnunezh, un eur bale evit mont betek ar vourc’h.
Bep sul ar memes taol-lagad a dalve forzh pezh abadenn. Ar re yaouank, merc'hed ha paotred gant marc’hoù-houarn, nebeut tud oajedek e-barzh char-bañioù. Plijadur a oa sellout ouzh ar c'hezeg lijer, ar marc'h gwenn pe ruz. Met ar pep brasañ deus an dud a yae war droad : muioc’h amzer da gaozeal a-hed an hent ha da glevout ar c'helachoù.
Ar merc'hed a vale dre div, teir, peder, a-wechoù muioc’h, bep hini he disglavier en he dorn ; an amzer a c’helle distroiñ araok e veze echuet an droiad. Bez e oa merc’hed tev ha bihan maget mat, gwall ront deus kement-tu, war o fenn ur mell bolompig blev ront e-giz ur galetezenn ha war-c’horre ar c'hoef bourledenn, koef ar vro ; gwelet e veze ivez ar c’hoef bras parrez «Elien» ha memes ur vaouez gant ar c'hoef bigoudenn, ur vaouez divroad, e- barzh an amzerioù-se an dud ne guitaent ket kalz o barrez anezho.
Bez e oa ivez nebeut merc'hed bras ha sec’h, a vale eeun, o fenn savet d’al laez ; re all a oa daoubleget, ha re all a gamme : mizer o doa int bale ; ha koulskoude a yae ken fonnus hag ar merc'hed all ; o disglavier en o dorn kleiz hag o dorn dehou war o c’hazell evel evit en em zalc’hiñ eeun. Kalonek e oa ar merc'hed evit ober kemend-all hent, an dra-se bep sul. Fall e renke d’an amzer bezhañ evit lakaat anezho da chom er gêr. Plijadur a oa kazi sur o vont d’an oferenn.
Ar wazed a yae gostadigoc'h gant o hent, aet e oant kuit araok, alies ar vaouez a gave he fried a oa aet kuit un tamm mat araok dezhi. Setu e veze lavaret dezhañ : “N’out ket aet pelloc'h evit aze? Echuet e vo an oferenn a-benn e vi degouezhet e-barzh bourc’h Erge.”
E Pont-Balan alies e veze klevet ar c'hleier brallañ, hag ar baotred, ar merc'hed, ar re voan, ar re dev, ar re gamm, ar mammoù-kozh hag an tadoù-kozh d’en em hastañ a ginnige kouezhañ gant ar vein a oa war an hent ; deus an traoñ e yae int fonnus met goude e- barzh ar grec'hen e oa poanius da vont d'al laez betek ar vourc'h.
Degouezhet an holl dud diouzhtu d’an iliz, ur rampadenn dreist ar voger vihan, hag
e-barzh ar vered gozh e-tro an iliz ; ar wazed a gemere an tu kleiz evit mont tramek an nor a-gostezh ; ar merc'hed a yae war zehou evit mont e-barzh an iliz e-biou an nor vras.
En iliz ma selled ouzh ar penn laez, ar merc'hed a oa en tu kleiz hag ar baotred en tu dehou ; morse un den ne yae e-touez ar merc’hed nemet unan yaouank bennaket ped un divroad en doa c’hoant da vezañ e-kichen e wreg met kalz daoulagad a veze paret war e-c’horre e-pad tout an oferenn.
A-benn e veze echuet, an dud a yae tramek ar vered, leun e oa an hent ;e- barzh ar vered pep hini a yae d’ar bez e familh : ur bedenn hag un tamm renk, displantañ ar geot e oa dav, lakaat grozol net, gwalc'hiñ ar veiñ marteze. Goude er-maez, en em gavent en-dro : ar merc’hed tramek o zu e-barzh un ostaleri evit evañ ur banne kafe ha debriñ un tamm kouign ; ar baotred e-barzh un ostaleri all evit lonkañ nebeut bannioù gwin ruz pe ma veze yen an amzer bannioù an hini kreñv evel rom pe gognak ; e-barzh an ti butuñ e yae int ivez d’en em bourvezañ evit ar sizhun : pakadoù butuñ gris pe dammoù butuñ karot, butuñ da chaokañ.
Diwezhatoc’h e-lec'h kreisteiz an holl a oa aet kuit eus ar vourc’h ; hag an traoù a oa deut didrouz war-dro an iliz ; ar vourc’h a oa en-dro didud, koulz lavaret den ebet nemet mousoù ar vourc’h a oa bremañ ebatal war an dachenn dirak an iliz.

29/03/1975 Lanig Rouz

11. Ar Pellgent

Gwechall e yae ar pep brasañ deus an dud d’ar Pellgent, an oferenn hanternoz e Gouel Nedeleg. Yen e oa alies an amzer, avel fresk, an douar a oa skornet, ha koulz lavaret erc’h ne oa ket morse. Seizh kilometr war droad a veze graet evit mont betek bourc’h an Erge-Vras. Dre vandennoù e yae ar baotred hag ar merc’hed yaouank. C’hoarzhadeg penn da benn an hent. Amzer da c’haloupat ha d’ober farserezh a-hed an hent, ar baotred a rae aon d’ar merc’hed.

E-barzh ar vourc’h, tramek un ostaleri bennaket evit gortoz hanternoz, lod evit evañ bannioù ha da gaozeal ; ar re all evit c’hoariñ kartoù. War-dro hanternoz e yae int d’an iliz, leun tud e oa hi, start e oa kavout ur gador evit azezañ ; lod a renke chom en o sav.
Bez e oa e-barzh an iliz tud devot a oa deut evit pediñ met kalz re all a oa aze peogwir an dra-se a oa ar c’hiz. Kaoz ha trouz e-barzh an iliz memes e-touez an dud oajedek, kaozeal a rae-int deus al labourioù ha deus o loened. Ar re yaouank, ha dreist-holl ar baotred a c’hoarzhe ken kreñv a-benn e oant war an hent. En o zouez daou grennard gant daoulagad lugernus oc’h ober ur sell war-dro, a-raok, a-dreñv, ha deus kostez, ha goude en ur stouiñ o fenn, int a denne deus o chakodoù, pep hini ur mell tamm bara gant lard sall a oa gantañ c’hwezh an ognon hag ar c’hignen. Int o daou en em lake da zebriñ, o bara e-barzh un dorn ha gant an dorn all sevel o chupenn evit en em guzhat. Met en ur chaokañ, trouz a rae-int ; an dud war-dro a selle deus outo hag un den a lavare : « Paotred n’hoc’h eus ket mezh ; n’ouzoc’h ket pelec’h emaoc’h amañ ? » An daou lampon, atav da zebriñ e-giz na glevent netra, evel e oant bouzar, a echue o c’hreun gant kalz plijadur.

E-pad an amzer-se ar beleg a oa komañset da lavarout an oferenn ; ar muzik a oa gant an orglezig, kanaouennoù gant ar baotred, ar veleien, ha goude gant ar merc’hed hag ar seurezed.

Met e-barzh korn an iliz, e-barzh al lec’h e oa ar baotred trouzus, ne selaouer ket koulz lavaret tamm ebet ar ganerien nag ar veleien, met ar gaoz a yae en-dro hag ur wech dre vare ur mell taol c’hoarzhadeg a lake tout an dud, e-barzh an iliz, da zistreiñ deus war o c’hadorioù ; ar person kozh a denne e zaoulagad kuit deus e levr hag a daole ur sell fulorus war draoñ an iliz.

E-barzh an oferenn, ar gador a gouste daou wenneg ; ur vaouez kozh a zaspugne an arc’hant e-touez an dud ; ur mousig yaouank ober dezhi ur pezh ugent real hag a lugerne un tammig re. Met an itron a lavare : « Te a gemer ac’hanon drochoc’h evit ez on ; roit din-me arc’hant mat, ha ma ’t eus c’hoant, na lavared ket d’an aotrou person. » Setu ar paotr bihan ober dezhi daou bezh gwenneg toull ; ha tout ar vugale, ha memes ar re vras, a zistamme da c’hoarzhin. Ar pezh ugent real a oa ur pezh chokolad goloet gant paper seiz ; e-barzh an ostaleri ar paotr lampon en doa prenet e bezh evit nebeut a dra hag e doa soñjet kaout moneiz gantañ hag ober un devezh mat en ur zont d’ar pellgent.

An oferenn a oa echuet e-touez trouz ar ganaouenn ha trouz mouezhioù ar mousoù ; ar c’hadorioù taolet an eil tu d’an egile evit mont fonnus er-maez. War-dro an iliz, e-barzh ar vered gozh, trouz a oa bremañ : mouezhioù kreñv ar wazed, mouezhioù lemm ar merc’hed ha youc’hadennoù ar vugale a c’haloupe kement-tu.

Al loar a oa sklaer, an avel yen a c’hwezhe deus an uhel.

Ostalerioù ar vourc’h a oa leuniet en un nebeut amzer : gwin, kafe tomm, evajoù kreñv, bara, fourmaj rouz, silzig, kouignoù ha bep seurt traoù all a vije gwerzhet e-kreiz an noz betek ar mintin.
Pep hini a gemere un tammig nerzh ha goude, a yae war an hent evit mont d’ar gêr.

06/02/1974

Notennoù
ober dezho : roiñ dezhi
distamm da c'hoarzhin : dirolliñ da c'hoarzhin.

12. Ar Sul-Bleunioù

E-pad ar sizhun araok ar Sul-Bleunioù, e pep kêr, toud an dud a virve o c’hortoz an devezh bras da zont. Bep mintin, ar vamm, abred ‘maez d’he gwele a selle diouzh an amzer, ha bemdeiz ar foenneg ‘ oa goloet gant rev gwenn ; yen ha fresk e oa evit miz ebrel.
D’ar gwener, war-lerc’h merenn, ar wreg a naetae ar wetur, o frotañ koar betek ken e lugerne, ha memestra da sternajoù ar marc’h. E-barzh an arbel en ti, pell ‘zo e oa prest an dilhad brav, bragoù, chupenn ha tog an ozhac’h, dilhad voulouz ha koef ar wreg, dilhad ar vugale vihan.
D’ar sadorn abardaez an ozhac’h a skrivelle ar marc’h.
D’ar sul vintin, goude e oa echuet al labour tro al loened, ar vugale oa toud war sav, ar vamm a wiske anezho an eil war lec’h egile : daou baotr, an div verc’h, an hini diwezhañ na valee ket c’hoazh. Nebeutoc’h evit ur bloavezh he doa hi, met hi an hini a oad o vont da ziskouez d’an dud ‘barzh ar vorc’h.
Ar baotred a oa gwisket giz kêr, dilhad ha bouteier lêr re vihan evito ; fier e oant memestra. Ar verc’h vras oa gwisket gant dilhad gwenn hag ur rumm boutoù gwenn gant toulloù brav met yen he doa ar plac’h araok mont kuit, setu a-benn e vije digouezhet er vorc’h n’he dije ket santet he zreid ken anezhi. Pep hini ‘barzh e zorn en doa ur boked beuz pe damm lore.
Pad an amzer-se, an tad, en e wiskamant sul en doa staget ar marc’h diouzh ar wetur. An daou baotr oa pignet a-dreñv e-kichen ar voutenn foenn, ar verc’h ha mont an tu ‘raok, ar vamm ‘barzh en he c’hichen, ar verc’h vihan goloet en ur pallen gwenn barzh he brec’h.
An tad pignet ivez, - ha traoù kuit - a foet war gein ar marc’h, seizh kilometr betek ar vorc’h, kalz kirri oa war an hent, bugale vihan dreist holl e-barzh.
An devezh evit dezho mont er-maez hag evit diskouez anezho d’ar c’herentiezh hag d’an anaoudegezh.

Digouezhet er vorc’h, ar marc’h oa distaget diouzh ar wetur e porzh an ostaleri, ha goude en ur marchosi e oa laket gant ar vouten foen.
Ar familh diouzhtu d’an iliz - bihan e oa hiriv - leun gant mammoù yaouank hag o bugale vihan. Leñvadeg a veze klevet an eil tu d’an egile, ar person a lavare an oferenn, evit bezañ klevet deus an dud, e renke hopal war-bouez-e benn.

A-benn e oa echuet an oferenn ar vugale vras, ar mammoù hag an tadoù- kozh, ar wazed hag un nebeut merc’hed, bep hini en e zorn ur boked beuz pe lore, maez d'eus an iliz.
Met ar peb brassañ ar mammoù yaouank, o babig war o brec’h a yae goustadigoc’h, ha da vale barzh ar vorc’h, brav e oa an amzer bremañ, an heol a domme un tammig bihan, dont a rae an dud da welout ar vugale vihan ha da lavar fougasoù d'ar mammoù: “brav!” “tev!” “ maget mat e oa ar babig bihan!”, “ar verc’h vihan a denne d’ he zad!”, hag ar paotr tev a denne d’e vamm, “memez daoulagad c’hlas ha blev melen!”.

Laouen e oa kement mamm o vont d’ar gêr : ar bravoc’h babig a oa en he brec’h.
Evit Chann e-giz evit Marivon pe damm evit Mariann an dra-se oa un dra sur, lavarout a rae tout an dud : an hini gwelloc’h, an hini bravoc’h, an hini tevoc’h, an hini koantoc’h, ha me oar petra c’hoazh,
ha barzh he zi e oa ar burzhud- se.

25 a viz ebrel 1976
 
 

13. Ar Yaou Gamblit

Setu penaos e vez kontet gant Lanig Rouz ar pardon mut, a gase ar birc’hirinerien da chapel Intron Varia Kerzevot da zevezh Yaou Gamblit.

Da Yaou Gamblit, ar yaou araok Sul-Fask  e oa ar c’hiz da zont da Gerzevot hep kaozeal.
Penn da benn an deiz, tud, merc’hed kozh dreist-holl, en em haste war an hent 'tremek ar chapel, o fenn stouet, o daoulagad war an douar evit non pas gwelet an traoù hag an dud a-hed an hent ; ur gomz ha torriñ er-maez deus o beg : ar pardon a yae da fall, o devezh a oa kollet ha memes tout ar bloavezh, ha marteze o buhez !
A-benn ‘ vezent e-barzh ar parkeier, a-dreñv ar c’hleuziou, mousoù yaouank a rae trouz, a hope d’ar merc’hed a oa vont e-biou ar founnusañ a c’hallent, ha memes ar baotred a gaozee dezho pe deus o bugale pe deus o c’hêr, peotramant deus an amzer : ur gomz bennak e-giz : « brav eo an amzer », « kreñv eo an avel », « erru eo ar glav ». Ma c’hallent lakaat ur vaouez bennak da respont,  c’hoarzhadeg ha plijadur a veze e-touez ar mousoù.
E-barzh Kerzevot, ar merc’hed a rae ur bedenn e-barzh an iliz, ha goude e veze dav ober tro ar vered war o fenn daoulin ; ur binijenn start ma veze brav an amzer ha sec’h ar geot, met ma veze glav ha gleb an douar, an dra-se rae un taol kaer, ha kalz tud yaouank, d'an deiz hiziv, ne vefent ket gouest d’ober kemend-all. Goude e oa echuet ar binijenn, war hent ar gêr, an teodoù yae en dro, kalz tud a gemere evit o arc’hant. Med evit un nebeut tud, ar re yaouank ar peurvuiañ, an dra-se ne oa ket ken aes.
Ur familh tud deus ur gêr tost-tre deus Kerzevot a yae 'tremek ar chapel a-dreuz ar parkeier, war-lerc’h koan. An noz oa degouezhet, teñval e oa. En ul lammiñ en traoñ deus ur c’hleuz, ur plac’hig yaouank pemzek vloaz a gouezh e-touez ar pri war he fenn glin. “Gast” lavar ar verc’h en ur sevel en dro. Kerkent ar vamm a lavar : “kenkoulz eo deoc’h mont d'ar gêr bremañ, ne dalvez ket ar boan deoc’h mont da Gerzevot”. Hag ar paour kaezh merc’h he-unan d’ar gêr en ul leñvañ e-barzh an deñvalijenn. Ar rest d’eus ar familh : an tad, ar vamm hag ar vugale all, paotred ha merc’hed betek Kerzevot evit echuiñ ar pardon. Met an dra a zo chomet evit din-me ur mister : evit petra komz ar vamm ne oa ket ur pec’hed e-giz hini he merc’h ?
Un tammig a-raok Kerzevot, en ur zegouezhout war an hent bras, ar  familh vihan en em gav gant ur vandennad tud, paotred ha merc’hed yaouank ; trouz ebet, ur grenn didrouz, met en un taol, ur plac’h a zistamm da c’hoarzhin, ha diouzhtu an trouz bras e-touez ar re yaouank, trouz da  veziñ klevet deus pell.
Hini ebet deus ar vugale n'en deus kredet digoriñ e veg ; ar vamm na denne ket he daoulagad kuit anezhi. E Kerzevot e oant bremañ, un hanter eur e-barzh ar chapel, un hanter eur all e-tro ar vered, ha goude 'tremek ar gêr en-dro. Ar vugale war-eeun d’an ti ; e-pad an amzer, ar vamm hag an tad d’ar c’hreier evit ober ur weladenn d’o loened. Hanternoz a oa paseet. Ar vamm en ur zigoriñ an nor a wele he daou baotr koazezet deus an daol-voued gant an dorzh-vara ha plad ar c’hig-sall. Ar vamm da sevel he div vrec’h d’al laez, ha lavaret : Intron Varia Kerzevot ! debriñ kig da Wener ar Groaz !
 
4 a viz Even 1975

Notennoù
1. Founnusañ = fonnussañ
2. Kalz tud a gemere evit o arc'hant = kalz tud a dape o fegement.
3. evit petra = perak
4. distamm da c'hoarzhin = dirolliñ da c'hoarzhin.

Koñchennoù, histoires vécues de mon enfance : présentation.

Trésors d'archives > Brezhoneg > Kanaouennoù ha Gwerzioù Marjan Mao

Kanaouennoù ha Gwerzioù Marjan Mao


Marjan Mao a oa anezhi ur vicherourez o labourat evit Bolloré er Veilh Baper en Erge-Vras. Gout a ouie ur bern kanaouennoù bet enrollet evit ar wech tout gant Daspugnerien Bro c'hlazig. Savet zo bet ur film diwar he fenn hag he gwaz Fañch a oa tremenet war France 3 e 1981. Setu un tañva eus e ouiziegezh war dachenn ar c'han.

Evit gouzout hirroc'h war Marjan lennit ar pennad gallek savet diwar he c'horre gant Bernez Rouz e 1982 :

Roll ar c’hanaouennoù bet enrollet gant Daspugnerien Bro c’hlazig.

 

1.    Me oa kaset da studi...   11.   Barzh en tu all da Bariz
2.    Pa oan paseal ar c’hoajoù glas   12.   Ar gemenerez 
3.    Al lez-vamm   13.   Deomp da laka bep a chik
4.    La jeune barbière   14.   Ar meliner 
5.    Merc’hed Langolen   15.   Intañv al lochenn
6.    Chañson ar mezvier mechant   16.   Ar plac’h yaouank kozh
7.    Ar pilhaouer   17.   Nouel
8.    Arru eo ar momant ma merc’h da zimeziñ   18.   Marie Louise
9.    Selaouit holl tud yaouank    19.   Al labousig ar c’hoad
10.  Kaeraat ra ar maezioù    20.   Pa oan tisken da vontroulez
 
 

9. Selaouit holl tud yaouank...

 
Selaouit holl tud yaouank, ur son nevez savet
War sujet ur plac’h yaouank he neus darempredet
 
Dont a reas un den yaouank d’he goulenn da bried
Met ar plac’h a respontas nije ket gouzañtet
 
Me,  ‘m eus ket evit an den-se an disterañ karantez
E peseurt mod e kouskefemp en ur memes gwele ?
 
Selaouit ‘ta merc’hig, ha klevet a-dra-sur
An den-se zo penvidik, c’hwi vo en ho plijadur.
 
Na yaes ket ‘ta va mamm baour da ober chagrin din
Kar hervez va santimant, biken na zimezin.
 
Kar me am eus prometet ar gwir fidelite
Da un den yaouank charmant dre ma vin e buhez.
 
E-barzh en e rejimant, eñ eo, ez eo ar model
Deus ar soudarded yaouank kuitaet a Vreizh Izel
 
Ha m’am mefe ar boneur da gaout un den vaillant
Me ne rafen ket a-forzh pa ‘nefe ket arc’hant,
 
Ar priejoù maleurus a weler er bed mañ
Ampechet int gant o zud da gemeret o c’hoant.
 
O ! Nann va merc’hig paour, n’ampechin ket d’ober,
Na da gemeret ho c’hoant ha pa blijo ganeoc’h.
 
_____________________________________________________

10. Kaeraat a ra ar mizioù

Kaeraat a ra ar mizioù, astenn a ra an deiz
Hag al lapoused a gan e-mesk an delioù nevez
 
Dre gichenik va zi, tud yaouank a dremen
O vont da bardoniñ ken joaius, ken laouen.
 
Met siwazh evidon-me ar c'haerañ devezhioù
A zo graet a velkoni hag a huanadennoù
 
Kar an hini a garan en deus va dilezet
Ha va c'halon digantañ d'e heulh en deus kaset
 
Ha va dilezet en deus met piv a ray din-me
Da grediñ en deus graet 'na gant gwir volonte
 
E-barzh kornik ma liorzh me 'm eus ur blantennik
He brankoù a zo disec'het, mervel a ra bep a dammik.
 
Kaer 'm eus mont alies d'he dourañ ha mont stank d'he gwelet
N'hellan ket dont a-benn da c'houzout he c'hleñved
 
Yaouankik evel dezhi diouti on heñvel
Ne ran nemet kastizañ dont a rin da vervel
 
Hiriv evit bevañ 'm eus ezhomm dousijenn
Ma c'halon e gwirionez en em gavo da viken
 
Mil mallozh d'an danvez pa lar din reuzeudik
N'emañ ket evurus evit bezañ pinvidik
 
Gwelloc'h e vez ganin bezañ  .... ha paourez
O vesañ al loened diouzh an noz o c'hoarvez
 
Kar eno da vihanañ war ur c'hrabanat plouz
Evit he ... bezañ paour, me 'm ije kousket didrouz.
 
Bremañ pa yan barzh ma gwele, ne ran nemet en em ruilhañ
Ne deuan ket a-benn an noz d'en em ziskuizhañ
 
Paour eo eñ em c'heñver, koulskoude e garan
Abalamour d'e holl vertuzioù a zo d'e santimant
 
Ma 'n eus soñj evel-se dont da vougañ an tan
Pe hini barzh e galon 'n eus skuizhet e-unan.

11. Barzh an tu all da Bariz

 
‘Barzh an tu all da bariz, Mon cher ami,
Zo ur serten plac’h yaouank, na douchin ket ma gallin miret
Zo ur serten plac’h yaouank, na douchin ket.
 
He neus daou, dri servicher, mon cher ami,
Me oar piv eo, e oant , don de di don don
Me oar piv eo, e oant, à la maison.
 
Ar c’hentañ zo keginer, ...
An eil zo paotr a gambr ...
 
An trede a zo kere
Hennezh eo he c’hoant
 
Ha neus graet dezhi ar botoù
Ar botoù ler lijer
 
Benn oan echuet ganti
Oan aet d’o c’has d’ar gêr.
 
‘N ur wiskañ dezhi he botoù
Dezhi n’ur lavaret
 
Me garfe va mestrezig
Be’añ en ho kostez kousket
 
En ur gwele koat koaret
Bordet a zantelez
 
Hag ar rosignol bihan War ar bank o kanañ

 

 


12. Ar gemenerez

 
Selaouit hag ho klevfot, ho klevfot kanañ
Ar chañson nevez savet, kompozet ar bloaz-mañ
 
‘Zo savet d’ur gemenerez he anv Maïvon
He neus tailhet rochedoù d’an Aotrou ar baron
 
Rochedoù lien fin, rochedoù lien tanv
A zo brodet war an daouarn, gwriet gant neud arc’hant.
 
‘Benn oan achuet gante, e oant laket en ur pakad kloz
Neuze e yae Marrivonig d’o c’has d’ar gêr d’an noz.
 
Deboñjour deoc’h paotr lakez, ha c’hwi palafrinker
Ha c’hwi lavarfe din-me, h’ar baron zo e kêr ?
 
Ar baron diouzh e wele, glevas buan an trouz
Hag a c’houlas piv zo aze war ar parviz ?
 
Piv zo aze war ar parviz d’an eur mañ diouzh an noz
 
N’eus nemet Marivonig, ho ponamiez koant,
A zo deut da gas rochedoù deoc’h-c’hwi Baron yaouank
 
- » Digor an nor paotr lakez, ha digorit neï frank
« Vit ma gallo Marivonig dont d’am gwelet d’am c’hambr
 
Pa edo Marivonig ‘ vont d’an dirioù d’an nec’h
Ar Baron lampon sache dei war he brec’h
 
Didostit Marivonig vit aour na vit arc’hant
Deut da aozañ din va gwele, depech ma teus c’hoant
 
Me ne ran ket kant mil foutr gant aour nag an arc’hant
Me a gousko un nosvezh gant ur baron yaouank.
 
_____________________________________________

14. Deomp da lakat beb a chik

Deomp da lakat beb a chik en enor d'ar gwraget
Hag an hini n'en deus ket a gas anezhañ da gawet
 
Ar wreg a laras d'ar vatez digant un aer da c'hoarzhin
Kaset lein d'ar mevel bras kazi sur ne savo ket ken
 
Petra a zo gantañ c'hoarvezet e-barzh an noz
Dec'h da noz o tebriñ koan e oa yac'h ha dispoz
 
'vel ma mestrez ez on bet ha 'm eus paket ma marv
Met ne laran ger da zen, din va unan ar gwashañ.
 
Gwall abred on komañsetr da vouchañ d'ar merc'hed
An dra-se zo penn kaoz din on chomet krakoset
 
Reteti tra la lenig, soubenn an amann rouz
Va zad oa un tamm brav a baotr, me zo chomet pikouz.

14. Ar Meliner

 
Ken Trist eo va flanedenn, aet on skuizh o ouelañ
E-kreiz va brasañ anken, ‘n em lakan da ganañ
 
Da welet ha me gavo remed d’am foan spered
O kontañ deoc’h va c’hlemmoù tud yaouank selaouet.
 
Me zo ur paour kaezh meliner, hi oa merc’h tiegezh
Goude bezañ he c’haret , me oa karet ivez.
 
Evel ne oa etrezomp nemet ur park hebken,
Vijomp bepred asamblez, o c’hoari, o pourmen.
 
O c’hoari, o ebatat, hep kontañ hep muzul
Ar c’hatekiz a-wechoù, an oferenn d’ar sul.
 
An dud demeus hor gwelet lavare etrezo,
‘Renkomp be’añ breur ha c’hoar pa n’em heuliomp ato
 
Nikun n’en nije soñjet e oa an ebatoù,
Oc’h ober ar skoulm kentañ etre ar c’halonoù
 
Mes ar vugaleaj eürus zo pell zo tremenet
A-boan graet ar pask kentañ, ni oa dispartiet
 
Hi oa kaset da Vrieg, lakaet e pañsion,
Me yeas gant va c’herent en tu all d’ar c’hanton.
 
Va zad o vezañ meliner, feurmas ur veilh nevez,
Ret e oa din labourat ha cheñj krenn a vuhez.
 
Deskiñ lemmat ur velin, ober paotr meliner,
Digoriñ nor ar skulchoù, pep tra en ur ger.
 
Met dont a reas ar mare da vont er maez ar vro
Deus va c’hoarezig vihan ne glevan ket keloù
 
Deus he c’herent kennebeut, ne glevan ket kaozeal
Hep ne c’hallan goulskoude, donet o disoñjal.
 
Echu va dri bloaz servij da viz eost diwezhañ,
Degouezhet on e ti va zad laouen en ur ganañ,
 
Hag evel d’ur goulvenig eo libr he divaskell
‘N ur vont maez deus ar gaoued a gan, a nij a-bell,
 
O vonet prestik goude da wel’ ma mignoned
Distro on deus va hent hep digarez ebet.

 

 

Retour


Trésors d'archives > Brezhoneg > Kantik kozh Kerzevot

Kantik kozh Itron Varia Kerzevot (1712)

 
 
Kantik kozh Itron Varia Kerdevot (1712)


Ar c'hantik-man a zo bet kavet ur skouerenn diouti nemetken. Adembannet eo bet tro ar bloavezhioù 1870 hag adnevesaet war an dro. Embannet ha studiet eo bet gant an Ao Favé, vikel en Erge-Vras hag ezel oberiant eus Société archeologique du Finistère. Aman e kavor ar skrid orin eus 1712 a gont deomp burzhudoù an Itron, met ivez mojenn ar Vosenn, mojenn an armel-aoter flamank, pirc'hirinaj martoloded Dugay Trouin ha diskar tour ar chapel. Evit-se ez a e dalvoudegezh kalz pelloc'h hag ur c'hantik ordinal.

CANTIC SPIRITUEL

E gloar Doue hac an Itron Varia Kdevot, pehini he deus ur Chapel caër e Parres Ergue-Vras equichen Quimper-Caurintin, e pehini e ra bemdez Miraclou bras.

Voar ton : Santes Mari, etc.

Vos omnes sitientes, venite ad aquas. C’hui oll pere oc’h-eus seyet, deut da efa d’ar Feunteun a vuez

1
Tad, Map, ha Spered-Santel, tri Ferson en un Doue,
M’ho suppli a vir galon hac a greis va ene
Da dirigea va memor ha ma ententamant,
Ma composin ur C’hantic d’ar Verc’hes puissant.

Père, Fils et Esprit-Saint, trois personnes en un seul Dieu
Je vous supplie de tout mon coeur et de mon âme
De diriger ma mémoire et mon entendement
Pour que je compose un cantique à la Vierge toute puissante.


2
Biscoas, Christenien, sioas ! n’hor boa brassoc’h ezom
Da supplia hor Salver hac ar Verc’hes e Vam,
Da rei ar c’hraç d’hon Roue da veza victorius
Var e oll ennemiet, adversouryen Jesus.

Jamais, hélas ! nous chrétiens nous n'avions eu autant besoin
De supplier notre Seigneur et la Vierge, sa mère,
De donner la grâce à notre roi pour qu'il soit victorieux
Sur tous ses ennemis, adversaire de Jésus.


3
Tristidiguez a velàn, allas ! pell so er bed,
Quernez hon eus bet ivez commancet da velet,
Assista a reomp bemdes en enterramanchou
Demeus a dud hor c’hanton, hac en o servichou.

Je vois de la tristesse hélas depuis longtemps en ce monde
Nous avons commencé a voir la famine parmi nous,
Nous assistons tous les jours à des enterrements
Et à des services mortuaires, de gens de notre contrée.


4
N’en deus nemet ar vocen n’on deus quet c’hoas guelet,
En hon touez er vro-mâ, Doue ra vezo meulet :
Pedomp an Dreindet Santel hac ar Verc’hes Vari,
Ma vezimp guitibunan preservet diouti.

Il n'y a que la peste que nous n'avons pas encore vue,
Parmi nous dans ce pays, que Dieu soit loué :
Prions la Sainte Trinité et la Vierge Marie,
Que nous soyons à tout jamais protégé de ce fléau.


5
Ar voyen d’en em assuri eus ar guir joaustet,
Ha da bossedi da jamæs ur peoc’h hir ha parfet,
Eo supplia ar Verc’hes da bidi evidomp,
Pa na veritomp siouaz ! e selle Doue ouzomp.

Le moyen de s'assurer de la vraie félicité,
Et de posséder à jamais la paix longue et parfaite,
C'est de supllier la Vierge de prier pour nous,
Quand on ne mérite pas hélas que Dieu nous regarde.


6
Meur a blaç santel dezi er bed a so savet,
Eleac’h ma zeo enoret, caret hac invoquet,
Eleac’h ma acord Doue, dre e intercession,
Graçou bras d’ar bec’herien p’e fedont a galon.

Plusieurs sanctuaires lui sont consacrées,
Où elle est honorée, aimée et invoquée,
Où Dieu accorde par son intercession
Des grâces importantes aux pêcheurs qui la prie du fond du coeur.


7
Hep choqui e nep fæçon Ilis Santel ebet,
Me souten goude calz a dud gant lealdet,
Emedi en hor c’hanton an Ilis devota
E deus ar Verc’hes Vari hac ar principala

Sans choquer d'aucune façon d'autres églises saintes,
Je soutiens comme beaucoup de gens et avec loyauté,
Que se trouve dans nos contrées l'église la plus dévote
Et la plus importante à la Vierge Marie.


8
Coms a ran deoc’h, Christenien, eus an Templ biniguet,
Tost da Guemper-Caurintin, Kdevot guir hanvet,
So batisset d’ar Verc’hes dre vir devotion,
An Ilis ancienna he deveus er c’hanton.

Je vous parle Chrétiens du temple béni,
Près de Quimper-Corentin, le village dévot le bien nommé,
Qui est bâti à la Vierge par pure dévotion,
L'église la plus ancienne qu'elle possède par ici.


9
C’huy Ergueiz-Gaberic, a bossed ar c’haera
Demeus an oll tensoriou a so war ar bed mâ,
Ar sourcen eus a c’hraçou an Drindet adorabl,
Elec’h ma arru bembe Miraclou surprenabl.

Vous, Gabéricois, vous possédez le plus beau
De tous les trésors qu'il y a dans ce monde
La source des grâces, la trinité adorable,
Où survient tous les jours des Miracles surprenants.


10
Un histor a rapporter dign da vea discleriet,
Penaus ar Verc'hes Vari,  evil ma vise goueet
Et c'hantoniou divar dro, Santela plaç e voa,
Elec’h ma cleo ar pec'hour gant carentez ha joa.
10
On rapporte une histoire digne d'être racontée:
Comment la Vierge Marie, pour que soit connue
Dans la contrée avoisinante, la plus sainte des places
Où le pêcheur peut l'entendre avec joie et amour



11
A lavaras expressamant d'eur munuser yaouanc
Ober dezi un ouvraich a vise excellant,
Un ouvraich ar parfeta a ouisie da ober,
Hac e vise paet en Eon gant Jesus he Mab-quer.
11
Dit expressément à un jeune menuisier
De lui façonner un ouvrage qui soit excellent
Le plus parfait qu'il sache faire
Et qu'il serait payé au ciel par Jésus son beau fils



12
Pa vise achu gantàn, e ambarqse timat
En ur chaloup var ar mor : chelaouet ar Miracl,
Ha Doue er c'honduje dan devota IIis
A oa d’ar Verc'hes Vari batisset e Breiz.
12
Quand il serait terminé, l'embarquer aussitôt
Dans une chaloupe sur la mer : écoutez le miracle
Et Dieu le conduisit à l'église la plus dévote
Qui était dédiée à la Vierge en Bretagne.



13
Pa voa voar ar mor ha guelet gant an dut,
Et teue ar Veleyen, Fabligen a bartout,
Mæs ne dostaas ous nicun quen na voa arruet
Person an Ergue-Vras ha Fabric Kerdevot.
13
Quand elle était sur mer au vu des gens
Des prêtres et des fabriciens accoururent de partout
Mais elle ne s'approcha d'aucun tant que ne fut pas arrivé
Le Recteur du Grand Ergué et le fabrique de Kdevot.



14
An ouvraich santel neuse d’an douar a abordas,
Ar Fabric a Kdevot ep dale er c'hemeras ;
E Kdevot e voa rentet gant ur pomp magnific,
Laqueet eo eoc’h an Auter da velet dar public.
14
Le saint ouvrage alors aborda à terre
Le Fabrique de Kerdévot s'en empara sans tarder
A Kerdévot on l'emmena en grande pompe
On le mit sur l'autel en vue du public.



15
Eürus bras o cavàn, habitantet Ergue,
Da veza, dre breferanç dan oll dud ar c’hontre.
Enoret demeus un IIis quer caër ha quer santel,
Mammen an oll miraclou ha graçou eternel.
15
Je vous trouve bien chanceux, habitants d'Ergué
D'être plus que tous les gens de la contrée
Honorés d'une église si belle et si sainte
La source de tous les miracles et des grâces éternelles.


16
Paressionis Elliant a ouffe lavaret
Peguer santel ar plaç-màn dar Verc'hez binniguet ;
Na dleont quet ancouât ar rest eus ho buhe
An obligation o deus da Vari, Mam Doue.
16
Les paroissiens d'Elliant sauraient dire
Combien ce lieu bénit à la Vierge est saint
Ils ne doivent pas oublier le reste de leur vie
L'obligation qu'ils ont envers Marie, la mère de Dieu.



17
Ataquet oant gueichal gant eur c'hlenvet cruel,
Ur pestilanç dangerus, commanç a rent mervel :
Quer stanc e varvent bemde quen na vanque loënet
Ha quiri d'o c'hass d’ar vorc'h d’an douar binniguet.
17
Ils furent attaqués il y a longtemps par une maladie cruelle
Une pestilence dangereuse, ils commencèrent à mourir
Ils moururent si nombreux qu'on manquait d'animaux
Et de charrettes pour les transporter au bourg en terre bénite.



18
Pa velzont an danger bras e oant oll da vervel,
O devoe recours ouzoc'h, Guerc'hes Sacr ha Santel,
En em voesla a resont gant cals devotion.
Da Kdevot d’ar pardon gant ho Frocession.
18
Quand ils virent qu'ils étaient tous en danger de mort
Ils eurent recours à vous Vierge sainte et sacrée
Ils firent le vœu d'aller avec beaucoup de dévotion
Au pardon de Kerdévot avec leur procession.



19
Er moment ma partijont eus parres Elliant,
Da vonet da Kdevot, o doa soulageamant,
Rentet pare ha dispos, ha yac'h eus ho c'hlenvet :
Guerc'hes Glorius Vari, ra viot binniguet.
19
Au moment où ils partirent de la paroisse d'Elliant
Pour aller à Kerdévot, ils furent soulagés.
Rendus guéris et dispos, et débarrassés de leur maladie
Vierge Glorieuse Marie, que vous soyez bénie


20
Ober a resont neuse eur vœu perpetuel,
Ma teusient ur veich bep bloas da Ergue, d’ho Chapel,
D'ho trugarecât, Guerc'hes, demeus ho tonæson,
Nobl ha partabI, Beleyen gant ho Frocession.
20
Ils firent alors le vœu perpétuel
Qu'ils viendraient une fois par an à Ergué en votre chapelle
Pour vous remercier, Vierge, de votre don
Nobles, roturiers et prêtres avec leur procession.



21
Meur a den bet massacret, ha voar ar mor beuzet,
Dre ho calloud, ô Guerc'hes ! so bet ressucitet ;
Calz e dud, dre accidant privet eus ar guelet,
O deveus e Kdevot ar sclærigen cavet.
21
Beaucoup de personnes massacrées ou qui ont péri en mer
Par votre pouvoir, o Vierge ! ont été ressuscitées
Beaucoup de gens, privés par accident de la vue
Ont retrouve la lumière à Kerdévot.



22
D’an dud troublet a squiant, ha memes foll rentet,
Kdevot so ordinal ur remed assuret ;
Hag an traou e ve laëret, pa vent gouestlet dezi,
Na ell quet e nep fæçon all laër o dransporti.
22
Pour les gens dérangés d'esprit et même rendus fous
Kerdévoi est d'ordinaire un remède assuré
Et les choses volées, quand elles lui ont été dédiées
On ne peul en aucune façon les transporter.



23
Davantaich an nep a gouez siouas en accidant,
Pe dalc'het var ar guele gant clènvet languissant,
So guelleet e Kdevot, pa zeuont a vir galon
Da c'houlen digant Mari e intercession.
23
De plus ceux à qui arrive un accident
Ou ceux qui doivent languir au lit à cause d'une maladie
On les voit à Kerdévot venir de bon cœur
Demander à Marie son intercession


24
Er Paressiou divoar dro un nombr bras a Gueriou,
En danger da veza laquet e poultr hag e ludu,
Siouaz ! dre un tan terrubl, a so bet sicouret
Er moment ma zint dan Templ a Kdevot gouestlet.
24
Dans 8 communes environnantes un bon nombre de villages
En danger d'être réduits en poussière et en cendres
Hélas par le feu terrible, ont été protégés
Quand ils ont été placés sous la protection du temple de Kerdévot.



25
Beza eus tud var an douar pere dre un domaich,
Pe dre ur fortun bennac a goll prest ho c'houraich,
Pe ma zint bet pell amser gant clênvet languisset,
Pe trist, melconiet, casi disesperet.
25
Il y a des gens sur terre qui, à cause d'un dommage
Ou par une quelconque infortune, perdent leur courage,
Ou, quand ils sont restés languir longtemps à cause de la maladie
Ou qu'ils sont tristes, mélancoliques, quasi désespérés



26
E Kdevot e caffint ar gonsolation,
Elec'h o zistrigiguez, m’ar deuont a vir galon,
Prosperite er bed-mân, er bed-all joausdet,
Rentet joaus ha contant, ha parfet a speret.
26

A Kerdévot ils trouvent consolation
Au lieu de la tristesse, s'ils viennent de bon cœur
Ils trouvent la prospérité en ce monde, et la joie dans l'autre
On les sent joyeux et contents et parfaits d'esprit.



27
Ouspen ar groaguez brases, pa vent estranch e poan,
O clasq digaç voar ar bed o bugale bihan,
A so a Kdevot diboanniet hep dale
Dre voyen ar Verc'hes Sacr : meulet ra vezo Doue.
27
De plus les femmes enceintes, quand elles ont énormément de mal
En essayant de mettre au monde leurs petits enfants
A Kerdévot elles sont soulagées sans tarder
Par la grâce de la Vierge sacrée : que Dieu soit béni !


28
Mæs bete vremâ ne meus quasimant lart netra ;
Chetu ar c'haëra miracl hac ar principala,
Ar pec'herien obstinet a chench oll o goal stat,
Pa zeuer d'ho recommandi d'ar Verc'hes honorabl.
28
Mais jusqu'à maintenant je n'ai quasiment rien dit
Voici le plus beau et le principal miracle :
Les pêcheurs obstinés changent tous leurs tristes conditions
Quand ils viennent se recommander à la Vierge honorable.


29
Me a brouv quememâ dre ar personachou
So bet ganti sicouret en ho necessiteou,
Me zisquei doc’h sclæramant quement a meus laret :
Clevit attantivamant, m'ho disclerio doc'h net.
29
Je prouve ceci par les personnes
Qui ont été secourues par elle dans leurs nécessités
Je vous montre clairement ce que j'ai dit
Ecoutez attentivement, je vais vous le dire tout net.


30
Ur soudard eus a Guemper, hanvet  autrou Deschamps,
O Visita Kdevot er c’horaïs divezàn,
En deus laret d’ar fabric e ze bet sicouret
Gant Mari, en e gampaign, er goan-mâ tremenet.
30
Un soldat de Quimper, du nom de Deschamps
En visitant Kerdévot au dernier carême
A dit au sacriste qu'il a été aidé
Par Marie, dans sa campagne de l'hiver dernier.


31
Ar soudardet a voa bet gant an autrou Duguay,
Na allent quet rancontri an hent da zont d'ar guer.
En danger da veza collet var ar mor perillus,
En em offret o deus bet dar Verc’hes glorius.
31
Les soldats avaient été avec Monsieur Dugay
Et ne trouvaient pas leur route pour rentrer à la maison
En danger de se perdre sur la mer périlleuse
Ils se sont voués à la Vierge glorieuse.


32
Deut int d’he zrugarecat, pa int deut da Guemper,
Roet o deus dezi e presant ur Chapelet caër,
Ha roet un offranç-all c'hoas ha guers Oferennou.
Soutenet-y c'hoas, Guerc'hes, en o oll combatou.
32
Ils sont venus la remercier quand ils sont venus à Quimper
Ils lui ont donné comme présent un beau chapelet
Et d'autres offrandes encore el l'argent de messes
Ils sont soutenus encore, Vierge, dans tous leurs combats


33
E mis c'huevrer diveza, chelaouet, me ho ped,
Un Den a Dreo Langolen eus a Barres Briec,
O vont gant e varc'h, un deiz, dar Foar da Gastellin
Oa var ar poent dangerus en ur stær da veuzi.
33
Au mois de février dernier, écoutez je vous en prie
Un homme de la Trêve de Langolen de la Paroisse de Briec
Allant avec son cheval un jour à la foire à Châteaulin
Etait en train de se noyer dans une rivière


34
Dre bermission Doue e arruas un den,
O velas o vont oc'h traon gant an dour, marc'h ha den,
Var e zaoulin e stouas, da Vari o gouestlas,
En he zi a Kdevot, ebars en Ergue-Vras.
34
Par la grâce de Dieu un homme survint :
En les voyant couler, homme et cheval,
Il s'agenouilla et fit un vœu à la Vierge

De Kerdevot au Grand Ergué.

35
Prest e voant da veza maro pa voant gouestlet dezi,
En instant ma int gouestlet, sicouret int ganti ;
Un dra, eme an den-mâ, dre bermission Doue.
Evel ur voguer creo o arretas en Eê.
35
Ils étaient presque morts quand on fit le vœu
Et à ce moment ils furent aidés par elle
Une chose, dit cet homme, avec la permission de Dieu
Comme un mur solide les arrêta dans le ciel.


36
Un nombr bras eus a dud a Guemper-Caurintin,
A Barres Sant-Evarzec hac a Ergue-Vihan,
A Ergue-Vras, a Vriec, a Barres Kerfeunteun,
Demeus a Barres Elliant hag a Barres Cuzon.
36
Un grand nombre de gens de Quimper-Corentin
De la paroisse de St-Evarzec, du Petit-Ergué
Du Grand-Ergué, de Briec, de la paroisse de Kerfeunteun
De la paroisse d'Elliant et de la paroisse de Cuzon


37
Deus o c'hlènvejou marvel a so bet delivret,
En o afflictionnou a so bet consolet,
Deus a pleuresi, terc'hen, pourpr ha pep seurt clènvet ;
E Kdevot e zint bet antieramant yec'heet.
37
De leurs maladies mortelles ont eté délivrés
Dans leurs afflictions ils ont été consolés
De la pleurésie, des dartres, des pustules et de plusieurs maladies
A Kerdévot ils ont été entièrement guéris.


38
Ur Bælec originær a Ergue-Gaberic
En deus bet e Kdevot ur yec'het manific ;
E spaç eus a bemp sizun e bet var ar guele,
Dilavar, abandonet gant quement en guele.
38
Un prêtre originaire d'Ergué-Gaberic
A été guéri à Kerdévot d'une façon magnifique
L'espace de 5 semaines il a été alité
Sans parler, abandonné par tous sur son lit.  


39
Eur vourc'hises a Guemper, siouaz ! dre accidant
Rentet mudes pemzec de, privet eus ar parlant,
So bet gouestlet en Ergue d'ho Chapel binniguet,
Dre ho craç, Guerc'hes Santel, he deus bet ar prezec.
39
Une bourgeoise de Quimper, hélas par accident
Rendue muette 15 jours, privée de la parole
S'est vouée à votre chapelle bénie en Ergué :
Par votre grâce, Vierge Sainte, elle a retrouvé l'élocution.



40
Eus a Ergue-Gaberic eur vrœc borgnes rentet
Gant un taich var e lagat savet dre eur c'hlènvet,
E Kdevot er guelc'has gant an dour souveren
Eus a feunteun ar Verc'hes, m'he devoue sclerigen.
40
D'Ergué-Gabéric, une femme devenue borgne
Avec une tache sur l'œil à cause d'une maladie
A Kerdévot elle le lava avec l'eau souveraine
De la fontaine de la Vierge elle retrouva ta vue


41
Bremàn eus bet unnec vloas da Vouel ar Chandelour,
Gant curun hac avel-foll e voa couezet an Tour,
Ma voa surprenet un den, allas ! dindan ar vein :
Daouzec carrat assuret a voa couet var e guein.
41
Maintenant il y a eu 11 ans à ta fête de la Chandeleur
A cause du tonnerre et du vent fou, le clocher tomba,
Un homme hélas, fut surpris par les pierres
12 charretées au moins étaient tombées sur son dos


41
Cousgoude e voa clevet o crial, o lamant,
Oc'h en em recommandi deoc'h, Guerc'hes puissant,
Ma voe dre ho cuir sicour ac'hane dilivret,
E oll isily briset, brusunet, massacret.
42
Cependant on l'entendait crier, se lamenter
Se recommander à vous, Vierge puissante
Pour être délivré par votre aide
Tous ses membres brisés, en miettes, massacrés.


43
Ar biana eus ar vein voa capabl d'e Laza,
Pa ne m'oc'heus bet miret, ô Itron Varia !
Ma cofessas, quent mervel, gant cueuz e bec 'hejou ;
Bremàn en deus an henor d'ho quelet er joayou.
43
La plus petite de ces pierres était capable de le tuer
Si vous ne l'aviez pas empêché, O Madame Marie
Afin qu'il confessât, avant de mourir, et avec repentir, ses pêchés
Maintenant il a l'honneur de vous voir en joie.


44
Un den a Barres Eliant prest da goll e broces
Gant un amezec dezàn dre vir traïtoures,
A deuas da Kdevot da visita Mari :
Gouneet en deus e broces dre voyen anezi.
44
Un homme de la paroisse d'Elliant, près à perdre son procès
Avec son voisin par vraie traitrise
Vint à Kerdévot visiter Marie :
Il a gagné son procès grâce à elle.


45
Eus a Ergue-Gaberic ur vrœc fur ha prudant,
E deus bet dre ur c'hlènvet collet e jugeamant,
Mæs quen terribl quen na voa ret d'e amezeyen
He divoall hac he staga en he zy gant querden.
45
D'Ergue-Gaberic une femme sage et prudente
Avait perdu ses facultés après une maladie
Si terrible que ses voisins devaient
La garder et l'attacher dans sa maison avec des cordes.


46
N'en deus den var an douar quer calet a galon,
He guelfe er stad trist mâ hep caout compassion,
O chanchat var bleo he fenn, hac o straqual e zent ;
Ma Doue, èn so terrubl coll ar guir sclerigen !
46
Il n'y a personne sur terre si dur fut son cœur
Qui ne compatît pas à ce triste état
Elle s'arrachait les cheveux de la tête et claquait des dents
Mon dieu, c'est terrible de perdre la vraie lumière !


47
E priet hac e c 'herent ouz e c'honsideri,
Na zebre na ne eve, torret e isili,
Defiguret e bisaich hac e sellou troet,
E gouestlas e Kdevot dar Verc'hes binniguet.
47
Son mari et ses parents en considérant
Qu'elle ne mangeait ni ne buvait, ses membres cassés
Son visage défiguré et ses yeux révulsés
Firent un vœu à Kerdévot à la Vierge Bénie


48
Incontinant he deus bet squiant a neve flam,
Jesus ra vo binniguet, ar Verc'hes Sacr he Vam.
Hac he deus testamantet eur vros eus e dillat
Da enori ar Verc 'hez, ha d'he zrugarecât.
48
Immédiatement elle retrouva ses esprits flambant-neufs
Jésus, que soit bénie la Vierge Sacrée sa mère
Et elle a légué une robe de ses habits
Pour honorer la Vierge et la remercier.


49
Ar groasguez a ve poaniet en o guilioudou,
So sicouret gant Mari bemnos, bemde-c'houlou,
Hac o bugale vihan, pa vent sempl, languissant,
P'o recommander dezi, o deus ar vadiziant.
49
Les femmes qui ont du mal à accoucher
Sont secourues par Marie, chaque soir, chaque jour
Et leurs nouveau-nés quand ils sont faibles et languissant
s
Quand on se recommande à elle, ils ont le baptême.

50
Ho feunteun, Guerc'hes Vari, a so bras e effet,
Guellaat a ra dan derc'hen, catar, pep seurt clènvet,
Davantaich, ous he scarza, he deus pep maguerez
Da vaga o c'hrouadur abondanç eus a lez.
50
Votre fontaine, Vierge Marie, a un grand effet
Elle améliore les dartres, le catarrhe, toutes sortes de maladies
Et même pour les éliminer, chaque nourrice
A pour nourrir son bébé beaucoup de lait.


51
Dont a ra da Kdevot bep guener eus ar C'horaïs
Un nombr bras, a dut devot bep Sul, bep Gouel, bemdeis ;
Pedet nos ha de ar Verc'hes ma ho quelo er gloar,
Ha quement so devot dezi amàn var an douar.
51
Chaque vendredi de Carême, il vient à Kerdévot
Un grand nombre de dévots chaque dimanche, chaque fête, chaque jour
Qui prie nuit et jour la Vierge dans les cieux
Tous ceux qui lui portent dévotion sur la terre.



52
N'en deus quet quen alies a deis ebars er bloa,
Evel a viracl a ra ar Verc'hes Varia ;
Mar fell deoc'h en approui, en em recommandet
E Kdevot da Vari, pa viot affliget.
52
Il n'y a pas autant de jours dans l'année
Que de miracles faits par la Vierge Marie
Si vous voulez en profiter, recommandez-vous
A Kerdévot à marie, quand vous serez dans la souffrance.


53
Rac-se eta, Christenien, quemeromp esperanç,
En Iiis a Kdevot, lequeomp hor c'honfianç,
Ha pa omp bet dar Verc'hes caus da vesa Mam Doue,
Pedomp-hi ma vimp salvet pad an eternite.
53
Devant cela Chrétiens, espérons
Dans l'église de Kerdévot mettons notre confiance
Et quand on passe par la Vierge, Mère de Dieu
Prions- la que nous soyons sauvés pour l'éternité.


54
Considerit, Christenien, pa arruet en he zi,
Emedi he Map JESUS etre he divrec'h ganti,
Evel pa e deffe desir d'e rei da vriata,
Dar belerinet devot a zeu d'he bisita.
54
Considérez Chrétiens que quand vous arrivez dans sa maison
Son fils Jésus est dans ses bras
Comme si elle voulait le donner à embrasser
Aux pèlerins dévots qui viennent la visiter.


55
Dar yaou hanvet gouel Doue, ententet Bretonet,
E casser ar Sacramant da Kdevot benniguet,
Bet an amzer a garo, e zer accustumet
Da gaç he Mabic Jesus dar Verc'hes binniguet.
55
Le jeudi appelé Fête-Dieu, comprenez Bretons
On amène le sacrement à Kerdévot la bénie
De tout temps, on a eu l'habitude
D'amener l'enfant Jésus à la Vierge Bénie.


56
Oferen-bret ha gousperou a ve ebars en de-ze,
Benediction Doue pehini a ve goude,
Orgraou ar Verc'hes a son epad an oll amser
Da enori he Map Jesus a so var an Auter.
56
Grand-messe et Vêpres il y a ce jour- là
La bénédiction de Dieu après
Les orgues de la Vierges jouent tout le temps
Pour honorer son fils Jésus sur l'autel.

 

       
       
       
       
       
       
       
       
       
       
       
       
 

Trésors d'archives > Brezhoneg > Kemperiz e Kerzevot

Kemperiz e Kerzevot (Le pélerinage des Quimpérois à Kerdévot en 1871)

Setu ur skrid a-bouez da genver ar brezel 1870. Tennet eo eus "feiz ha Breiz", kelaouenn Eskopti Kemper ha Leon. Displegañ a ra pegen aon o doa poblañs Kemper rak an darvoudoù e Pariz: Ar gomun ha trec'h an Alamaned. (Traduction disponible en Français.)
 
 
Savetaet eo ar Frañs ! ! Setu komzoù ur vamm gristen d'he bugale, pa zistroas eus Kerzevot, an ugent eus ar miz-mañ. Savetaet eo ar Frañs ! ! pa 'z omp deut pelloc'h da grial war-zu an Itron Varia.
 
Petra 'zo bet eta a-nevez e Kerzevot an ugent eus ar miz-mañ ? Petra ? Un dra gouest da roiñ fizians d'ar re o deus kazi he c'hollet. Ur gerik eta eus an deiz kaer-se.
 
Kemperiz, spontet eus koll-war-goll hor soudarded, glac'haret e goueled o c'halon eus distruj o bugale, o broïz, 'zo en em zastumet e treid an aoterioù, o deus leuniet bemnoz iliz Sant Kaourintin, 'zo daoulinet niverusoc'h evit biskoazh evit degemer o Doue, o deus klasket a-bep-tu bennozh an neñv, hag an neñv a seblante chom atav bouzar d'o fedennoù.
 
Neuze un nebeut Itronezed, ken anavezet dre o renk uhel, 'zo deut da soñjal  e oa Kerzevot chapel muiañ karet an Itron Varia er vro-mañ. Deut zo dezho da soñj oa Itron Varia Kerzevot he devoa lakaet da ehan ar vosenn en Eliant hag er c'harter tro-war-dro, meur a gantved 'zo. Deut 'zo dezho da soñj  e kavet c'hoazh e buhez, tud pareet dre vurzhud er chapel santel-mañ : ur plac'h d'eus Edern, mud eizh vloaz a oa, a reseve enni ar gomz deiz ar pardon bras, dirak meur a vil den, er bloaz 1849. - Un all mac'hagnet a-viskoazh a reseve ar c'herzhed - Kalz re all, meur a c'hras n'o devoa meritet nemet dre o fisiañs vras er Werc'hez. Petra 'ra 'ta Itronezed Kemper ? En em ouestlañ a reont da vont da bardonañ d'ar Gerzevot ha da lakaat laret eno un oferenn 'vit holl soudarded ar Frañs.
 
War an eur, holl Kemper a zesk ar ouestl gant ar brasañ laouenidigezh ; heb dale gant arc'hant an oferenn 'zo dastumet tremen pevar ugent lur 'vit ar chapel. Aotrou Person Sant Kaourintin pehini en e holl visionoù, n'en deus biskoazh disoñjet prezek d'e vreudeur ar garantez evit ar Werc'hez, a embannas,  e pron an oferenn bred ar ouestl o devoa graet e baresioniz da vont da bardonañ d'ar Gerzevot d'ar meurzh, ugent eus ar miz.
 
D'ar meurzh, da bemp eur diouzh ar mintin, Kemperiz 'zo war droad. D'eus a-gichen kroaz an ospital, lec'h asinet 'vit en em gaout, e kerzhont peb hini en e vandenn, war-zu an Erge Vras, o chapeledoù etre o daouarn.
Ne gomzan ket deoc'h d'eus aezhenn fresk ar mintin, d'eus an teir lev a oa d'ober araok degouezhout er Gerzevot, d'eus sioulded an holl, d'eus oad vras kalz Itronezed deut eus ar ger war yun. an hast o devoa holl da welet Kerzevot a reas dezho disoñjal pep poan.
 
War-dro seizh eur hanter, kalz pardonerien a degouezh, gwiskañ reer an oferenn gentañ, hag an iliz frank da nav c'hant den 'zo dija re vihan. Pep unan e chapeled en e zorn,  kalz ur piled war alum en dorn all, holl daoulinet war ar maen, holl e stagont o daoulagad war imaj an Itron Varia, pe war an Aoter-se heb he far en eskopti Kemper. Tremen kant den a resev o Doue en oferenn-man, hag a-vec'h achuet mar klever, dre bevar c'horn ar chapel, saludiñ an Itron Varia dre ar c'haerañ kanaouenn. Ya, e gwirionez ar c'han a oa un triomf  hag evit ar wech kentañ em buhez, ez on bet diblaset da grediñ e c'haller er vro-man, kanañ 'vel e broioù all ken brudet dre o c'hanaouennoù flour. Holl e seblantemp dija trec'h d'hon enebourien, e seblantemp kaout etre hon daouarn buhez an diwezhañ prusian.
 
Da nav eur hanter pa wisker an eil oferenn, (oferenn evit ar soudarded ), den ne c'hall mui daoulinañ er chapel hag an daou c'hant den a dostaas 'vit degemer o Doue, na dostajomp nemet gant kalz poan. war fin an oferenn-mañ, evel p'hon dije a-neuze bet hon holl goulennoù e kanjomp a-greiz kalon ar Magnificat, ar c'hantik dudius-se lezet etre hon daouarn gant hor mamm hec'h-unan. A-neuze ne glevfec'h mui, kazi ar rest eus an deiz, nemet kanaouenn er chapel.
 
An trizek pe pevarzek kant den, deuet d'ar Gerzevot, en em dennas nebeut-a-nebeut, o c'halon laouenaet, war c'hed 'vel lare unan eus Itronezet Kemper, war c'hed, 'vit an deiz-se memes eus ur c'helou mat bennak.
Ar c'helou mat 'zo deut hep dale. Korf arme ar prusian Fritz 'zo bet dispennet gant hor jeneral Vinoy, en deiz memes ma teuas Kemperiz d'ar Gerzevot.
 
An Itron varia a selaouas en deiz-se he bugale, na ehano mui d'o selaou ken na zeuio da vezañ gwir ar c'hri leun a feiz d'eus ur vamm gristen d'he bugale en distro d'eus Gerzevot. Savetaet eo ar Frans, pa 'z omp deut pelloc'h d'en em droiñ war-zu an Itron Varia.
 
Ur C'hrouadur da Itron Varia Kerzevot.
 
 
D'ar seizh war 'n ugent eus ar miz, ez eus bet e Kerzevot, ur pelerinaj kalz c'hoazh kaeroc'h eget d'an ugent. D'ar meurzh 20 a viz meurzh ne voa nemeur nemet Kemperiz ; d'ar meurzh 27 e voa ouzhpenn-se tud an Erge Vras hag ar parrezioù diwar-dro. Bez' e voa eno en deiz-se etre tri mil ha pevar mil bardoner, hag ez eus bet etre pemp ha c'hwec'h kant komunion.
 
G.M.
 
 
 

Trésors d'archives > Brezhoneg > Raklavar trec'h ar garantez

Trec'h ar garantez (Raklavar)

 
Setu raklavar al levr divyezhek bet embannet e 2013 gant Arkae. Skrivet eo bet gant Bernez Rouz.

Dizoloet ‘m eus Jean-Louis Rozeg gant levr Francis Favereau Antologiezh al lennegezh vrezhoneg. Dre ur pennadig tennet eus ar romant Trec’h ar garantez em eus lennet e komze eus va farrez genidik An Erge-Vras.
Kerkent ha prenet al levr e oa sklaer e ouie an den eus doareoù va hendadoù. Sed ‘m eus klasket roudoù eus an den ha kavet ‘m eus er c’hannadig parrez ha pelloc’h e dornskrid ar person.
 
Jean-Louis Rozeg a oa misionaer eus urzh Sant Jakez a Montfort. Mont a rae da brezeg misionoù un tamm pep lec’h er vro. Derc’hel ar feiz, derc’hel ar yezh, derc’hel ar gizioù kozh, evitañ kement-se a yae asamblez.
 
Paotr ar feiz e oa, hag ur feiz kreñv ha kalet e-giz oa bet desket dezhañ en e vro gatolik Bro Leon. Ganet eo bet e Ploueskad e 1898. Ur gronikenn « An taol Lagad » a skrive kazi beb sizhun er gelaouenn « Breiz » savet gant Yves Le Moal, ur gelaouenn kristen e brezhoneg. « Ar relijion da gentañ, eno eo emañ ar silvidigezh rak eno emañ ar wirionez hag an dever »[1].
Stourm a rae evit ar skol gatolik hag a-enep ar skol lik : « Ar skol laik a zo galvet da vezañ magerez ar spered komunist, da vezañ skol ar revolusion »[2]. Goulenn a rae e vije an div skol heñvel ouzh al lezennoù : « Pegoulz e vezo skolaerien Bro C’hall evit ober katekiz er skolioù ? Pegoulz e vezo gwelet skolioù katolik paeet gant ar gouarnamant nann gant ar Gatoliked o-unan ? »[3]
Difenn kreñv a ra ar reolenn divyezhek er skolioù, da laret eo implij ar brezhoneg gant ar vugale evit deskiñ dezhe ar galleg, o sentiñ e-giz-se d’an Ao. Eskop Duparc : « Il est inadmissible que des élèves bretons quittent une école libre urbaine ou rurale sans savoir le Breton »[4]. Skrivañ a rae dija e oa fall stad ar brezhoneg er bloavezhioù tregont:
« Biskoazh n’eo bet ken tost d’e varo ha ma ne deuer ket prim war e sikour emañ graet gantañ da viken »[5].
Petra sonjfe hiziv, pag eo adembannet e benn oberenn Trec’h ar Garantez. ? Ur romant a dalvez dreist holl evit taolenn ar vuhez sokial e Breizh Izel pa oa brezel ar skolioù o ren. Tud an Erge a gavo ouzhpenn taolenn vev ur match mell-droad eus ar Baotred Dispont ha skeudenn an Aotrou Bolloré, rener ar Veilh Baper, madoberour ar barrez.
 
 

[1]  Hervez Yvon Tranvouez : « Dictionnaire du monde religieux dans la France contemporaine » P. 372.
[2] « Breiz » 7 a viz Ebrel 1929.
[3] « Breiz », 22 a viz Mae 1932
[4] Programme breton imposé par Mgr Duparc aux écoles chrétiennes de Quimper et de Léon. E « Breizh » 16 a viz meurzh 1930.
[5] « Breiz » 3 a viz Gouere 1932.