Kan ar paperer ( La chanson du papetier)
Yann ar gwenn chañsoner brudet a vro Dreger en deus savet ur bern kanaouennoù. Houmañ a zo e stumm un disput etre daou zen. Pilhaouerien a oa brudet kaer er vro hag o doa afer da berc’henn ar milinoù paper a brene dezho ar pilhoù d’ober youd paper. E- leizh a vilinoù paper a oa kostez Montroulez hag ar bilahouerien a oa paotred ar Fouilhez anezho, anavezet dre ar vro holl.
	Disput etre ur paperer hag ur pilhaouer
	Kavet em eus ur matier a zo ekselant
	Evit formiñ un disput hervez va santimant
	War sujet ar pilhaouer hag ar bapererien
	Abalamour d’o etat ha d’o antretien.
	Ar pilhaouer da gomañs a rank mont da vale
	Deus an eil barez d’eben, deus an eil ti d’egile
	A-hed ar pemzek devezh da zastum ar sammoù
	Da vevañ er baourentez, da lojañ er c’holo[1].
	Ar paperer
	Ha ni er vilin-paper a zo prizonierien
	Ken atentif hag ar mor o pilat e c’hourlen
	Emañ pep hini ac’hanomp fidel en e etad[2]
	Abred deus ar mintin hag eus noz diwezhat.
	Ar pilhaouer
	D’ar c’houlz ha ma vez ouzh taol o tebriñ, oc’h evañ
	O vont d’an ostaliri pa gerez da roulañ
	E vemp en estremite o vesk an dour hag ar fank
	O fournis dit labour da c’hounit da arc’hant.
	Ar paperer
	Petra ‘zo kaoz ma soufrez kement a baourentez
	Ha kement a vicherioù hag a gomzez aze
	Panevet ma profitez ha ma c’heus gonit mat,
	Me a zo sur e teufez da renoñs da etad.
	Ar pilhaouer
	Ma vez ni en ur glevfe da renons d’an etad,
	Dre va feiz a bilhaouer, te a vez rentet plat ;
	Ne rafez ket a regalioù nag evañ kalz a win :
	Evel ma vank ar pilhoù ne val ken ar velin.
	Ar paperer
	Ne vo ket se a ampech ar velin da valañ,
	Rak re a bilhaouerien a zo dre ar vro-mañ
	Hag en istant ma vanki, daou all a deuo e plas,
	Hag ez ay da damm bara gant da vignoned bras.
	Ar pilhaouer
	Pa errufomp er velin ha pa ‘maomp disammet,
	Ar mestr a deui da bouezhañ ha ni a yel da sellet,
	Hag omp sur e tegaso kant da bevar ugent ;
	Diwar ar samm a dri c’hant e savo tri ugent.
	Ar paperer
	Ha te a zo bet gwelet en hent o tisammañ,
	El lec’h ma welez ur poull, en digarez dresañ,
	O c’hlebiañ finamant ar c’hreiz eus da sac’had,
	Ha deomp-ni d’o faeañ keit ha pa vent sec’h mat.
	Ar pilhaouer
	En em glevomp asamblez da laret un taol kaer ;
	Unan ac’hanomp zo fripon hag un all a zo  laer ;
	Tachomp d’en em glevet evel kamaraded ;
	Etre ma pado labour e c’honefomp hor boued.
	Ar paperer
	Panevet ma ven re bell, em bije espliket
	Un nombr a etadourien hag a artisaned,
	Pere a vev eselant hepken gant ar paper,
	O deus mui a estim e kêr ha war ar maez.
			[1] Golo : plouz
	
			[2] Etad : micher
	
