Kemperiz e Kerzevot (Le pélerinage des Quimpérois à Kerdévot en 1871)

Setu ur skrid a-bouez da genver ar brezel 1870. Tennet eo eus "feiz ha Breiz", kelaouenn Eskopti Kemper ha Leon. Displegañ a ra pegen aon o doa poblañs Kemper rak an darvoudoù e Pariz: Ar gomun ha trec'h an Alamaned. (Traduction disponible en Français.)
 
 
Savetaet eo ar Frañs ! ! Setu komzoù ur vamm gristen d'he bugale, pa zistroas eus Kerzevot, an ugent eus ar miz-mañ. Savetaet eo ar Frañs ! ! pa 'z omp deut pelloc'h da grial war-zu an Itron Varia.
 
Petra 'zo bet eta a-nevez e Kerzevot an ugent eus ar miz-mañ ? Petra ? Un dra gouest da roiñ fizians d'ar re o deus kazi he c'hollet. Ur gerik eta eus an deiz kaer-se.
 
Kemperiz, spontet eus koll-war-goll hor soudarded, glac'haret e goueled o c'halon eus distruj o bugale, o broïz, 'zo en em zastumet e treid an aoterioù, o deus leuniet bemnoz iliz Sant Kaourintin, 'zo daoulinet niverusoc'h evit biskoazh evit degemer o Doue, o deus klasket a-bep-tu bennozh an neñv, hag an neñv a seblante chom atav bouzar d'o fedennoù.
 
Neuze un nebeut Itronezed, ken anavezet dre o renk uhel, 'zo deut da soñjal  e oa Kerzevot chapel muiañ karet an Itron Varia er vro-mañ. Deut zo dezho da soñj oa Itron Varia Kerzevot he devoa lakaet da ehan ar vosenn en Eliant hag er c'harter tro-war-dro, meur a gantved 'zo. Deut 'zo dezho da soñj  e kavet c'hoazh e buhez, tud pareet dre vurzhud er chapel santel-mañ : ur plac'h d'eus Edern, mud eizh vloaz a oa, a reseve enni ar gomz deiz ar pardon bras, dirak meur a vil den, er bloaz 1849. - Un all mac'hagnet a-viskoazh a reseve ar c'herzhed - Kalz re all, meur a c'hras n'o devoa meritet nemet dre o fisiañs vras er Werc'hez. Petra 'ra 'ta Itronezed Kemper ? En em ouestlañ a reont da vont da bardonañ d'ar Gerzevot ha da lakaat laret eno un oferenn 'vit holl soudarded ar Frañs.
 
War an eur, holl Kemper a zesk ar ouestl gant ar brasañ laouenidigezh ; heb dale gant arc'hant an oferenn 'zo dastumet tremen pevar ugent lur 'vit ar chapel. Aotrou Person Sant Kaourintin pehini en e holl visionoù, n'en deus biskoazh disoñjet prezek d'e vreudeur ar garantez evit ar Werc'hez, a embannas,  e pron an oferenn bred ar ouestl o devoa graet e baresioniz da vont da bardonañ d'ar Gerzevot d'ar meurzh, ugent eus ar miz.
 
D'ar meurzh, da bemp eur diouzh ar mintin, Kemperiz 'zo war droad. D'eus a-gichen kroaz an ospital, lec'h asinet 'vit en em gaout, e kerzhont peb hini en e vandenn, war-zu an Erge Vras, o chapeledoù etre o daouarn.
Ne gomzan ket deoc'h d'eus aezhenn fresk ar mintin, d'eus an teir lev a oa d'ober araok degouezhout er Gerzevot, d'eus sioulded an holl, d'eus oad vras kalz Itronezed deut eus ar ger war yun. an hast o devoa holl da welet Kerzevot a reas dezho disoñjal pep poan.
 
War-dro seizh eur hanter, kalz pardonerien a degouezh, gwiskañ reer an oferenn gentañ, hag an iliz frank da nav c'hant den 'zo dija re vihan. Pep unan e chapeled en e zorn,  kalz ur piled war alum en dorn all, holl daoulinet war ar maen, holl e stagont o daoulagad war imaj an Itron Varia, pe war an Aoter-se heb he far en eskopti Kemper. Tremen kant den a resev o Doue en oferenn-man, hag a-vec'h achuet mar klever, dre bevar c'horn ar chapel, saludiñ an Itron Varia dre ar c'haerañ kanaouenn. Ya, e gwirionez ar c'han a oa un triomf  hag evit ar wech kentañ em buhez, ez on bet diblaset da grediñ e c'haller er vro-man, kanañ 'vel e broioù all ken brudet dre o c'hanaouennoù flour. Holl e seblantemp dija trec'h d'hon enebourien, e seblantemp kaout etre hon daouarn buhez an diwezhañ prusian.
 
Da nav eur hanter pa wisker an eil oferenn, (oferenn evit ar soudarded ), den ne c'hall mui daoulinañ er chapel hag an daou c'hant den a dostaas 'vit degemer o Doue, na dostajomp nemet gant kalz poan. war fin an oferenn-mañ, evel p'hon dije a-neuze bet hon holl goulennoù e kanjomp a-greiz kalon ar Magnificat, ar c'hantik dudius-se lezet etre hon daouarn gant hor mamm hec'h-unan. A-neuze ne glevfec'h mui, kazi ar rest eus an deiz, nemet kanaouenn er chapel.
 
An trizek pe pevarzek kant den, deuet d'ar Gerzevot, en em dennas nebeut-a-nebeut, o c'halon laouenaet, war c'hed 'vel lare unan eus Itronezet Kemper, war c'hed, 'vit an deiz-se memes eus ur c'helou mat bennak.
Ar c'helou mat 'zo deut hep dale. Korf arme ar prusian Fritz 'zo bet dispennet gant hor jeneral Vinoy, en deiz memes ma teuas Kemperiz d'ar Gerzevot.
 
An Itron varia a selaouas en deiz-se he bugale, na ehano mui d'o selaou ken na zeuio da vezañ gwir ar c'hri leun a feiz d'eus ur vamm gristen d'he bugale en distro d'eus Gerzevot. Savetaet eo ar Frans, pa 'z omp deut pelloc'h d'en em droiñ war-zu an Itron Varia.
 
Ur C'hrouadur da Itron Varia Kerzevot.
 
 
D'ar seizh war 'n ugent eus ar miz, ez eus bet e Kerzevot, ur pelerinaj kalz c'hoazh kaeroc'h eget d'an ugent. D'ar meurzh 20 a viz meurzh ne voa nemeur nemet Kemperiz ; d'ar meurzh 27 e voa ouzhpenn-se tud an Erge Vras hag ar parrezioù diwar-dro. Bez' e voa eno en deiz-se etre tri mil ha pevar mil bardoner, hag ez eus bet etre pemp ha c'hwec'h kant komunion.
 
G.M.