Klemmgan Bro Eliant

gant Guillaume Kergourlay

E miz Gouere 1989 zo bet savet un abadenn barzhoniezh ha sonerezh evit gouel 500vet bloavezh Itron Varia Kerzevot.
Savet zo bet ur mell barzhoneg e galleg anveet Rhapsodie Macabre sur la peste d'Elliant, dibunet eo bet gant François Kergourlay heuliet gant sonerezh Michel Boedec.
Embannet eo bet ar varzhoneg-se gant daou bezh bihan en araok, unan anezhe e brezhoneg. Dre m'eman mojenn Bosenn Eliant penn da benn e glad an Erge Vras e lakaomp anezhe da gaout brud en dro :
 
Etre stêr Odet ha Stêr Jet
'Zo un enez kreiz an douaroù
Bro Eliant a vez hanvet :
Pinvidigezh ha burzhudoù !
 
Bro Eliant zo distro n' bed ;
Mes ma bed din zo barzh ma fenn
Pa echuo ma fenn ar bed
Ma spered vo atav dibrenn
 
An dud vev hag ar re dremenet
'Zalc'h yaouankiz da virviken
An norioù zo d'an holl digoret
Ar c'halonoù leun startijenn
 
Ne neus drouk-lazh na laeronsi
Na c'hoant drouk 'ba' spered ebet.
Bro Eliant eo evel ma zi,
Ur c'helc'h digor e-kreiz ar bed !
 
E Bro Eliant ema ma c'havel,
E Bro Eliant e vo ma bez
Ne neus lec'h all da vont da vervel
Peogwir aman 'man ma buhez
 
Me n'on nemet ur c'hozh miliner
Em c'halon n'eus na kaon na keun
Na drouk-lavarout na drouk-ober
Mes ma meilh din a flask ar greun.