Gwerz an Ivantor

La loi de séparation de l'église et de l'état est votée le 9 décembre 1905.  Dès le 9 décembre, le Conseil de fabrique envoie la protestation suivante : « Nous remettrons les biens de notre fabrique paroissiale qu ‘à l’évêque de Quimper ou à son délégué, et protestons à l’avance contre toute dévolution qui serait faite de ces biens à n’importe quelle association malgré nous et en violation des lois de l’église ».Les choses se corsent le 2 mars 1906. Le préfet ordonne l’inventaire des biens de l’église dans un climat quasi insurrectionnel. La complainte de l’inventaire (Gwerz an Ivantor » nous donne le détail de la journée.

1

D'eus a lein an neñvoù

Taolit warnon ur sell

M’ho ped,spered santel

Roït din ho krasoù

2

C’hwi Sant Charlez, m’ho ped,

Dre ma’z hoc’h va faeront

Kennerzhit va spered

Ha tommit va c'halon.

3.     

Roït din an talanchoù

Pere am-eus ezhomm

'Vit displeg 'n torfejoù,

Erruet er c'hanton

4.     

Dre urzh 'n Aotrou prefed

Kerkent ha goulou deiz

'N iliz dle be'añ kelc'het

E-barzh bourc'h An Erge

5.     

Dre ma oa un torfed,

Ar pezh e-noa d'ober

Abred ' oant partiet

D'eus ar ger a Gemper.

6.     

Ar jañdarmetennoù

'N em lakas da gargañ,

Dirak maner ar c'hleuzioù

'Vit mont buanoc'h c'hoazh.

7.     

'Vel ur bouted kelvez,

O gwelet oa eskamm

Entrel e bourc'h Erge

Holl oant dre an daoulamm.

8.     

Adjudant ar c'harter

Me a gred o lakas

Pemp kichen peb skalier

O sabrinier en noazh

9.     

'Raok m'erruent e ker

Oa klevet ur c'horn-boud

Ha mouezh trist ar c'hleier

Evit ober da c'hout

10.   

Tud a feiz, a galon

'Vel poulzet gant 'n avel foll

D'ansav o relijion

yelas 'n iliz 'n un taol.

11.   

Si vis pacem pax bellum

Raktal an norioù oa prennet

Ar re-se oa komzoù Samson

Pa gombatas ar Filistined.

12.   

Gwraged Kerfrez ha Lezerge

Vije stropet gant ur chadenn,

Ha konduet da Gemper goude,

Pa 'nefe urzh ar c'habiten.

13.   

Klasket 'n oa mont er vered,

'Vit sikour ar re-all,

Goude ma oa bet kelc'het

Dre urzh an dud fall.

14.   

Kouezhañ 'rae kalzik glav

Pa 'n em gavas ar c'hontroler

Gant daou zen gwisket divalav

Hag ivez ur c'homiser.

15.   

Daou gantonier oa prezant

'vit servij da destoù

dre urzh ar gouarnamant

Gant aon da goll o flasoù.

16.   

N'eo ket ret be'añ difisil

'Vit ober ur seurt micher

Ober rankont soubenn vijil

C'hwec'h real bemdeiz 'zo dister.

17.   

Neuze ar c'hontroler er penn

'Vel ur vandenn tud nec'het

A yaent da zispleg o lezenn

Kichen dor ar porched.

18.   

Eno, e rankent selaouet

Div brotestasion

Hini Jañ-Mari Nedeleg

Hag hini an Aotrou person.

19.   

Boñjour, eme ar c'hontroler

Me c'houl an nor digor

Me 'zo deut a Gemper

'Vit ober 'n Ivantor.

 

Komzoù 'n Aotrou Person

20.   

Choazet on gant Doue,

'Vit prezek e lezenn,

Ne c'houzantin morse

'N digor ne 'po biken

21.   

'Vel person ar barrez,

Me 'ra deoc'h un ali

C'hwi ' ra ur fallagriezh

Lako dichañs en ho ti.

22.   

Kalon 'po da brofaniñ

Ti redemptor ar bed :

Potius mori quam foedari

Ne drec'hoc'h biken bretoned.

23.   

Meur a iliz 'zo bet ruiet

Gant gwad kristenien fidel

'n ur gombatiñ frañmasoned

O tifenn al lec'hioù santel

24.   

Herodias en oa goulennet,

Dre un ali treïtour

Vije laket war un asïed

Penn sant Yann Badezour.

25.   

Sant Laorañs, Sant Sebastian

O doa gouzantet ar marv

Kentoc'h evit mankout d'o lezenn

Breizh 'ra kalz enor dezho.

26.   

Ar profed Isaï, gwechall

Oa heskennet dre an hanter

Dre ma oa vel kallez all

Bepred fidel d'hor salver

27.   

Ar vaouez Machabe

Hag he seizh krouadur

Sant Eleazar goude-se

Zo bet merzherien pur

28.   

D'ar marv seurezed zo aet

Hervezh lavar an istor

Amzer Robespier me gred

'N ur ganañ ar "Veni creator".

29.   

A-viskoazh zo kombachoù

A-viskoazh zo brezel

Ar c'hentañ oa en neñvoù

Gant arme sant Mikael.

30.   

Pere en doa kombatet

Drouk-Aeled Lusifer

Dre ma oant 'n em revoltet

A-eneb d'o c'houer.

31.   

Gant an intañvez Judit

Ar jeneral Holofernes,

A oa dibennet e publik

dre ma oa ur païen didruez.

32.   

Tobi pa yeas da gousket

A oa un den dispar

A-benn ma oa dihunet

E oa dall pebezh glac'har.

33.   

Nabukodonozor, ur roue

'N oa graet ur statu vras

Ur menik a-berzh Doue

Kerkent her bruzhunas.

34.   

Galloud ar frañmasoned

Zo ivez memestra

Ar re-se vo diskaret

Pa soñjint an nebeutañ.

35.   

Dre c'hras ar brofeted

Me am oa douetañs,

C'hwi pije sikouret

Disenoriñ ar Frañs.

36.   

War Menez Sinaï gwechall,

Oa lennet an dekalog,

Me ho ped da studial

An dekved artikl 'vit o lod.

37.   

Ar bloavezhioù a dremeno,

'vit skoazellañ ur seurt lezenn,

O brud fall bepred a chomo,

E-touezh ar bobl kristen.

 

Komzoù Jañ-Mari Nedeleg

38.   

E anv "Conseil" ar fabrik

Me lavar a-vouezh krenn

En desped d'ar republik

Ni chomo kristenien.

39.   

Me lavar e Brezhoneg

Ma faot deoc'h ivantoriñ

C'hwi 'peus netra da welet

Pep hini zo mestr en e di

40       

Gant rezon ne c’houzantin ket

Hon iliz gant e holl madoù

Vefe estimet ha prizet

Roet deomp gant hon tadoù.

41.   

Vel hon tud kozh, ni zo fidel

Lezomp a-gostez hon anken

D'an iliz ha da Vreizh-izel

holl tud erge savomp hor penn

42.   

Na pegen kaer eo hon iliz

Gant un tour-mein kizellet

Amañ kozh ha yaouankiz

Holl hon deus tremenet.

43.   

Sevel a ra dreist an douar

E benn echuet gant ur groaz

Dreist an drubuilh hag ar glac'har

Gwern burzhudus dreist ar mor bras.

44.   

Pet paotr mat zo bet gwelet

En amzer vremañ ha gwechall

Dre an nor-dall frank digoret

O tougen banniel Sant Gwenal.

45.   

Pet kristen mat vez joaïus

Pa wel d'eus an tourioù

An dud o tont niverus

Vit asistañ en ofisoù.

46.   

'N ur vont war-zu joa an eured

E vez klevet forzh kalonoù

Pe tristidigezh ar vered

o skeïñ beb sort poulzadennoù.

47.   

Dre ma oa da Zoue fidel

E harzhik ker Babilon

Oa taolet ar profet Daniel

En ur foz e-touezh seizh lion.

48.   

Habakuk, den a galon

Dre ur vlevenn gant un Aël

Oa douget betek Babilon

Vit kas boued da Zaniel

49.   

Bev a-benn seizh devezh goude

daniel a oa sortiet

Ken souezhet oa ar roue

Ma oa 'n em gonvertiset.

50.    Josue dre ur mirakl dispar

Evit hiraat an deiz

Harpas an heol hag al loar

Evit avantach e arme.

51.   

Na pegen kaer oa gwelet

Uc'h ar gerik Gabaon

An heol a oa harpet

Al loar uc'h Aialon.

52.   

Mar gallfe ar spered furchal

hag ar planedennoù lennet

Sekrejoù don ar vein gwechall

Vefe kurius bras da glevet.

53.   

C'hwi rento kont 'eus an drama

Da zoue e traonenn Josafat

Pa sono ar varn diwezhañ

'Vit separiñ ar fall d'eus ar mat.

54.   

Morse 'm eus graet mechantiri

Na d'am mamm na d'am zad

Mes ma faot deoc'h ivantoriñ

Me a gred c'hwi 'po koat.

55.   

Neuze ar c'homiser Judik

A respontas en ur grenañ

E anv ar republik

An nor vo drailhet memes-tra.

56.   

Daou zen oa gant loc’hoù

Da heuilh ar c’hontroler

Evit drailhañ an norioù

O min a verke sklaer.

57.   

O jiletenn a oa re verr

Na pegen strizh oa o bragoù

O roched, mat d’ar pilhaouer,

Ha kalz re hir oa o botoù.

58.   

Me gred e oant ofiserien,

D’eus kompagnunezh an heol,

Gwech e klaskont an aluzenn,

Gwech labouront ‘vit Per ha Paol.

59.   

Kerkent ma oa eizh eur sonet,

E komañsas an taolioù,

War dor an iliz beniget,

En desped d’an daeloù.

60.   

Me c’houlenn war ma daoulin,

O ? pa soñjan, na tra iskis ;

Ne welin mui ur seurt krim,

Drailhañ dorioù hon iliz.

61.   

Heb respet ‘vit ar re varv,

Un nebeut jañdarmetennoù,

C’hoant dezho d’ober o faro

A savas war ar bezioù.

62.   

Neuze oa bet ur boulzadenn,

Gant un niver bras a dud

A forsas anezho da ziskenn,

Didrouz ‘vel ma vijent mut.

63.   

Goude ma oa drailhet an nor,

Gant paotred ar c’hontroler

A soñje dezho kaout digor,

Mes diouzhtu oa ur voger.

64.   

Pa oa foeltret ar voger,

Int a soñje, oant paotred vat

Mes n’oa ket echu an afer,

Goude oa treustennoù koat.

65.   

Pa sonas kreisteiz e ker,

E oant klevet o c’houlenn dour

Diouzhtu oa aet ur mesajer

Da Gemper da c’houlenn sikour.

66.   

Raktal ar prefed Colignon

C’hortoz keloù, pad ar mintin,

Ro urzh da gas ur vatailhon

Hag ar c’homandant Quentin.

67.   

Pa erruas ar soudardet,

Gant o munisionoù,

Evit daou zevezh ganto boued,

Ha me gred kartouchennoù.

68.   

Ouzhpenn pevar c’hant anezho

Unan bennak d’eus ar barrez,

Kazi holl pa soñjent en o bro,

War o bizach oa tristidigezh.

69.   

Un tabouliner oa plaset,

Evit son teir abadenn,

Ar c’homiser ‘n oa goulennet

Digor e anv al lezenn.

7O.  

Kerkent, vel ur mesajer,

Ar c’hoñseilher jeneral

A savas war ur voger,

Evit iñploriñ ha suplial.

71.   

<< E anv, kristenien ar c’hanton,

Eme an Aotrou Servigny,

Me lavar a-greiz kalon,

Paotred kalet poent eo echuiñ.>>

72.   

Karet gant an dud a-feson,

E gomzoù oa selaouet,

Ha memes an Aotrou Person,

‘n oa truez d’eus ar soudardet.

73.   

Ar peoc’h oa bet sinet,

Diwezhat d’eus an abardaez ;

Goude , ivantor a oa graet,

E Kerdevot ha Sant Gwenole.

74.   

Ur jañdarm, heb damantiñ,

E brieg oa bet gwelet,

Pa oar aet da ivantoriñ,

Kriz e keñver ar merc’hed.

75.   

Ur vedalenn aour ‘n oa bet,

Ha memes unan militer,

Un nebeut taolioù war e veg,

Hag ar votez en e revr.

76.   

An neb a vez lous e fri,

Koulz en Erge hag e Brieg,

Hervez ma lavar pep hini,

Vez anveet merc’hiek.

77.   

Enor da Vreizh da viken,

diskouezet en deus sklaer,

Ez int d’eus gouenn ar verzherien,

Ha fidel d’hor salver.

78.   

Un nebeut kristenien vat

Zo bet klozet er prizonioù,

Dre ma ‘n oa dalc’het mat

O tifenn an ilizoù.

79.   

Pennarun hag Ar Gall,

D’eus paotred kalet Brieg,

D’eus Landelo oa un all,

An Aotrou kure Dantec.

80.   

E parrez Tourc’h ur marichal,

Hag ar Roue oa chadennet,

Evel ar sent gwechall,

D’ar prizon oant kunduet.

81.   

Aotrou kure Langolen

Piedoye, e anv mat,

Dre ma oa start d’e lezenn,

Zo bet er prizon ur pennad.

 

Diskan

Enor da gristenien Arvor,

Koulz en deiz hag en noz

int sur da gaout digor,

Gant Sant Per ar baradoz !