Kan ar paperer ( La chanson du papetier)
Yann ar gwenn chañsoner brudet a vro Dreger en deus savet ur bern kanaouennoù. Houmañ a zo e stumm un disput etre daou zen. Pilhaouerien a oa brudet kaer er vro hag o doa afer da berc’henn ar milinoù paper a brene dezho ar pilhoù d’ober youd paper. E- leizh a vilinoù paper a oa kostez Montroulez hag ar bilahouerien a oa paotred ar Fouilhez anezho, anavezet dre ar vro holl.
Disput etre ur paperer hag ur pilhaouer
Kavet em eus ur matier a zo ekselant
Evit formiñ un disput hervez va santimant
War sujet ar pilhaouer hag ar bapererien
Abalamour d’o etat ha d’o antretien.
Ar pilhaouer da gomañs a rank mont da vale
Deus an eil barez d’eben, deus an eil ti d’egile
A-hed ar pemzek devezh da zastum ar sammoù
Da vevañ er baourentez, da lojañ er c’holo[1].
Ar paperer
Ha ni er vilin-paper a zo prizonierien
Ken atentif hag ar mor o pilat e c’hourlen
Emañ pep hini ac’hanomp fidel en e etad[2]
Abred deus ar mintin hag eus noz diwezhat.
Ar pilhaouer
D’ar c’houlz ha ma vez ouzh taol o tebriñ, oc’h evañ
O vont d’an ostaliri pa gerez da roulañ
E vemp en estremite o vesk an dour hag ar fank
O fournis dit labour da c’hounit da arc’hant.
Ar paperer
Petra ‘zo kaoz ma soufrez kement a baourentez
Ha kement a vicherioù hag a gomzez aze
Panevet ma profitez ha ma c’heus gonit mat,
Me a zo sur e teufez da renoñs da etad.
Ar pilhaouer
Ma vez ni en ur glevfe da renons d’an etad,
Dre va feiz a bilhaouer, te a vez rentet plat ;
Ne rafez ket a regalioù nag evañ kalz a win :
Evel ma vank ar pilhoù ne val ken ar velin.
Ar paperer
Ne vo ket se a ampech ar velin da valañ,
Rak re a bilhaouerien a zo dre ar vro-mañ
Hag en istant ma vanki, daou all a deuo e plas,
Hag ez ay da damm bara gant da vignoned bras.
Ar pilhaouer
Pa errufomp er velin ha pa ‘maomp disammet,
Ar mestr a deui da bouezhañ ha ni a yel da sellet,
Hag omp sur e tegaso kant da bevar ugent ;
Diwar ar samm a dri c’hant e savo tri ugent.
Ar paperer
Ha te a zo bet gwelet en hent o tisammañ,
El lec’h ma welez ur poull, en digarez dresañ,
O c’hlebiañ finamant ar c’hreiz eus da sac’had,
Ha deomp-ni d’o faeañ keit ha pa vent sec’h mat.
Ar pilhaouer
En em glevomp asamblez da laret un taol kaer ;
Unan ac’hanomp zo fripon hag un all a zo laer ;
Tachomp d’en em glevet evel kamaraded ;
Etre ma pado labour e c’honefomp hor boued.
Ar paperer
Panevet ma ven re bell, em bije espliket
Un nombr a etadourien hag a artisaned,
Pere a vev eselant hepken gant ar paper,
O deus mui a estim e kêr ha war ar maez.
[1] Golo : plouz
[2] Etad : micher