Lizher d'an Aotrou Roue Loeiz-Fulup


D'an nav a viz c'hwevrer 1836, ur barr-avel a ziskaras tour an iliz. Kinnig a reas neuze an Aotrou Bigot, ti-savour ofisiel an departamant, sevel an tour en dro evit ar priz a 7486 lur ha 80 sañtim.
 
D'an tri a viz ebrel e skrivas ar fabrisianed d'an Aotrou Eskob evit ma c'houlenfe arc'hant digant ministr ar relijionoù evit sikour fardañ un tour nevez. 4000 lur zo goulennet ouzh ar gouarnamant. Kannad ar vro an Aotrou De Toulgoet zo lakaet barzh ar jeu. D'eus e du An Aotrou de poulpiquet Eskob Kemper ha Leon a zo karget da welet Arc'heskob Paris an Aotrou de Quelen evit ma rofe pouezh da c'houlenn an Ergeïz. D’ar 27 a viz Kerzu ez eus bet klasket lazhañ ar Roue Louis-Philippe e Pariz. Nepell goude an darvoud e penn kentañ ar bloavezh 1837 ez eus bet kaset ul lizher d’ar Roue, ul lizher fin tre evit klask lakaat ar Roue da zigoriñ e yalc’h.
Daoust pegen uhel e voa ar re a oa karget da zifenn an dosier e Pariz n'eus ket deut bernioù moneiz da sevel an tour e-giz e faote d'an Aotrou Bigot .D'an 12 a viz meurzh 1937 ar stad a roe 1100 lur, ar c'huzul meur 500, ar gomun 300, ar fabrik 300 hag ur yelc'had a 500 lur a voe lakaet ouzhpenn a-berzh ar gouarnamant. Mont a rae ar sammad da 2700 lur, pell oa  deus ar 7500 lur goulennet gant an Aotrou Bigot. Sed perak o doa skrivet parresioniz Erge d'an Ao. Roue, evit klask sachañ evezh warno. 300 lur int deut a-benn da gaout setu zo bet reñket sevel un tour marc'had mat ha vil a-walc'h siwazh deomp. D'ar 14 a viz mae 1837 e oa roet al labour d'ober da L'haridon, mestr mañsoner.
 
Aotrou Roue,
Ar bloavezh 1836 a zo bet e gwirionez, leun a drubuilhoù evidomp. Gwall glac'haret omp bet o klevout hoc'h bet c'hwi teir gwech war bouez bezañ drouklazhet, hag an avel en deus diskaret tour iliz ar barrez d'an eil a viz c'hwevrer. Hogen dre vadelezh Doue, deuet hoc'h a-benn d'en em dennañ diouzh an taolioù-se ha spi hon eus e teuimp a-benn, gant aluzennoù an dud vat, da renkañ hon iliz ha d'adsevel hon tour. Emichañs n'en em gavo, en amzer da zont den ebet digalon a-walc'h da glask tennañ e vuhez digant ur Roue hag en deus degaset gantañ an eurvad e Bro-c'hall. Emichañs, ivez, ur wech renket mat an tour ganeomp, an avel n'he diskaro ket mui ha ne daolo ket ac'hanomp adarre en nec'hamant.
Ho servichourien, a-greiz-kalon hag ho keneiled gant doujañs.
                   
Notenn :  Gant al levr "Breiz izel" bet embannet er c'hantved diwezhañ eo bet brudet al lizher -mañ. Met ar skrid brezhonek n'eo bet roet nemet nevez-so gant Pêr Jakez Helias . Hag un droidigezh eo digant ar skrid gallek ? Pelec'h en deus -eñ diskoachet ar skrid-se den ne oar ha n'on ket deut a-benn da gaout ar skrid orin. Gant respont ar Roue e ouzomp eo bet skrivet war-lec'h ar 27 a viz Kerzu 1836 , daoust ha kaset eo bet  nemet e brezhoneg d'ar Roue ? Piv en dije troet dezhañ al lizher ?
 
Respont ar Roue :
 
Monsieur le préfet,
Le Roi a eu sous les yeux l'adresse en langue bretonne votée par le conseil de fabrique d'Ergué-Gabéric à l'occasion de l'attentat du 27 décembre.
Sa majesté a été touchée des bons et honorables sentiments qui s'y trouvent naïvement exprimés.
Désirant donner à cette commune un témoignage de sa bienveillance, sa majesté vient de lui destiner un secours de 300 francs pour aider aux réparations de la tour de l'église.
J'ai l'honneur de vous en donner avis, en vous priant, Monsieur, de prévenir M. le curé d'Ergué-Gabéric que cette somme va être remise à sa disposition par les soins de M. le trésorier de la couronne.
Agréez ...
Le secrétaire du cabinet.
Signé, Camille Vain